Kemper
Gant ar ger Kemper e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Kemper (disheñvelout).
Kemper | ||
---|---|---|
![]() Iliz-Veur Sant-Kaourintin Kemper gwelet eus an Oded. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Quimper | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Pennlec'h 2 ganton: Kemper-1 ha Kemper-2 | |
Kod kumun | 29232 | |
Kod post | 29000 | |
Maer Amzer gefridi | Isabelle Assih 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Kemper Breizh ar C'hornôg | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 63 166 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 748 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 6 m bihanañ - 5 m — brasañ 151 m | |
Gorread | 84,45 km² | |
kemmañ ![]() |
Kemper a zo ur gêr e mervent Breizh war ribl an Oded, kêr-benn gozh Kerne ha prefeti departamant Penn-ar-Bed. Kemperiz e vez graet eus he annezidi, ha 63 513 a oa anezho e 2014. 100 187 annezad a oa e Kemper Breizh Izel, ar gumuniezh tolpad-kêrioù, ar pempvet brasañ e Breizh.
Birvidik eo sevenadur hengounel Breizh-Izel e Kemper, heñvel ouzh he bagadoù ha Gouelioù-Meur Kerne hag a zo e-touez ar festivalioù hañv brasañ eus ar vro.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
Koshañ anv a gaver eo hini Aquilonia e 1022 (Sanctae Mariae in Aquiloniae civitate), met dizemglev zo diwar-benn pelec'h resis edo ar gêr-se. P'emañ aquilo anv latin an avel Norzh e soñj lod e oa an anv-se hini ur c'harter e Norzh ar gêr galian-ha-roman, houmañ war riblenn Su an Oded.
E 1085 e kaver roud eus Quimpercorentin ken eo staget kreñv ouzh ar gêr-eskopti memor e eskob kentañ sant Kaourintin.
E "Quimper-Corentin" en doa ijinet Yann ar Feunteun e c'hellfe erruout gwalldro ar charretour stanket el lagenn.
Stummoù skrivet an anvAozañ
- Erwan Vallerie ː Kemper Cor. , 1038; Kemper Courentini, 1084; Kemper sancti Courentini, 1116; Kimper, 1160; Confluentia, 1166; Quemper, 1218; Kemper C., 1222; Quimper C., 1236; Campercorantin, 1302; Camper Corantin, Kempercorantin, Kempercorentin, 1304; Kimper Corentin, 1328; Quimpercorentin, Kemper Corentin, 1365; Kampercorantin, 1364; Kemper Corintin, 1367, 1375; Quinpercorentin, 1384; Quimpercorentin, 1423; Kemper Corentin, 1451, 1516; Kimpercorentin, 1533; Kimper Corentin, 1541; Kempercorentin, 1543, 1594; Quimpèr, 1709
GerdarzhAozañ
E-lec'h ma kej doureier ar Stêr Deir, an Oded hag ar Jed, emañ kêr hag e-se ur c'hember (eus ken + ber e teu an anv), orin an anv. Cymer e kembraeg a zo dezhañ ur ster nes: kej hag en iwerzhoneg eo bet goveliet comhar evit kenlabour.
ArdamezioùAozañ
En glazur e dourc'h tremenant en argant, kernielet ha krabanet en aour ; e gab en erminig.
- Roll d'Hozier, 19 a viz Gouhere 1697
- Ger-ardamez: Unanet e vimp kreñv[2]
IstorAozañ
Anvioù kêrAozañ
HenamzerAozañ
- Un hent roman a gase eus Darioritum (Gwened bremañ) da Lokmaria-Kemper[3].
Dispac'h GallAozañ
- Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Kemper da benn ur bann[4].
- Krouet e voe kumunioù Kemper, Kerfeunteun, an Erge-Vihan ha Penharz e 1790. Rannet e voe parrez Lokmaria e miz Meurzh 1790 etre kumun Kemper ha kumun an Erge-Vihan.
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le Coz, Ollitraut, Serandour ha Le Gac, "oc'h ober skol er c'hloerdi", ha gant Guillaume, Saozanet, Poyer, Le Bour ha Feillat, "oc'h ober skol er c'helenndi"; nac'het e voe gant Le Gac, "rejent (adrener) er c'helenndi"[5].
XIXvet kantvedAozañ
- 1863: Degouezhout a ra an hent-houarn e Kemper e miz Gwengolo (Linenn Landerne Savenneg).
XXvet kantvedAozañ
Eil Brezel-bedAozañ
- Kouezhout a reas un nijerez Henschel Hs 126 (marilhet WNr 3170) eus an aerlu alaman (Luftwaffe) d'an 9 a viz Genver 1941 e Keraien, tost distrujet razh e voe; un nijerez alaman Junkers Ju 87 B-2 (marilhet WNr 5603) a gouezhas er gumun d'ar 21 a viz Meurzh 1941, mervel a reas an daou nijour, douaret int e bered alaman Huisnes-sur-Mer (Bro-C'hall) [6].
- Dieubet e voe Kemper gant ar Rezistañs d'an 8 a viz Eost 1944 [7].
Ar gumun vrasAozañ
- E 1960 e voe bodet kumunioù Kemper, Kerfeunteun, an Erge-Vihan ha Penharz da vont d'ober ur gumun vras hepken, Kemper.
Monumantoù ha touristerezhAozañ
Ar prefeti war vord an Oded |
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
DezougenAozañ
- Ar porzh-houarn.
SevenadurAozañ
Sevenadur poblAozañ
SonerezhAozañ
E Kemper e vez kavet ur bern bagadoù. Tri outo a son e kentañ rummad: Bagad Kemper bet kampion Breizh, Bagad Ar Meilhoù Glaz ha Bagad Penhars. Kavet e vez ivez Bagad Kerne, Bagad an Erge Vras, Bagad Ar Re Gozh ha Bagad Sant Padrig.
DañsAozañ
Kelc'hioù keltiek a zo ivez. Kelc'h Keltiek Eostiged ar Stangala e-touesk ar re anavezetañ. Kampion Breizh kengevredigezh Kendalc'h e oa ar c'helc'h e 2006. Ar c'helc'hioù all a zo Dañserien Kemper eus kengevredigezh War 'l Leur ha Keltiad Kemper.
PoblañsAozañ
An eil kêr pobletañ e Penn-ar-Bed eo Kemper war-lerc'h Brest, hag an hini gentañ eus Bro-Gerne.
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2012 |
---|---|---|---|---|---|---|---|
45989 | 52496 | 55977 | 56907 | 59437 | 63238 | 64900 | 63360 |
Niver kemeret adalek 1968 : Poblañs hep kontoù doubl |
(Kemper hag ar c'humunioù bet staget outi e 1960: an Erge-Vihan, Kerfeunteun ha Penharz)

Ar vaeredAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1960 | 1967 | Yves Thépot | SFIO | Kentañ maer "Kemper Vras" |
1967 | 1975 | Léon Goraguer | SFIO | Kelenner |
1975 | 1977 | Jean Lemeunier | PS | |
1977 | 1989 | Marc Bécam | RPR | Kannad Penn-ar-Bed |
1989 | 2001 | Bernard Poignant | PS | Kannad Penn-ar-Bed |
2001 | 2008 | Alain Gérard | RPR ha goude-se UMP | Senedour Penn-ar-Bed |
2008 | 2014 | Bernard Poignant | PS | Kannad Europa |
2014 | 2020 | Ludovic Jolivet | UMP | |
2020 | 2026 | Isabelle Assih | PS |
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [8].
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D’ar 6 a viz C’hwevrer 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun ha roet d'ar gumun war-un-dro al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- D’ar 16 a viz Mae 2012 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
- Da-heul roidigezh al label Ya d’ar brezhoneg a live 2 e 2012 e oa bet votet d’an 9 a viz Du 2017 gant Kuzul-kêr Kemper un divizadeg all gant oberoù nevez da gas da benn evit tapout al label a live 3.
SkolioùAozañ
- Div skol Diwan a zo eno abaoe 1977 e Kerfeunteun ha Penharz.
- Ur skolaj Diwan zo ivez e Penharz.
- Klasoù divyezhek ivez e Skol Jacques Prevert e Kerfeunteun hag e skolaj Brizeux.
- E Kemper emañ Kelenn, an aozadur stummañ skolaerien ha kelennerien skolaj ha lise kaset en-dro gant Diwan.
- E distro-skol 2019 e oa enskrivet er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 743 skoliad (7,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
Tiez-embannAozañ
ArmerzhAozañ
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- e-tro 1450 : Michel Marion, paramantour
- 1718 : Élie Fréron, kazetenner hag enebour da Voltaire
- 1738 : Reun Madeg, merdeer
- 1781 : Laenneg, medisin
- 1807 : Joseph Bigot, savour
- 1823 : Anna Mezmeur, leanez, istorourez ha skrivagnerez vrezhonek
- 1865 : Pierre-Alexis Ronarc'h, amiral
- 1874 : Leon ar Berr, kelaouenner ha barzh
- 1876 : Max Jacob, skrivagner gallek
- 1883 : Charles Chassé, arzvarnour, buhezskriver ha skrivagner
- 1886 : Gab Morvan, beleg ha skrivagner brezhonek
- 1890 : Pierre de Belay, livour
- 1895 : Lionel Floch, arzour
- 1923 : Charles Hernu, politikour
- 1923 : Pêr Toulhoat, orfebour-bravigour
- 1926 : Jacques Villeglé, arzour
- 1937 : Nicolas Genka, romantour
- 1940 : Jean Failler, skrivagner, krouet tudenn Mary Lester gantañ
- 1942 : Anna ar Beg, emsaverez vrezhonek
- 1946 : Hervé Jaouen, skrivagner gallek
- 1946 : Christian Menard, politikour
- 1949 : Dan ar Braz, sonour
- 1955 : Laurence Lavrand, skrivagnerez c'hallek
- 1958 : Marie Seznec Martinez, stilourez
- 1959 : Jean Le Cam, merdeer (sport)
- 1959 : Jil Penneg, aktour ha skrivagner brezhonek
- 1961 : Tepot Gwilhmod, embanner brezhonek
- : Anne Quéméré, sportourez
- 1964 : Roland Jourdain, merdeer (sport)
- 1976 : Yves Cotten, treser ha skrivagner
- 1988 : Moran Dipode, skrivagner brezhonek
Tud bet marvet enoAozañ
- 1349 : Sant Yann Diarc'hen (Santig Du)
- 1755 : Marion ar Faoued, laerez hag harozez-pobl
- 1800 : Yves Marie Audrein, eskob
- 1805 : François Valentin, livour
- 1876 : Pierre-Paul de la Grandière, amiral
- 1894 : Joseph Bigot, savour
- 1895 : Fañch an Uhel, gwerinoniour ha barzh brezhonek
- 1905 : Jean-Marie Déguignet, skrivagner
- 1907 : Alfred Beau, arzour
- 1926 : Frédéric Le Guyader, skrivagner gallek
- 1947 : Emma Herland, livourez
- 1958 : Victor Lucas, kroc'haner
- 1971 : Pêr Yann Nedeleg, beleg ha skrivagner brezhonek
- 1984 : Reun Menez Keldreg, skrivagner.
- 1995 : Pêr-Jakez Helias, skrivagner, barzh ha den a radio
- 2000 : Bernard de Parades, folklorour
- 2007 : Bernard Le Brun, ardamezour ha bannielour
- 2007 : Loeiz Roparz, renevezer ar festoù-noz
- 2009 : Yann Brekilien, skrivagner breizhek
- 2015 : René Vautier, filmaozour
- 2016 : Martial Ménard, brezhoneger
- 2020 : Jean-Yves Lagadeg, geriadurour ha yezhoniour brezhonek.
Tud liammet gant kêr pe o deus tremenet un tamm eus o buhez enoAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
MirdioùAozañ
Eured e Kemper gant Eugène Boudin, 1857, er mirdi
Liammoù etrebroadelAozañ
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Alamagn | Remscheid | 1971 |
Iwerzhon | Luimneach | 1981 |
Galiza | Ourense | 2006 |
RP Sina | Yantai | 2005 |
Italia | Foggia | 2011 |
Gres | Lavrio | 2009 |
KevelouriAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Roumania | Sântămăria-Orlea | 2007 |
SportAozañ
Darvoudoù-sport a bep seurtAozañ
- 4 a viz Gouere 1958 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Nazer; trec'h eo André Darrigade (Frañs).
- 30 a viz Mezheven 1962 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Nazer; trec'h eo Huub Zilverberg (Izelvroioù).
- 27 a viz Mezheven 1965 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper hag ar Baol-Skoubleg; trec'h eo Guido Reybrouck (Belgia).
- 15 a viz Gouere 1991 : 10vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Roazhon ha Kemper; trec'h eo Phil Anderson (Aostralia).
- 16 a viz Gouere 1991 : 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Ervlan; trec'h eo Charly Mottet (Frañs).
- 11 a viz Gouere 2004 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lambal ha Kemper; trec'h eo Thor Hushovd (Norvegia).
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Froger & Pressensé, Armorial des communes du Finistère, 2001; golo 4 (tresadenn gant Bernard Le Brun).
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajenn 16.
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 50 ha 51.
- ↑ Pertes Luftwaffe Finistère
- ↑ Michel Guéguen ha Louis-Pierre Le Maître, L' Aigle sur la mer - Concarneau 1939 - 1945, levrenn III, 1988, pajenn 65
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936