Eadweard James Muybridge (1830-1904) a oa ul luc'hskeudenner saoz a studias an doareoù da lakaat fiñv el luc'hskeudennoù.
Edward James Muggeridge e oa e anv gwirion, a zivizas lakaat er pezh a oa e stumm angl-ha-sakson orin hervezañ.

Eadweard Muybridge

Eadweard Muybridge (1893)
Ganedigezh Edward James Muggeridge
9 a viz Ebrel 1830
Kingston-upon-Thames
Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Marv Eadweard James Muybridge
8 a viz Mae 1904
Kingston-upon-Thames

Broadelezh  Saoz

Micherioù Luc'hskeudenner
Ijinadenner

Oberennoù
pennañ
Horse in motion (1878)
(Luc'hskeudennoù blivet)
• Ar zoopraksiskop (1879)

En e yaouankiz ez eas da vevañ da Stadoù-Unanet Amerika, ma chomas dianav betek 1868, pa voe brudet e luc'hskeudennoù eus Yosemite Valley (Kalifornia) er bed a-bezh.
Kounaet e vez hiziv abalamour d'e labour difraoster war doare al loened d'en em zilec'hiañ, pa rae gant meur a gamera evit luc'hskeudenniñ argerzh an dilec'hiañ-se, hag abalamour d'ar zoopraksiskop a ijinas evit bannañ an argerzh-se war ur skramm : unan eus diorreerion an tresadennoù-bev hag ar sinema e voe ivez neuze.

E Kingston-upon-Thames, e kontelezh Surrey d'ar mare-se hag e Greater London bremañ, e voe ganet Edward James Muggeridge d'an 9 a viz Ebrel 1830, mab d'ar marc'hadour greun ha glaou John Muggeridge hag e wreg Susan. Trizek vloaz e oa pa varvas e dad, e 1843, ha pa gendalc'has e vamm da zelc'her ar stal.

E 1855, d'an oad a 25 bloaz, e tivroas da San Francisco e Kalifornia, a oa an 31 Stad eus Stadoù-Unanet Amerika abaoe an 9 a viz Gwengolo 1850 ; "kêr-benn ar fardadeg war an aour" e oa San Francisco c'hoazh d'ar mare.
Muggridge e oa an anv a zisklêrias pan erruas en SUA, a gemmas e Muygridge kerkent ha staliet.[1]
Gwezher e voe d'an ti-embann saoz London Printing & Publishing Company, hag ul levrier war an dro.

Gwallzarvoud

kemmañ

E 1860, pa vleunie e levrdi e-touez an 40 bennak a oa e kêr San Francisco, e fizias Edward Muygridge e stal da unan eus e dri breudeur a-benn prientiñ ur veaj da Vro-Saoz ma felle dezhañ prenañ levrioù kozh. C'hwitañ war ar vag a reas e San Francisco, hag e miz Gouhere 1860 e kemeras penn an hent gant ur rederig war-du Saint-Louis (Missouri), ma soñje kemer un tren betek New York hag alese tapout ul lestr all en e gasje da Vro-Saoz.[1][2]
Pa oa ar rederig o treuziñ Texas e c'hoarvezas ur gwallzarvoud a lazhas unan eus an dreizhidi hag a c'hloazas an holl re arall ; E. Muygridge a voe strinket eus ar c'harbed, ha taer e stokas e benn ouzh ur roc'hell ; kaset e voe d'un ospital e Fort Smith (Arkansas), ma voe prederiet e-pad tri mizvezh : kollet en devoa e eñvor (eus Fort Smith eo an eñvorennoù koshañ en devoe goude ar gwallzarvoud), dispis e oa e soñjennoù, doubl e weled, gwanaet e skiantoù an tañva hag ar c'hwesha. E miz Here 1860 ez eas da New York, ma voe prederiet c'hoazh e-pad bloaz pe dost kent mont da Vro-Saoz.[1][2]

E Guy's Hospital London e voe prederiet c'hoazh gant ar mezeg meur Sir William Withey Gull (1816-1890), a voe mezeg ar rouanez Victoria diwezhatoc'h. E-kerzh ma oa o tiskuizhañ, etre 1861 ha 1866, e tivizas Edward Muygridge mont war dachenn al luc'hskeudennerezh nevez-c'hanet. Diwar ali e vezeg e reas kement-se, war a zisklêrias diwezhatoc'h.[2] Deskiñ an troioù-micher a reas neuze, tra ma vreoue div ijinadenn : un doare nevez da voullañ skeudennoù, hag ur gannerez dilhad.[2]

Micher nevez

kemmañ
 
E Yosemite Valley, 1872

Ul luc'hskeudenner a-vicher e oa E. Muygridge pa zistroas da San Francisco e 1867. Da neuze e kemmas e anv adarre, ha Muybridge eo an anv a zisklêrias betek diwezh e vuhez.
Buan e c'hounezas brud dre e boltredoù hag e luc'hskeudennoù eus gweledvaoù ha savadurioù heverk : gwerzhet e vezent e meur a stal e San Francisco. Ur gambr zu heloc'h a reas diwar ur garrigell skañv, hag e 1868 e reas berzh gant e luc'hskeudennoù eus Yosemite Valley hag eus lec'hioù all e kornôg ar Stadoù-Unanet. Helios e oa ar sinadur a lakae war e oberennoù[3].

E 1868 ivez e veajas Edward Muybridge betek Alaska, unan eus tiriadoù nevez SUA bet prenet digant Rusia e 1867. Eno e luc'hskeudennas ar poblad Tinglit ha gweledvaoù evit gouarnamant ar Stadoù-Unanet.
E 1871 e voe goulennet digantañ luc'hskeudenniñ tourioù-tan aodoù kornogel an SUA, ar pezh a reas eus miz Meurzh betek miz Gouhere war bourzh al lestr-trezalc'h Shubrick evit $20 dre zevezh[4].

Eus 1870 betek 1871 e luc'hskeudennas pazenn-ha-pazenn savadur Ti ar Moneiz nevez San Francisco[5].

  • E 1878 e reas E. Muybridge 13 luc'hskeudenn eus San Francisco, a strobas evit sevel ur skeudenn amedrec'h eus kêr[6].

Studiañ ar fiñvoù, ha prosez

kemmañ
 
The Horse in Motion, 1878
 
Sallie Gardner o c'haloupat
19 a viz Mezheven 1878, Palo Alto

E 1872 e voe goulennet digant E. Muybridge diskoulmañ ur gudenn a oa diouzh ar c'hiz e metoù ar redadegoù kezeg : hag a-us an douar e vez pevar zroad ur marc'h e-kerzh ma vez o trotal pe o c'haloupat ? Dic'houest eo lagad mab-den da c'houzout, setu e soñjas da Leland Stanford, a oa perc'henn war gezeg-red, e c'hallje goprañ al luc'hskeudenner meur evit reiñ ur respont diarvarus.
E 1872 end-eeun en e roas E. Muybridge, dre c'hinenn ul luc'hskeudenn hepken : ar marc'h Occident o plaviñ a-us al leur e-kerzh ma oa o trotal.

E 1872 ivez, d'an oad a 42 vloaz, e timezas Edward Muybridge gant Flora Shallcross Stone, a oa 21 bloaz. E 1874 e voe ganet ur mab, Floredo Helios Muybridge.
Seizh miz goude e verzas al luc'hskeudenner e c'halle unan eus mignoned e wreg bout tad gwirion Floredo Helios ; d'ar 17 a viz Here 1874 e lazhas an den, e voe harzet ha bac'het e San Francisco[7].
Prosez a voe, ma voe tamallet E. Muybridge bout ur muntrer. E alvokad a vreutaas ar follentez en abeg da wallzarvoud 1860. Meur a zen a anaveze an tamallad kent ha goude ar walldro a gadarnaas ur c'hemm bras en e bersonelezh, eus dreistdonezonet ha plijus da zistabil ha distrewat ; E. Muybridge e-unan a lavaras en devoe raksoñjet al lazhadenn. Dilezet e voe ar follentez gant ar varnerion, met didamallet e voe al luc'hskeudenner ganto e 1875 en abeg ma oa "kantreizhadus" an denlazh[8].
Dilezet e voe an enklaskoù war ar c'hezeg e-pad ar prosez, met kendelc'her a reas L. Stanford d'e c'hoprañ, ha gantañ e oa bet graet war-dro an difenn.[2].

Goude ar prosez ez eas E. Muybridge da labourat e-pad nav mizvezh e Suamerika (Mec'hiko ha Guatemala pergen), ma reas luc'hskeudennoù evit brudañ ar gompagnunezh Union Pacific Railroad perc'hennet gant L. Stanford ha ma sinas e oberennoù Eduardo Santiago Muybridge[9].

Broudet gant L. Stanford e kendalc'has al luc'hskeudenner gant al labour, dre wellaat tizh e vinvioù pergen. E 1878 e teuas a-benn da sonnañ ur marc'h o trotal, a pezh a voe diskouezet war golo ar gelaouenn Scientific American deiziadet 18 a viz Here 1878[10].
Er bed a-bezh e voe brudet labour E. Muybridge neuze, pa voe merzet e oa faziet an dreserion abaoe milvedoù.

Peogwir e felle da L. Stanford ma vije studiet ur marc'h o c'haloupat e voe graet d'ar 15 a viz Mezheven 1878 en e atant e Palo Alto.
E. Muybridge a stalias a-steud un dousennad kameraoù a-hed ar roudenn ma voe lakaet ar gazeg Sallie Gardner da c'haloupat. Pep stign a voe delanket gant ur gordenn a rede a venveg da venveg. Goude-se ez eilas pep skeudenn war ur gantenn a lakaas en un ardivink en devoa ijinet a-ratozh, ar zoopraksiskop, evit ma vije blivet luc'hskeudennoù ar gazeg o redek.
Anat e voe neuze e oa pevar zreid ar gazeg er vann e-kerzh he redadenn, met en un doare disheñvel diouzh ar pezh a oa bet kredet gant an arzourion : n'eo ket pa oa astennet he divesker dirak hag he re a-dreñv war an dro, hogen p'en o dastume dindan he c'hof goude bout sachet gant he favioù a-raok ha kent bountañ war he re a-dreñv.

Studioù all

kemmañ
 
Walking Ostrich
Animal Locomotion, (1899)
 
Nude Blacksmiths Hammering
Animal Locomotion, (1899)

E 1869 e voe digoret an Transcontinental Railroad, ul linenn-houarn a liamme aodoù kornôg ha reter ar Stadoù-Unanet, ha tu a voe da dreuziñ ar Meurvor Atlantel war ar mordreizherioù-dre-vurezh kentañ : aesaet a-galz e voe ar monedone a rae E. Mutbridge etre Kalifornia ha Bro-Saoz a-benn brudañ e labour.
D'an 13 a viz Meurzh 1882 e roas ur brezegenn e Royal Institution London ma tiskouezas e luc'hskeudennoù bannet war ur skramm, kevret gant skeudennoù blivet dre ar zoopraksiskop.
Goude ar veaj-se eo e kemmas e anv-bihan en Eadweard, diwar skouer hini ar roue saoz Eadweard ar Merzher (~962-978, ren 975-978) war bolz-enor kurunidigezh ar roueed saoz e Kingston-upon-Thames.

Trenkañ a reas ar soubenn etre Eadweard Muybridge hag e vignon Leland Stanford e 1882, p'en devoe L. Stanford goulennet digant an doktor Jacob D. B. Stillman skrivañ ul levr diwar-benn The Horse in Motion, a voe embannet e 1882 hep meneg ebet eus anv al luc'hskeudenner[11]. Kompren a reas Eadweard Muybridge neuze ne oa nemet un implijad anezhañ evit L. Stanford.
Dre ma ne oa meneg ebet anezhañ el levr na c'hallas ket al luc'hskeudenner kaout ur yalc'had digant ar Royal Society of Arts evit kendelc'her gant e studiadennoù war ar fiñvoù. Gwashoc'h c'hoazh, tamallet e voe dezhañ bout ur goubreizher pa glaskas embann ur pennad a-zivout an danvez.[2] Ur prosez a reas E. Muybridge da L. Stanford evit ma vije anavezet e wirioù, met koll a reas[9]. Nebeut a skouerennoù eus al levr a voe gwerzhet avat, ha yalc'hadoù all a gavas Eadweard Muybridge evelato ; diwezhatoc'h e voe pedet gant ar Royal Society of Arts da ziskouez e labour.[2]

Goude-se e voe pedet al luc'hskeudenner gant Skol-veur Pennsylvania evit studiañ fiñvoù tud en ur studio bras bet savet er-maez dindan gouloù an Heol, ha fiñvoù al loened e liorzh Philadelphia. Eus 1883 betek 1886 neuze e kemeras tremen 100 000 luc'hskeudenn eus tud en noazh o fiñval evit diskouez jestroù o buhez pemdez, o labour, o sportoù pe c'hoazh o dañsoù, hag eus loened ar zoo. Bewech e veze meur a gamera evit disrannañ ar skeudennoù kent o blivañ dre ar zoopraksiskop[12].
E miz Mezheven 1887 e voe embannet al labour-se e stumm ul levr 20 000 luc'hskeudenn ennañ[13]. Dre al levr-se e voe graet araokadennoù e studi fiñvoù ar sportourion.

Goude e labour evit Skol-veur Pennsylvania e veajas al luc'hskeudenner da-geñver prezegennoù ha diskouezadegoù. E 1893 e voe kinniger Animal Locomotion e Chicago, er Zoopraxographical Hall a voe savet a-ratozh-kaer evit ma c'hallje al luc'hskeudenner diskouez e labour da dud o devoa paeet evit e welet — ar sal sinema genwerzhel gentañ e voe ar Zoopraxographical Hall neuze.

An diwezh

kemmañ

E 1894, d'an oad a 64 bloaz, e tistroas Eadweard Muybridge d'e gêr c'henidik da chom. Kendelc'her gant ar prezegennoù a reas dre Vreizh-Veur a-bezh. Daou vloaz war-lerc'h e tistroas d'ar Stadoù-Unanet a-benn renkañ aferioù arc'hantel ha dastum ginennoù e labour evit Skol-veur Pennsylvania.
Daou levr a embannas gant an danvez-se : Animals in Motion (1899) ha The Human Figure in Motion (1901), a vez adembannet ingal abaoe[14].

D'an 8 a viz Mae 1904 e varvas Eadweard James Muybridge diwar kankr ar raksavenn, e Kingston-upon-Thames. Devet e voe e gorf, ha sebeliet e ludu e Woking e Surrey.
Den ne oar perak ez eus bet skrivet Eadweard Maybridge war e vez[9].

Hêrezh

kemmañ

Gant Eadweard Muybridge e voe adijinet galloudoù teknikel hag arzel ar c'hameraoù, ha dre-se e tiskouezas d'e warlerc'hidi un hent nevez war-du ar fiñv, an amzer hag an egor. E meur a oberenn e kaver levezon labour al luc'hskeudenner hiziv c'hoazh, eus ar sinema betek taolennoù Marcel Duchamp[15], eus taolennoù Francis Bacon (1909-1992) betek ar film The Matrix (1999) ha klip video ar strollad U2 evit o c'hanaouenn Lemon (1993).
Diaes eo hiziv an deiz ijinañ ar bed ma oa E. Muybridge o vevañ ur c'hanvedad zo, p'en deus e labour kemmet penn-da-benn hor merzhout an amzer hag hor bed-ni.

  • Ar Gall Étienne-Jules Marey (1830-1904), war-lerc'h labour E. Muybridge, a voe al luc'hskeudenner kentañ oc'h enrollañ fiñvoù gant ur c'hamera hepken, e 1882, ar pezh a levezonas E. Muybridge d'e dro.
  • Al livour ha luc'hskeudenner amerikan Thomas Eakins (1844-1916) a labouras gant E. Muybridge e 1884 ; e daolenn A May Morning in the Park (1880) a ziskoueze dija doare gwir ar c'hezeg da gerzhet.
  • Ar Skosad William Kennedy Dickson (1860-1935) a ijinas ar c'hentañ kamera da enrollañ filmoù.
  • An Amerikan Thomas Edison (1847-1931) a vreouas kameraoù d'e dro.
  • An ijinour amerikan Harold Eugene Edgerton (1903-1990) a ijinas al luc'hskeudennerezh prim diwar e labour war ar stroboskopiezh.
  • Ar sonaozour amerikan Philip Glass (ganet e 1937) a savas un opera anvet The Photographer (1982), diazezet war eskadennoù prosez E. Muybridge.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 Rebecca Solnit, op.cit.
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 2,5 ha2,6 Arthur P. Shimamura (2002), Muybridge in Motion: Travels in Art, Psychology and Neurology, en History of Photography, levrenn 26, niv. 4, University of Berkeley (en)
  3. James Kaiser (2007), Yosemite: The Complete Guide, Destination Press, ISBN 978-0-9678904-7-0 (en)
  4. Jeffrey Bowdoin (2012), West Coast Lighthouses of the 19th Century, United States Coast Guards History (en)
  5. William A. Bullough (1989), Eadweard Muybridge and The Old San Francisco Mint: Archival Documents as Historical Documents, California History levrenn 68, niv. 1/2, JSTOR (en)
  6. Gwelit-hi amañ.
  7. Robert Barlett Haas (1976), Muybridge : Man in Motion, California University Press, ISBN 978-0-520-02464-9 (en)
  8. Megan Riesz, Did Eadweard J. Muybridge get away with murder ?, er gelaouenn The Christian Science Monitor (09/04/2012) (en)
  9. 9,0 9,1 ha9,2 Brian Clegg, op. cit.
  10. American History (en)
  11. Jacob Davis Babcock Stillman (1882), The Horse in Motion as shown by Instantaneous Photography with a Study on Animal Mechanics founded on Anatomy and the Revelations of the Camera in which is demonstrated the Theory of Quadrupedal Locomotion, adembannet e 2013 e stumm un e-levr gant Biblio.com (en)
  12. Braun, Brookman & Keller, op. cit.
  13. Eadweard Muybridge (1887), Animal Locomotion: an Electro-Photographic Investigation of Connective Phases of Animal Movements, University of Pennsylvania (en)
  14. Gwelit al levrlennadur
  15. Gwelit Nu descendant un escalier (n°1, 1911 & n°2 1912) e Philadelphia Museum of Art (en)

Levrlennadur

kemmañ
  • Eadweard Muybridge (1899), Animals in Motion, ademb. Dover Publications (2007), ISBN 978-0-486-99767-4 (levr + CD-ROM) (en)
  • Eadweard Muybridge (1901), The Human Figure in Motion, ademb. Dover Publications (2007), ISBN 978-0-486-99771-1 (levr + CD-ROM) (en)
  • Georges Sadoul (9vet emb., 1999), Histoire du cinéma mondial des origines à nos jours, Flammarion, ISBN 978-2080602169 (fr)
  • Paul Hill (2001), Eadweard Muybridge, Phaidon, ISBN 978-0-7148-9168-2 (fr)
  • Rebecca Solnit (2003), River of Shadows – Eadweard Muybridge and the Technological Wild West, Viking Adult, ISBN 978-0-670-03176-4 (en)
  • Brian Clegg (2007), The Man Who Stopped Time: The Illuminating Story of Eadweard Muybridge - Pioneer Photographer, Father of the Motion Picture, Murderer, Joseph Henry Press, ISBN 978-0-309-10112-7 (en)
  • Marta Braun, Philip Brookman & Corey Keller (2010), Helios: Eadweard Muybridge in a Time of Change, Steidl, ISBN 978-3-86521-926-8 (en)

Liammoù diavaez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ