Unan eus ar mekanikoù kentañ bet ijinet a-benn diskouez skeudennoù fiñvus e oa ar mutoskop, a voe breouet d'an 21 a viz Du 1894 gant an Amerikan Herman Casler (1867-1939).
Dreistpad al luc'hsae eo pennaenn ar mutoskop : lakaet e vez un heuliad skeudennoù da zibunañ buan evit reiñ kammzerc'h ar fiñv.
Ne veze ket bannet ar skeudennoù blivet war ur skramm avat : ret e oa d'un den hepken sellet outo dre lagadelloù, ha ne c'halle o gwelet nemet goude bout lakaet ur pezh-moneiz er mekanik. Kenwerzhel dreist-holl e oa ar pal neuze.

Ur mutoskop
Skritell evit ar werzherion (1899)

Eus ar ger latin mutare "kemmañ", hag ar ger henc'hresianek skopein "arselliñ" e teu an anv Mutoscope bet dibabet gant H. Casler ; kement hag "arselliñ kemmoù" e talvezfe.

Arc'hwelerezh

kemmañ
 
Diabarzh ur mutoskop (1896)

Deveret diouzh ar folioskop bet breouet e 1868 e Bro-Saoz eo ar mutoskop. Luc'hskeudennoù a veze diskouezet avat, pa oa tresadennoù en ijinadenn John Barnes Linnett.

Un heuliad luc'hskeudennoù gwenn-ha-du moullet war garton tev ha gweñv, un 850 bennak anezho peurliesañ, a oa staget ouzh ur granenn lakaet war he gant e korf ar mekanik. War-dro 7 x 4,75 cm e oa ment pep kartenn, ha 25 cm treuzkiz ar granenn gwisket a gartennoù.
Ur veniad luc'hskeudennoù hepken a oa e pep mutoskop, an dodenn anezhi o vout diskouezet war ur skritell bet lakaet a-us ar mekanik. War-dro ur vunutenn e pade pep abadenn.

Ret e oa silañ ur pezh-moneiz er mekanik evit e lakaat da vont en-dro : dre dredan e veze luc'het ar skeudennoù, a weled dre lagadelloù, ha gant un dornikell e lakaed al luc'hskeudennoù da zibunañ.
Tu a oa d'an arvalion da c'hoari gant tizh an dibun, gant nebeut a frankiz avat ; ne c'hallent ket astenn ar badelezh dre baouez a dreiñ rak gant fiñv an dornikell o vont war-raok hepken e veze stouet ar c'hartennoù gweñv betek ar c'hogn dereat : pa chome difiñv ar granell ez ae ar skeudennoù diwar wel, ur winterell a lazhe ar gouloù, hag er mekanikoù diwezhañ e kouezhe ur stign dirak al lagadelloù. Tu a oa da dreiñ an dornikell en tu kontrol, hogen ne lakae ket ar skeudennoù da zibunañ a-c'hin.

 
Ur mutoskop
Herne Bay Museum & Gallery

Kenderc'hadur

kemmañ

E miz Kerzu 1895 e voe diazezet ar gompagnunezh American Mutoscope and Biograph Company gant Herman Casler, an ijinadennerion William Kennedy Dickson ha Henry Marvin, kevret gant an nevidour Elias Koopman. Betek 1909 e voe fardet ha gwerzhet mutoskopoù.
Er bloavezhioù 1920 e voe roet aotre d'ar gompagnunezh International Mutoscope Reel Company da kenderc'hañ benioù ha mekanikoù, ar pezh a reas eus 1926 betek 1949.

Remzad

kemmañ

Diouzhtu e voe graet berzh gant ar mutoskop e salioù-c'hoari ar Stadoù-Unanet. Breouioù all evit ar Mutoscope a voe enrollet e Pariz hag e Londrez e 1895, hag e 1897 en hevelep lec'hioù evit kentelioù gwellaet eus ar mekanik[1].

Meur a vekanik gant meur ag abadenn – ha meur a briz goulennet digant an arvalion – a veze staliet er salioù. E-kichen an abadennoù boaziet e voe kinniget buan beniadoù erotek, ar skalfad anezho oc'h en em astenn eus merc'hed atizus (d'ar mare-se) betek pornografiezh kerreizh (d'ar mare-se adarre)[2]. Alies avat e oa titloù an abadennoù atizusoc'h a-galz eget ar pezh a veze diskouezet e gwirionez.

Berzh a reas ar mutoskopoù e Breizh-Veur ivez, ker pell en XXvet kantved ha 1971 : da 15 a viz C'hwevrer ar bloaz-se e voe troet reizhiad ar moneiz da zekrannel er Rouantelezh-Unanet hag en Iwerzhon[3]. Abalamour ma oa re goustus kemmañ gwikefreoù-paeañ ar mutoskopoù e voe distrujet kalz anezho ; lod a voe kaset da Zanmark, ma oa bet lezennekaet ar skeudennoù pornografek d'an 12 a viz Kerzu 1969.

Liammoù diavaez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Flipbook.info (en)
  2. Gwelit Birth of the Pearl, YouTube ha What the Butler Saw!, YouTube (en)
  3. Gwelit Decimal Day (en)

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.