Marc'h
| |||
---|---|---|---|
![]() Equus caballus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Perissodactyla | ||
Kerentiad : | Equidae | ||
Genad : | Equus | ||
Anv skiantel | |||
Equus caballus Linnaeus, 1758 | |||
spesadoù all : | |||
Equus asinus : | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hezeg a zo loened bras pevarzroadek implijet a bell zo evit dougen tud pe traoù, pe evit stlejañ kargoù ponner en Europa hag e kornioù all eus ar bed. Ur marc'h a vez graet eus ar par, ur gazeg eus ar barez.
Doare skiantelAozañ
Equus caballus eo an anv skiantel a vez graet eus ar bronneg unkarnek-se, eus genad al loened-kezeg.
Doñvaet eo bet a-gozh (d'an nebeutañ abaoe 4 000 bloaz) gant an dud : implijet e vez er gounezerezh, en dougerezh, evit an diduamant, evit krogadoù e sport ar marc'hegerezh, hag evit bezañ debret. En istor, betek an Eil brezel-bed d'an nebeutañ, e servije ar c'hezeg da loened-brezel, hag implijet e vezont c'hoazh e broioù 'zo gant ar polis.
Yezhadur ha liesterAozañ
- Kezeg eo liester ordinal ar ger marc'h, met er c'hantvedoù tremen ez eus bet implijet liesterioù all evel merc'h, mirc'hi, mirc'hed, ha mirc'hien evit al loen par,
- marc'hoù eo al liester evit an traoù
- kezekenned ha kezegenned evit ar parezed.
Roñse ha jav (chav) a vez implijet un tamm dre holl, met dreist-holl e Bro-Wened hag e Kreiz-Breizh, ha gerioù hollek o ster int.
Gant aneval e vez graet ivez.
Diwar-benn ar marc'hAozañ
- Marc'h-gouennañ pe marc'h sailher a reer eus ur marc'h kalloc'h (pe : anterin) pe ur marc'h-servij, a-wechoù un tarv-marc'h.
- Ur marc'h spazhet a zo ur marc'h spazh pe ur marc'h troc'h.
- Re vihan ar marc'h eo an ebeul hag an ebeulez.
- An eal pe ar bouch eo an ebeulig.
- Ebeuliañ pe ealiñ a ra ar gazeg (a-wechou treiñ, pa dro an ebeul pa vez o tont er-maez).
- Un inkane a zo ul loen-kezeg bihan evit an dimezelled. Gwelout ar ganaouenn an inkane gwenn.
- Pa'z a war-raok ur marc'h dre sevel an daou bav war ar memes kostez ez a d'ar paz inkane.
- Blev ar marc'h a vez graet reun anezho ha moue (pe moueñ) eus ar blev war e gilpenn ha laez e c'houzoug.
- Ur marc'h-limon
- Ur marc'h reizh a zo aes da ren, ur marc'h amjestr a zo diaes da ren.
- Ur marc'h skoemp pe skeudik a vez spontet aes.
- Ur marc'h-tenn a sach war un arar, pe war ur c'harr, a vez sterniet.
- Ur marc'h-samm a zoug sammoù.
ArouezAozañ
Arouez an nerzh eo ar marc'h. Se zo kaoz e lavarer:
- ur marc'h-labour: un den a labour kalz
- labourat evel ur marc'h: labourat kalz ha kalet
- kafe marc'h: kafe kreñv
GeriaouegAozañ
Un toullad mat a c'herioù deveret zo.
Diwar anv al loenAozañ
- Marc'heg ha marc'heger zo tud a ya war varc'h;
- Marc'hegezh ur marc'h a zo mont warnañ.
- Marc'hegezh tud a zo ober vil pe droug dezho.
- marc'hegerezh, marc'hegiezh,
- marc'hekaat, marc'hekadenn,
LoenedAozañ
- marc'h-mor,
- marc'hvran (Corvus corax).
- marc'h-raden
- ar marc'h-koad, anv all an ebeul-koad pe ar gazeg-koad
Traoù damhañval ouzh ur marc'hAozañ
Graet e vez marc'h ivez eus binvioù zo, graet evit dougen traoù a bep seurt:
- Ur marc'h-avel, a vez lakaet war beg tour an ilizoù pe an tier
- Ur marc'h-dor : lakaet e vez nor nor war he marc'hoù.
- A-wechoù e vez divarc'het an nor.
- Ur marc'h-du, anv roet d'ar stlejerez dre burezh a steje bagonioù war un hent-houarn
- Ur marc'h-houarn zo ur benveg da bourmen warnañ a-c'haoliad,
- Ur marc'hhouarner eo an den a ya war ur marc'h-houarn,
- Ar marc'hhouarnerezh eo ar sport.
- Ur marc'h-tan zo ur benveg trouzus da vont da bourmen
- Ar marc'htaner eo an hini a vez ouzh e sturiañ.
- Ur marc'h-koad zo anv meur a venveg
- Ur marc'h-levr,
- ur marc'h-karr: benveg lakaet dindan brec'hioù ur c'harr evit ma chomo a-blaen e-pad ma vezer ouzh e gargañ.
- Ur marc'h-livañ zo ur seurt marc'h-koad.
- Ur marc'h-krampouezh zo ur benveg ma veze lakaet ar c'hrampouezh da yenañ, en amzer ma vezent ledanoc'h evit hiziv ha ral al listri bras a-walc'h d'o lakaat.
- Ur marc'h-nerzh,
- Ur marc'h-plouz,
- Ur marc'h-kañv
TroiennoùAozañ
- Lakaat ur marc’h er stern : sterniañ anezhañ ouzh ur c'harr.
- Bezañ ar marc’h, marc’h Hamon, (o vale) etre daou zen: bezañ gwarizi etreze.
- Mont war varc’h, war marc’h Hamon, war gein ar marc’h (rous, ruz) ouzh ub: heñvel dra
- Bezañ pennek evel ur marc’h-koad
- Debriñ evel ur marc’h: evel ur pemoc’h, ur porc’hell, tri borc’hell.
- Sevel war lost ar marc’h: a-dre ub war ur marc'h.
- Labourat evel ur marc’h: labourat kalet
- Kaout c’hoant da gaout ar marc’h hag an arc’hant (hag arc’hant ar marc’h): kaout c'hoant da gaout pep tra. Arabat klask kaout ar marc’h hag an arc’hant a vez implijet evel krennlavar.
- Koll ar marc’h hag ar c’habestr: koll pep tra.
Lavaroù ha krennlavaroùAozañ
- Biskoazh kemend-all !Pevar lagad d’ar marc’h dall ! Bomm da verkaén ar souezh.
- N’eo ket ar c’herc’h ar muiañ gonezet an hini a ra ar muiañ a vad d’ar marc’h.
- Lagad ar mestr a lard ar marc'h Hag a laka ed da gouezhañ en arc'h.
- A bep liv, marc’h mat A bep bro, tud vat.
- Arabat mont primoc’h eget ar marc’h hon doug. Amzer zo!
- N’eo ket diouzh ar vent e vez prenet ar marc’h.
- Meur a varc’h mat zo marvet o vont adarre.
- « Deomp adarre » en deus lazhet meur a varc’h. A vez lavaret da respont da unan en deus lavaret « Deomp adarre », evit lakaat an dud da adkregiñ gant al labour.
- N’eo ket ar marc’h a c’hounez e gerc’h A zebr anezho bep gwech (pe: war-lerc’h).
- N’eo ket gwellaat a ra ar marc’h pa vez ret e varc’hegezh re alies.
- Ar marc’h a-raok a vez laret « Yao » dezhañ.
- Ar marc’h a sach a vez hopet warnañ.
- Ar marc'h a reud ouzh ar c'hentroù A ra gaou bras ouzh e gostoù.
- Ne dalv ket ar boan sutal Pa ne fell ket d’ar marc’h staotal.