Anemoi
An Anemoi (Ἄνεμοι e gregach) eo an avelioù e mojennoù Hellaz kozh. Mibien e oant d'an doueez Eos ha d'an Titan Astraios. O mestr e oa Aiolos, a zalc’he e c’halloud a-berzh Zeus, hag a lakae ar gwallavelioù da redek ha d’ober freuz.
O anvioù
kemmañPevar avel
kemmañEvit an avelioù ordinal a oa pevar anezho :
- Boreas, avel an norzh (hanternoz), a zo Aquilo, pe Septentrio e latin
- Notos, avel ar su (kreisteiz), a zo Auster e latin
- Zefyros, avel ar c'hornôg (kuzh-heol), a zo Favonius e latin
- Euros, avel ar reter (sav-heol), a zo Volturnus e latin
Stag int ouzh ar pevar c'houlz-amzer. Boreas eo avel yen ar goañv, Zefyros doue an aezhennoù nevezamzer, Notos doue ar glaveier e dibenn an hañv, hag Euros doue ar glav en diskaramzer.
Eizh avel
kemmañMa ne oa nemet pevar avel gant ar Romaned e oa pevar all gant tud Aten, o doa savet un templ eizhkornek ma oa bet lakaet skeudenn an eizh avel en eizh korn anezhañ.
Daouzek avel
kemmañKaset e voe o niver da 12:
Temploù
kemmañMirdi Pio-Clementinum
kemmañEr Mirdi Pio-Clementinum ez eus ur monumant marmor gant anvioù gresianek ha latin an avelioù, da lavarout eo:
- Septentrio (Aparctias),
- Eurus (Euros, ar gevred),
- etrezo Aquilo (Boreas),
- Vulturnus (Kaikias)
- Solanus (Afeliote).
- etre Eurus ha Notus (Notos), emañ Euroauster (Euronotos).
- etre Notus ha Favonius (Zefyros), emañ Austro-Africus (Libonotus) hag Africus (Lips),
- etre Favonius ha Septentrio, emañ Chrus (Iapyks) ha Circius (Thracius).