Marc'h

loen bras pevarzroadek
Marc'h

Equus caballus
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Perissodactyla
Kerentiad : Equidae
Genad : Equus
Anv skiantel
Equus caballus
Linnaeus, 1758
Spesadoù all :

Equus asinus : azen

Equus grevyi : roudenneg Grévy

Equus przewalskii : marc'h Przewalski

Equus quagga : roudenneg ar stepennoù

D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hezeg zo loened bras pevarzroadek implijet a bell zo evit dougen tud pe traoù, pe evit stlejañ kargoù ponner en Europa hag e kornioù all eus ar bed. Ur marc'h a vez graet eus ar par, ur gazeg eus ar barez.

Ur gazeg o c'haloupat – Blizhadur gant Eadweard Muybridge (1887)
Polis saoz war-varc'h

Doare skiantel kemmañ

Equus caballus eo an anv skiantel a vez graet eus ar bronneg unkarnek-se, eus genad al loened-kezeg.

Doñvaet eo bet a-gozh (d'an nebeutañ abaoe 4 000 bloaz) gant an dud : implijet e vez er gounezerezh, en dougerezh, evit an diduamant, evit krogadoù e sport ar marc'hegerezh, hag evit bezañ debret. En istor, betek an Eil brezel-bed d'an nebeutañ, e servije ar c'hezeg da loened-brezel, hag implijet e vezont c'hoazh e broioù 'zo gant ar polis.

Yezhadur ha liester kemmañ

  • Kezeg eo liester ordinal ar ger marc'h, met er c'hantvedoù tremen ez eus bet implijet liesterioù all evel merc'h, mirc'hi, mirc'hed, ha mirc'hien evit al loen par.
  • Marc'hoù eo al liester evit an traoù.
  • Kezekenned ha kezegenned evit ar parezed.

Roñse ha jav (chav) a vez implijet un tamm dre holl, met dreist-holl e Bro-Wened hag e Kreiz Breizh, ha gerioù hollek o ster int.

Gant aneval e vez graet ivez.

Diwar-benn ar marc'h kemmañ

  • An eal pe ar bouch eo an ebeulig.
  • Blev ar marc'h a vez graet reun anezho ha moue (pe moueñ) eus ar blev war e gilpenn ha laez e c'houzoug.
  • Ebeuliañ pe ealiñ a ra ar gazeg (a-wechou treiñ, pa dro an ebeul pa vez o tont er-maez).
  • Marc'h-gouennañ pe marc'h sailher a reer eus ur marc'h kalloc'h (pe : anterin) pe ur marc'h-servij, a-wechoù un tarv-marc'h.
  • Pa'z a war-raok ur marc'h dre sevel an daou bav war ar memes kostez ez a d'ar paz inkane.
  • Re vihan ar marc'h eo an ebeul hag an ebeulez.
  • Un inkane a zo ul loen-kezeg bihan evit an dimezelled. Gwelout ar ganaouenn an inkane gwenn.
  • Ur marc'h reizh a zo aes da ren, ur marc'h amjestr a zo diaes da ren.
  • Ur marc'h spazhet a zo ur marc'h spazh pe ur marc'h troc'h.
  • Ur marc'h-samm a zoug sammoù.
  • Ur marc'h-tenn a sach war un arar, pe war ur c'harr, a vez sterniet.
  • Ur marc'h-limon.
  • Ur marc'h skoemp pe skeudik a vez spontet aes.

Arouez kemmañ

Arouez an nerzh eo ar marc'h.

  • Kafe marc'h: kafe kreñv.
  • Labourat evel ur marc'h: labourat kalz ha kalet.
  • Ur marc'h-labour: un den a labour kalz.

Geriaoueg kemmañ

Un toullad mat a c'herioù deveret zo.

Diwar anv al loen
Loened
Traoù damhañval ouzh ur marc'h

Graet e vez marc'h ivez eus binvioù zo, graet evit dougen traoù a bep seurt.

Troiennoù kemmañ

  • Bezañ ar marc’h, marc’h Hamon, (o vale) etre daou zen: bezañ gwarizi etreze.
  • Bezañ pennek evel ur marc’h-koad.
  • Debriñ evel ur marc’h : evel ur pemoc'h, ur porc’hell, tri forc’hell.
  • Kaout c’hoant da gaout ar marc’h hag an arc’hant (hag arc’hant ar marc’h) : kaout c'hoant da gaout pep tra.
  • Koll ar marc’h hag ar c’habestr: koll pep tra.
  • Labourat evel ur marc’h : labourat kalet.
  • Lakaat ur marc’h er stern : sterniañ anezhañ ouzh ur c'harr.
  • Mont war varc’h, war marc’h Hamon, war gein ar marc’h (rous, ruz) ouzh ub: heñveldra.
  • Sevel war lost ar marc’h : a-drek un den, war ur marc'h.

Lavaroù ha krennlavaroù kemmañ

  • A bep liv, marc’h mat / A bep bro, tud vat.
  • Ar marc'h a reud ouzh ar c'hentroù / A ra gaou bras ouzh e gostoù.
  • Ar marc’h a sach a vez hopet warnañ.
  • Ar marc’h a-raok a vez lavaret « Yao » dezhañ.
  • Arabat klask kaout ar marc’h hag an arc’hant.
  • Arabat mont primoc’h eget ar marc’h hon doug, amzer zo.
  • Biskoazh kemend-all ! Pevar lagad d’ar marc’h dall !, da verkañ ar souezh.
  • « Deomp adarre » en deus lazhet meur a varc’h a vez lavaret da respont da unan en deus lavaret « Deomp adarre », evit lakaat an dud da adkregiñ gant al labour.
  • Lagad ar mestr a lard ar marc'h / Hag a laka ed da gouezhañ en arc'h.
  • Meur a varc’h mat zo marvet o vont adarre.
  • Ne dalv ket ar boan sutal Pa ne fell ket d’ar marc’h staotal.
  • N’eo ket ar c’herc’h ar muiañ gonezet an hini a ra ar muiañ a vad d’ar marc’h.
  • N’eo ket ar marc’h a c’hounez e gerc’h / A zebr anezho bep gwech (pe : war-lerc’h).
  • N’eo ket diouzh ar vent e vez prenet ar marc’h.
  • N’eo ket gwellaat a ra ar marc’h pa vez ret e varc’hegezh re alies.

Pennadoù kar kemmañ


Sellit ouzh ar ger Marc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.