Karr
Karr (karroù pe kirri el liester) zo ur ger brezhonek a vez graet eus meur a dra. Dre vras eo ur c'harbed, ur rod pe muioc'h dezhañ, da sachañ pe da zougen traoù pe tud.
Disheñvelet e vez ar c'hirri hervez o ment, pe niver ar rodoù warne, niver ar brec'hioù outo, pe an doare da sachañ anezho.
Sachet e vezont gant loened peurvuiañ, kezeg pe ejened dreist-holl, ezen, chas pe loened all a-wechoù ivez zoken. A-wechoù avat e vezont sachet gant tud, evel ar garrigell. Abaoe diwezh an XIXvet kantved ez eus kirri sachet gant keflusker dre enleskiñ, a vez graet kirri-tan pe kirri-dre-dan anezho, abalamour ma tevont treloskoù kondon.
Karroù a bep seurt
kemmañ- Karr-argad
- Karr-biskoulenn
- Karrigell, anvet "karr-bout" ivez
- Karr-boutin
- Karr-kañv
- Karr-nezañ, n'eo ket ur c'harr, nag ur c'harbed
- Karr-nij
Gerioù deveret
kemmañ- Ur marc'h-karr, pe ur vatezh-karr zo binvioù da zougen brec'hioù ar c'harr.
Skeudennoù
kemmañ-
Ur c'harr er Cevenas.
-
Ur c'harr hag un denn e Santiago de Cuba, e Cuba.
-
Ur rod prenn rezennaouet ha kelc'hiet gant houarn.
-
Karr koad en Aostralia.
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh. |