Asturiez
Priñselezh Asturiez pe Bro-Astur[1] (e spagnoleg ez-ofisiel Principado de Asturias hag en asturianeg Principáu d'Asturies) zo unan eus 17 Kumuniezh emren Spagn diazezet war hen Rouantelezh Asturiez lec’hiet e hanternoz Spagn, war aod Mor Kantabria, e Pleg-mor Gwaskogn. A-stok emañ ouzh Kantabria er reter, ouzh Kastilha ha León er su hag ouzh Galiza er c'hornôg. 10 000 km2 zo dindani.
Asturiez | |
Principáu d'Asturies Principao d'Asturias Principado de Asturias | |
Ger-stur | Hoc signo tuetur pius, Hoc signo vincitur inimicus |
Dre an arouez-mañ e tifennez an deolez, Dre an arouez-mañ e trec'hez an enebour | |
Kan broadel | Asturies, patria querida Asturiez, mammvro garet |
Gouel broadel | 8 a viz Gwengolo |
Lec'hiadur | |
Daveennoù | 43° 20' 0" N, 6° 0' 0" W |
Politikerezh | |
Stad | Spagn |
Kêr-benn • Poblañs |
Uviéu 225 391 (2011) |
Kêr vrasañ • Poblañs |
Xixón 260 944 (2011) |
Yezhoù | spagnoleg (ofisiel) bable (anzavet) |
Statud • Abaoe |
Kumuniezh emren 30 a viz Genver 1982 |
Gouarnamant | Junta General del Principado de Asturias |
Douaroniezh | |
Gorread | 10 603,57 km² |
Aodoù | 401 km |
Gorread | 10 603,57 km² |
Poblañs • % Spagn |
1 068 165 (2013) 2,34 |
Stankter | 100 |
Asturiez n'eus nemet ur broviñs enni.
Deuet eo da vezañ ur briñselezh pa oa bet roet an titl a briñs Asturiez da bennhêr kurunenn Bro-Spagn. Oviedo eo kêr-benn Bro-Asturiez. Un tammig muioc'h eget ur milion a annezidi zo er vro, hogen war-zigresk e ya ar boblañs. Spagnoleg eo ar yezh ofisiel, met an asturianeg, anvet ivez «bable», a vez komzet ivez, goude ma n'en deus statud ofisiel ebet, hag a vez kelennet er skolioù; divyezhek eo lod eus ar panelloù-lec'h. Gwarezet eo ar yezh gant statud ar Gumuniezh Emren. El lodenn greiz ar briñselezh e vev an darn vrasañ eus poblañs Asturiez, eus an aod betek an diabarzh.
-
L'Angliru gwelet eus arMonsacro
-
Enez Deva
-
Lenn Ercina
Liammoù diavaez
kemmañ- (ast) (es) Lec'hienn ofisiel
- (es) (en) (fr) (de) (it) (pt) Turismo Asturias
Notenn
kemmañ- ↑ Asturiez/Bro-Astur e Geriadur brezhoneg An Here (2001), p. 1435.