Boreas
Boreas (Βορέας e gregach) eo anv avel yen an hanternoz e mojennoù Hellaz kozh. Talvezout a ra e anv kement hag avel an hanternoz, pe an hini a zebr.
Unan eus an Anemoi eo, kar ha par eo d'an Aquilo latin. Avel ar goañv eo, kreñv hag imoret fall. Diskouezet eo bet evel un den kozh askellek, gant blev ha barv hir, ur grogenn gantañ. Hervez Pausanias n'eo ket treid en doa Boreas met naered. Koulskoude eo treid denel askellek a weler dezhañ en oberennoù arzel.
Liammet e veze e anv ouzh ar c'hezeg. Lavaret e veze e oa tad da zaouzek ebeul, goude kemeret gantañ stumm ur marc'h, diwar kezekenned Eric'hthonios, roue Troia. Al loened-se a oa brudet da redek er parkadoù greunek hep kerzhout war ar plant.
Plinius a gave dezhañ, en e Naturalis istoriae (iv.35 ha viii.67) e c'halle ar c'hezekenned kaout ebeulien hep skoazell marc'h. Hellaziz a grede edo Boreas o chom e Trakia.
Tad e oa Boreas
- da zaou vab: Zetes ha Kalais, a oa e-touez an Argonaoted.
- da ziv verc'h: C'hione ha Kleopatra.
Diwezhatoc'h e oa bet kaoz eus Boreas evel tad Boutes ha Lykourgos (diwar mammoù disheñvel), hag evel serc'h d'an nimfenn Pitys.