Avel
An avel zo un anv a roer d'an aer pa vez o fiñval.
Ar pevar avelAozañ
Kustum oar da gomz eus ar "pevar avel" e brezhoneg, da lavarout eo pevar roud avel (eus pelec'h e teuont), evit ober anv eus an hanternoz, ar c'hreisteiz, ar c'huzh-heol hag ar sav-heol. E gwirionez ez eus muioc'h a roudoù-avel, un droienn implijet da lavarout eus pelec'h e teu an avel (eus pelc'h emañ toull an avel a vezlavaret ivez) ar peurliesañ en ul lec'h bennak.
Hervez ar broioù ez eus muioc'h pe nebeutoc'h a roudoù avel, hag anvioù lec'hel d'an holl avelioù-se.
Sellit ivez ouzh ar pennad Pevar avel.
An AvelioùAozañ
An Avelioù e Hellaz kozhAozañ
E mojennoù Hellaz e veze anv eus an Anemoi.
Pevar avel all a oa gant tud Aten, o doa savet un templ eizhkornek ma oa lakaet e pep korn skeudenn an eizh avel.
An Avelioù e Roma gozhAozañ
E mojennoù Roma e veze anv eus ar «Ventus Venti», an Avelioù. Evit an avelioù ordinal a oa pevar anezho :
- Septentrio pe Aquilo, avel an hanternoz, pe avel-sterenn
- Auster avel ar c’hreisteiz
- Favonius avel ar c’hornog
- Volturnus avel ar mervent.
Anvioù avelioù e broioù allAozañ
- Gwelet avelioù lec'h
- Chinook
- C'hamsin
- Foehn
- Mistral
- Simoun
- Tramontana
LiammoùAozañ
- (fr) Anvioù an avelioù er bed
- (fr) Anvioù an avelioù