Tomatrop
Un tomatrop zo ur c'hoariell a veze diouzh ar c'hiz e Bro-Saoz d'ar mare viktorian ; dreistpad al luc'hsae eo pennaenn ar c'hoariell-se.
Anzavet eo an tromatrop evel unan eus kentidi ar sinema, hag an tresadennoù-bev pergen.
Savet e oa pep tomatrop diwar ur gantenn pe ur gartenn, gant ur skeudenn war an daou du anezhi, a oa staget ouzh daou damm poell. Pa veze lakaet an tammoù poell da droidellañ buan etre ar bizied em em zreistlakae an eil skeudenn ouzh eben da ziskouez ur skeudenn hepken, a zo ur c'henstroll eus an div.
A-douez ar skeudennoù paotañ e oa ur wezenn er goañv diouzh un tu hag an hevelep hini en hañv diouzh an tu all, pe c'hoazh ul labous hag ur gaoued.
Alies e oa ivez un tamm barzhoneg, gant ur werzenn war bep tu.
E 1824 e voe ijinet an tomatrop gant ar mezeg saoz John Ayrton Paris (1785-1856), evit diskouez dreistpad al luc'hsae d'e genseurted er Royal College of Physicians e London[1].
Thaumatrope eo an anv orin, eus ar gerioù henc'hresianek θαῦμα thauma "burzhud" ha τρόπος trôpos "treiñ".
Notennoù
kemmañLiammoù diavaez
kemmañPennadoù kar
kemmañ- Zoetrop (1834)
- Fenakistoskop (1841)
- Folioskop (1868)
- Praksinoskop (1877)
- Zoopraksiskop (1879)
- Elektrotakiskop (1887)
- Mutoskop (1894)