Jean Le Cam (pe Yann ar C'hamm e brezhoneg) a zo ur merdeer breizhat, ganet e Kemper d'ar 27 a viz Ebrel 1959. Bevañ a ra er Forest-Fouenant.

Gant Philippe Poupon ze eo unan eus ar re o deus gounezet teir gwezh Redadeg digenvez ar Figaro (solitaire du Figaro), a c'hounezas e 1994, 1996 hag e 1999. Bageal a reas gant e dad, en e vugaleaj, en inizi Glenan. Eno en em gave gant Yann Kerloc'h, Gward tour-tan Pennfred, a gas anezhañ da besketa e bourzh e prame. Tro en deus bet ivez neuze da vageal e bae Konk-Kernev, gant Hubert Desjoyeaux e bourzh ur 420, ha goude se e bourzh un Armagnac.


Yann ar C'ham a vageas diwezhatoc'h gant Eric Tabarly ha Michel Desjoyeaux. Kemer a ra perzh alies e Redadeg digenvez ar Figaro (solitaire du Figaro) a c'hounezas teir gwezh kent kregiñ gant dispac'h al listri lieskouc'hek (ar « Formulennoù 40 » gant Biscuits-Cantreau).

Er Vendée Globe 2004/2005 e tegouezh e penn ar redadeg goude an trec'hour Vincent Riou. Chomet e oa pell dirak ar re all war e lestr Bonduelle, ha tizhet e oa bet en-dro e lodenn ziwezhañ ar redadeg. Degouezhet e oa er porzh 7 eurvezh goude an hini kentañ, goude un tennad 41000 km en-dro d'ar bed.


Redadegoù

kemmañ
  • Vendée Globe 2016-2017: 6vet war Finistère Mer Vent
  • Transat Jacques Vabre 2007: 4re gant Gildas Morvan war VM Matériaux
  • Calais Round Britain Race 2007 : 3(de)
  • Kampion ar bed FICO 2006
  • Hent ar Rom 2006 : 2vet
  • Vendée Globe 2004-2005 : 2vet
  • Transat Jacques Vabre 2005 : 3(de)
  • 1000 Milles eus Calais 2004 (60’ Imoca) : 1
  • Challenge Mondial Assistance (trimaran 60’) 2003 : 3(de)
  • Hent an tourioù-tan 2002 (trimaran 60) : 2vet
  • Transat Jacques Vabre 2001 (trimaran 60) : 4ème
  • Redadeg digenvez ar Figaro 1999 : 1
  • Solo Mor Kreizdouarel (a oa Porquerolles Solo) 1999 : 1
  • Transat AG2R 1996 (gant Florence Arthaud) : 2vet
  • Redadeg digenvez ar Figaro 1996 : 1
  • Transat AG2R 1994 (gant Roland Jourdain) : 1
  • Redadeg digenvez ar Figaro 1994 : 1
  • Redadeg Europa 1991 (gant Laurent Bourgnon) : 1
  • Kampion ar bed Formulenn 40 1988 et 1989
  • Hent an dizoloadennoù 1984 (gant Philippe Poupon) : 1
  • Trec'h war amzer treuziñ an Atlantel, Jet Services II, bourzhiad Patrick Morvan, 1982

Liamm diavaez

kemmañ