Ebeul
Un ebeul (ebeulien el liester), pe un ebeulez (ebeulezed), a vez graet eus hini bihan ar gazeg.
- Betek 6 miz e vez graet eal anezhañ a-wechoù, hag ivez bouch, pokiol ha chemp(ig).
- Ebeul-gourbloaz a vez graet anezhañ war-lerc'h 12 miz (yearling e saozneg).
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8d/Poulain_ardennais_02.jpg/220px-Poulain_ardennais_02.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/bc/SackOTatersPony.jpg/150px-SackOTatersPony.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5b/PrzewalskisHorseFoal.jpg/220px-PrzewalskisHorseFoal.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/41/Poulain_de_race_ardennaise_1.jpg/220px-Poulain_de_race_ardennaise_1.jpg)
Douget e vez an ebeul gant e vamm e-pad 11 miz. Buan e vez ganet an ebeulien, aliesoc'h diouzh an noz. Gallout a ra an ebeul chom en e sav un eur war-lerc'h ma vez ganet, trotal a-benn un nebeud eurvezhioù, ha galoupat a-benn un devezh. Hir eo e bavioù, ha ne greskont ket kalz : 90% eus o ment o devez pa vez ganet an ebeul.
Loen all
kemmañ- Un evn eo an ebeul-koad, a vez graet kazeg-koad, pe "marc'h-koad" anezhañ ivez.
A bep seurt
kemmañKenwerzh
kemmañUn ebeul a vez gwelet war ar pakadoù ha boestadoù chokolad Poulain, krouet en 1848 gant Victor Auguste Poulain e Blois, e Bro-C'hall.
Levrlennadur
kemmañ- Lyons, John and Jennifer J. Denison. Bringing Up Baby. Primedia Enthusiast Publications, 2002. ISBN 1-929164-12-2. Doareoù da c'hourdonañ ur gazeg, adalek an deizioù kentañ betek an oad d'e varc'hekaat.
- Miller, Robert M. Imprint Training of the Newborn Foal. Western Horseman Books, 2003. ISBN 1-58574-666-5 Displeget ennañ pegen a-bouez eo gourdonañ un ebeul abred.