Jean-Yves Lagadeg

Jean-Yves Lagadeg (Lagadec er marilhoù), ganet e Pontekroaz d'an 6 a viz Gouere 1949 ha marvet e Kemper d'ar 15 a viz C'hwevrer 2020, a oa kelenner war ar matematik hag ar brezhoneg, geriadurour ha yezhoniour brezhoneg.

BuhezAozañ

E familh a oa paour a-walc'h, pa oa e vamm ul labourerez en ur stal fritur hag e dad ur micherour-douar. Ur mab koshoc'h egetañ o doa ivez. Pa oa an darnvuiañ eus ar familhoù o chom e Kêr ar Pont (Pontekroaz) o tesevel o bugale e galleg e stage ar gerent da gomz e brezhoneg ouzh o c'hrouadurioù.

Euredet eo bet gant ur vaouez eus Tredarzeg, met ne badas ket an dimeziñ. Chomet e oa divugel. Pa oa aet war e leve e oa o chom e ti e vugaleaj e Pontekroaz. Eno e tegasas ur souten kreñv da Skol Diwan ar Pont.

Studioù ha labourioùAozañ

E skol ha skolaj katolik Itron Varia Roskudon ar Pont e voe kelennet hag, e 1966, ez eas da Lise Kemper e-lec'h ma oa Loeiz Ropars o reiñ kentelioù. Mont a reas d'ar stajoù yezh ha dañs aozet gant hennezh dindan ar c'hevarzhe Al Leur Nevez.

Studioù war ar matematik en doa graet e Brest da gentañ hag e Roazhon goude. Heuliet en deus kentelioù ar chaloni Falc'hun e Brest ha kentelioù Léon Fleuriot e Roazhon ivez. Prezidant Studierien Yaouank Breizh (pe Jeunesse étudiante bretonne, pe JEB) e oa d'ar mare-se. Chomet eo tost da Unvaniezh Demokratel Breizh keit-all. Estreget ar prantad m'eo bet gopret gant An Here evit embannadur ar geriadur brezhonek en deus labouret evel kelenner eil derez, war ar matematik hag ar brezhoneg, e Carentan, e Brest (lise Kerichen), e Landerne hag e Lanneur.

Rener embannerezh ar Geriadur brezhoneg kentañAozañ

Asambles gant Martial Ménard, Jean-Yves Lagadeg zo bet rener[1] ar skipailh en deus savet ar Geriadur brezhoneg gant skouerioù ha troiennoù, embannet e 1995 gant An Here. Gopret eo bet meur a vloavezh en a-raok. Koulskoude ne voe ket gwelet o kinnig hag o tisplegañ e labour ken alies.

Saver ur raktres evit embann yezhadur bras nevez ar brezhonegAozañ

P'eo bet adembannet tezenn Frañsez Falc'hun[2] gant an embannadurioù Label LN e voe rener an embannerezh skiantel hag e savas ar c'hentskrid.

E-pad pell en deus labouret ingal evit sevel ur yezhadur bras eus ar brezhoneg. Un nebeud sizhunvezhioù a-raok mervel en deus lavaret d'ur c'helaouenner e kendalc'he gant ar raktres hag eo chomet diembann.

DaveennoùAozañ

  1. Geriadur brezhoneg…, p. V : «Renerezh Jean-Yves Lagadeg ha Martial Ménard»
  2. François Falc'hun, Études sur la langue bretonne : système consonantique, mutations et accentuation, kentskr. gant Jean-Yves Lagadec, Label LN, 2005, (ISBN 978-2-915915-06-8).