I Modi (Ar Modoù, anavezet ivez evel Ar 16 Plijadur) a zo ul levr erotek brudet, ha kollet, eus an Azginivelezh italian.

Embannadur orin

kemmañ

Gant an engraver Marcantonio Raimondi e voe krouet an embannadur orin, diazezet ar 16 skeudenn anezhañ, diwar-benn an doareoù-embarañ, war un heuliad livadurioù erotek graet gant Giulio Romano, goulennet gant Frederico II, evit e Palazzo del Te nevez savet e Mantova)[1].

Embannet e voe an engravadurioù gant Raimondi, e 1524, pezh a voe kaoz dezhañ da vout bac'het gant ar pab Klemañs VII ha d'ar skeudennoù da vout distrujet. Evit Romano ne ouie ket diouzh an engravadurioù ken na deuas ar barzh Pietro Aretino da welout ar skeudennoù orin. Ne voe ket prosezet outañ peogwir ne oa ket graet e daolennoù evit bezañ gwelet gant an holl. Aretino neuze a savas 16 sonedenn splann o ster[2] da vont da-heul al livadurioù hag engravadurioù.

Eil embannadur

kemmañ

Eil embannadur I Modi a voe graet e 1527, gant barzhonegoù ha skeudennoù en dro-mañ, ar wech kentañ d'ul levr a'r seurt-se (skrid ha skeudenn erotek war un dro) da vout embannet. Hag adarre e voe tapet gant polis ar pab kement skouerenn a c'halled da dapout. Raimondi avat ne voe ket lakaet er vac'h er wech-se, met bep tro e voe skrapet an holl skouerennoù.

Skouerenn orin ebet ne chomas eus an embannadur-se, war-bouez tammoù a zo er British Museum, ha div skouerenn eus ar skeudenn 1.A, marteze graet dre laer[3], ur skouerenn gant skeudennoù koadengravet, moulet e Venezia e 1550[4] a voe dizoloet e 1920, hag ennañ 15 eus ar 16 skeudenn

Daoust da goll skouerennoù orin Raimondi, e seblant sur e chomas un dastumad klok betek dibenn ar XVIvet kantved.

Chom a ra ivez skridoù Aretino.

Embannadurioù all

kemmañ

Un heuliad nevez a engravadurioù diwar-benn an doareoù-embarañ a voe savet gant Camillo Procaccini[5] pe moarvat kentoc'h gant Agostino Carracci evit un embannadur nevez eus barzhonegoù Aretino[6],[7]

 
Karantezioù an Doueed , gant Annibale Carracci

Taolennoù

kemmañ

Notenn: War-lerc'h an XVIIIvet kantved eo e voe graet ar mouladurioù-mañ, adkrouet diwar ar re orin.

Skeudenn Niverenn Titl Par Parez Doare-embarañ Notennoù
  1 Venus Genetrix - Gwener - Disvlev moudenn Gwener
  2 Paris ha Oenone Paris Oenone Gar etre an divhar, gwaz war-benn
  3 Angelique ha Medor (tudennoù eus Roland, gant Lully) Medor Angelique Doare ar paotr-saout, invertido
  4 Ar Satir hag an Nimfenn Satir Nimfenn Stumm ar misioner (gwaz war-benn hag en e sav, maouez en he gourvez)
  5 Julia gant un atlet un atlet Julia (merc'h Augustus) doare ar paotr-saout, (maouez en he sav ) Maouez o sikour ar c'halc'h
  6 Herkul ha Dejaneira Herkul Dejaneira Gwaz en e sav, gwreg a-istribilh outañ, harp war e vorzhed, he divc'har war e zivskoaz
  7 Meurzh ha Gwener Meuzh (doue) Gwener (doueez) misioner
  8 Doare Priapos (gwaz en e sav, maouez en he c'hoazez)
  9 Marco António Cleópatra
  10 Dioniso Ariadne pular carniça
  11 Polyenos Criseida
  12 Satir gant e wreg Satir Satirez Misioner (gwaz en e sav, maouez en he c'hoazez))
  13 Jupiter ha Junon Jupiter Junon
  14 Messalina e lochenn 'Lisica' pratik en ur fouzhlec'h Messalina Misioner
  15 Aquiles ha Briseis Akilles Briseis
  16 Ovidius ha Corinna Ovidius Corinna Misioner (gwaz war-benn)
  17 Eneias Didon
  18 Alkibiades ha Glykera Alkibiades Glykera Gwaz en e sav, gwreg en he gourvez, savet he gar lakaet war skoaz ar gour Troad ar gwaz war ur skabellig, da vezañ uhel a-walc'h
  19 Pandora Epimeteüs Pandora Gar ar gour e gaol ar wreg Satir o klask kemer perzh

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. I Modi : the sixteen pleasures : an erotic album of the Italian renaissance / Giulio Romano ... [et al.] Northwestern University Press, 1988. ISBN 0-7206-0724-8
  2. Da skouer: "en ho c'hwil hag en ho penn a-dreñv e vin lakaet gant ma c'hog da vout evurus ha te evurus ha laouen
  3. Max Sander, a zizoloas al levr, a gav gantañ ez eo ur skouerenn eus embannadur orin 1527; met dizemglev zo e-touez al lenneien. Gwelout A History of Erotic Literature, P.J. Kearney, Macmillan 1982.
  4. perc'hennet goude gant Toscanini, bremañ en un dastumad prevez
  5. Francis Haskell, Taste and the Antique, (ISBN 0-300-02641-2).
  6. Erotica in Art - Agostino Carracci in the "History of Art"
  7. IRONIE, article on Carracci's engravings (in French)