Geriadur brezhoneg An Here

Geriadur brezhoneg An Here eo anv an eil geriadur brezhoneg embannet gant An Here e 2001[1] hag an hini brasañ. N'eo ket adembannadur hep skeudennoù geriadur 1995 eo hepken, rak daougementet eo niver ar gerioù ennañ : 21 300 pennger zo, gant skouerioù ha troiennoù.

Geriadur Brezhoneg an Here
oberenn skrivet
TitlGeriadur brezhoneg An Here Kemmañ
Seurt oberenngeriadur Kemmañ
EmbannadurQ103821265 Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvbrezhoneg Kemmañ

Aozerien

kemmañ

Skrivet eo bet gant ur skipailh renet gant Martial Ménard hag Iwan Kadored, 47 den ennañ ; o anvioù a gaver er pajennoù kentañ. Ur bajenn zo ivez evit kinnig Kuzul skiantel ar geriadur, a oa kaset gant Per Denez ha 15 den all.

Danvez

kemmañ

Ar pennadoù zo bet skrivet gant tud a bep seurt, darn anezho gopret gant an embanner. Ur bern skouerioù zo tennet eus levrioù pe skridoù lennegel eus an XIXvet hag an XXvet kantvedoù, pe koshoc'h zoken.

Evezhiadennoù

kemmañ

Pennad kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Geriadur brezhoneg An Here. Plougastell-Daoulaz : An Here, 2001 (ISBN 978-2-86843-236-0)