Un inkane a zo, pe a oa, ul loen-kezeg bihan, ur gazeg kentoc'h, sioul ha reizh, aes mont warni, dizañjer, evit an dimezelled. Dont a ra ar ger eus ar ger gallek kozh haquenée moarvat, nemet e vije eus ar stumm saoznek hackney.

Ur marc'h kalloc'h Hackney.

Orin ar ger kemmañ

Diasur eo orin ar ger. Hervez lod e teufe ar ger gallek eus ur ger saoznek kozh, hackney, hervez lod all e teufe ar ger saoznek hackney eus ur ger gallek kozh.

  • Dont a rafe ar ger gallek haquenée eus ar ger saoznek hackney, kazeg desket da gerzhout, a vije e orin en ur vourc'hadenn anvet Hackney er reter da Londrez, brudet ar c'hezeg savet eno.
  • Gallaoued zo a gont e teu an anv eus Normaned anvet Haquenée, aet da Vro-Saoz da-heul Gwilherm an Alouber, hag a voe saoznekaet o anv en Hackney.
  • Bezet a vezo, er Grennamzer e oa ur gazeg reizh, a ouenn saoz, krouet war-dro ar bloavezh 1300, a gerzhe plaen, desket dezhi sevel an daou bav war ar memes kostez. Ral e oa an inkaneed, ha ker e koustent evel-just. Klask e veze warne da reiñ d'ar merc'hed a renk uhel.

Pa'z a war-raok ur marc'h dre sevel an daou bav war ar memes kostez ez a d'ar paz inkane.

Hiriv, ur ouenn kemmañ

Ur ouenn kezeg saoz zo anvet "hackney" hiziv. Ur ouenn da sachañ karroñsoù ha da drotal eo. N'int ket evel inkaneed ar Grennamzer eta.

Gwelout kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • The Encyclopedia of Horses & Ponies, gant Tamsin Pickeral, Barnes & Noble Books, ISBN 0-7607-3457-7, p. 311.

Liammoù diavaez kemmañ