Pornografiezh
Pornografiezh a vez lavaret hiriv eus dafar, skeudennoù, filmoù, levrioù, binvioù, graet evit klask lakaat c'hoantegezhioù revel da sevel en dud. Dont a ra ar ger eus ar gregach: eus ar ger πόρνη («pórnē», «gast») ha γράφειν («gráphein», «skrivañ») gant al lostger -ία (-ía, «stad, perzh»), da lavarout eo «skeudenniñ gisti pe gasterezh » en o labour. En Hellaz kozh avat ne veze ket kaoz eus pornografiezh, ha kentañ ma voe kaoz eus pornografiezh avat a voe er bloavezhioù 1800 hag e galleg da gomz eus gasterezh.
Hiriv ez eus kaoz da skeudenniñ pe filmañ an oberoù revel da vroudaén c'hoantegezhioù an arvester. Hervez an aktourez pornografek Tiffany Hopkins eo « da gentañ un diverrañ-ammzer graet evit an emflourañ.»
Un industriezh zo bet savet en-dro d'ar bornografiezh hag en-dro ez a dre ar genrouedad dreist-holl.
Lezennoù
kemmañAotreet eo ar bornografiezh e broioù zo, berzet e broioù all. Lezennoù a vez da ziwall ar yaouankiz diouzh efedoù ar bornografiezh, ha difennet e vez gwerzhañ embannadurioù zo, pe diskouez skeudennoù zo.
Stad lezennel ar bornographiezh | |||
---|---|---|---|
Yaouankiz
kemmañDiwall ar yaouankizoù diouzh ar bornografiezh a vez graet gant daou soñj disheñvel:
- diwall anezho ouzh gwallc'hoantoù tud vras a c'hallfe ober droug dezho, evel gant an nepiofiliezh, a zo torfed en holl vroioù;
- diwall anezho diouzh gwall levezon ar bornografiezh war o emzalc'h ouzh ar revelezh dre vras, ouzh an dud all dreist-holl, evel en darempredoù feuls etre paotred ha merc'hed.
Filmoù
kemmañUr greanterezh arbennik eo ar filmoù pornografek, gant filmrenerien hag aktourien, ha prizioù bloaziek arbennik ivez.
E 2013 e oa bet lakaet e brezhoneg ur film pornografek evit ar wech kentañ[1].