Geriadur brezhoneg gant skouerioù ha troiennoù
Geriadur brezhoneg gant skouerioù ha troiennoù zo anv ur geriadur brezhoneg unyezhek, embannet gant An Here e 1995. Ennañ e kaver 10 000 pennger, skouerioù, troiennoù ha skeudennoù. Diwarnañ eo bet savet an eil geriadur embannet gant An Here, anvet Geriadur brezhoneg An Here.
SkrivagnerienAozañ
Skrivet eo bet gant ur skipailh renet gant Jean-Yves Lagadeg ha Martial Menard. 13 den o deus kemeret perzh, o anvioù a gaver er pajennoù kentañ.
DanvezAozañ
Ur bern skouerioù zo tennet eus levrioù pe skridoù lennegel eus an XIXvet pe an XXvet.
EvezhiadennoùAozañ
Diwar-benn ar gerioùAozañ
- Al lizherenn C a zo kinniget evel an teirvet elfenn eus al lizherenneg vrezhonek.
- Skrivet e vez hunvre, pa gaver huñvre e geriadur divyezhek Roparz Hemon.
- Skrivet e vez Stad, evel e meur a c'heriadur all, gant ur bennlizherenn evel e galleg, pezh ne vez ket degemeret gant ar re a skriv stad diwar skouer ar yezhoù all.
- Meneg ebet eus ar rakger nann.
Traoù allAozañ
Tresadennoù zo er geriadur, ne vo ket ken e Geriadur Brezhoneg an Here.