Azginivelezh italian

An Azginivelezh italian eo an anv roet d’ur marevezh istorel a grogas er XVvet kantved en Italia, bro orin ar "Rinascimento" (an anv italianek hiziv), hag a voe orin prantad an Azginivelezh a badas a-hed ar XVIvet kantved en Europa penn-da-benn.

Leonardo da Vinci, un den eus an Azginivelezh italian .

Un torkad pennadoù zo diwar-benn an danvez-se, re all zo war sevel.


Orin an anv

kemmañ

Ne ouie ket tud an Azginivelezh e oant o vevañ er mare-se pa n'eus anv ebet anezhañ a-raok an XVIIIvet kantved. Da gentañ e voe kaoz gant Giorgio Vassari eus rinascita. Goude e voe anv eus Renaissance e Geriadur gallek an Akademiezh c'hall e 1718. Adkavout a reer ar ger en ur skrid gant Honoré de Balzac, e 1830, Bal de Sceaux. Michelet an hini a reas gant ar ger en ul levr istor, an hini a skrivas e 1855 diwar-benn istor Bro-C'hall er XVIvet kantved. E 1860 e teuas an anv gallek Renaissance da vout ur ger etrebroadel pa voe implijet gant an istorour suis Jakob Bürckhardt en e levr Die Kultur der Renaissance in Italien. E 1875 e voe lakaet ar ger en Dictionnaire universel (levrenn XX), gant Pierre Larousse. Implijet e vez ar ger gallek e saozneg hag alamaneg. Troet eo bet en italianeg ma komzer bremañ eus rinascenza pe rinascimento. E geriadur Vallée ez eus anv eus Azganedigezh. Abaoe ar bloavezhioù 1950 e vez lavaret Azginivelezh, diwar ar ger Ginivelezh, implijet da gomz eus ganedigezh ar Mabig Jezuz.

Ster an anv

kemmañ

Ouzhpenn ul luskad arzel ha lennegel e oa an Azginivelezh hervez Michelet ha Bürckhardt. Un emdroadur eus ar sevenadur eo, a denn d'ar politikerezh, d'an teknikoù, d'ar spered, d'an ideologiezh. Marevezh ar Stad evel krouidigezh arzel, diorroadur an den-hinienn, dizoloadur an den evel hinienn, hervez titloù rannoù oberenn an istorour suis.

Pennadoù

kemmañ
 
Dante Alighieri, poltredet gant Sandro Botticelli.