Digeriñ al lañser pennañ
Emboltred tennet eus Azeuladenn an Tri Roue, 1475, iliz Santa Maria Novella, Galleria degli Uffizi, Firenze.

Alessandro di Mariano di Vanni Filipepi, anavezet evel Sandro Botticelli (abalamour ma tenne e gorf d'ur varrikenn), a oa ul livour italian eus ar XVvet ha XVIvet kantved, eus Firenze, ganet d'ar 1añ a viz Meurzh 1445, ha marvet d'ar 17 a viz Mae 1510. Unan eus arzourien brudetañ an Azginivelezh italian eo, eus ar c'h-Quattrocento peurgetket.

Diskleriet eo bet ar marevezh-se gant Giorgio Vasari evel un "oadvezh aour", evel ma lavar e penn-kentañ e levrd diwar-benn buhez Botticelli.

Oberennoù an arzour, evel Ganedigezh Gwener ha Nevezamzer, a zo brudet dre ar bed a-bezh, ha skouerioù eus arz Firenze.

Taolenn

BuhezAozañ

Ganet e oa e Firenze, ha deskiñ a reas ar vicher a orfebour. Goude e labouras gant Filippo Lippi a oa gant ur murlivadur en ur gouent. Bras e voe levezon Lippi war Botticelli.

 
La Primavera (1478): arouez an Azginivelezh eo al livadur, goulennet evit lakaat e palez Pierfrancesco de' Medici. A-gleiz da zehoù: Merc'her, ar C'haritezed, Gwener, Flora, C'hloris, Zefiros.

A-benn 1470 e oa digoret gant Botticelli e stal-labour dezhañ e-unan.

Levezonet e voe ivez gant ar vreudeur Pollaiuolo, a oa o livañ ar Vertuzioù en ul lez-varn, ha Botticelli a reas unan anezho. Deskiñ a reas ivez gant Andrea del Verrocchio, ha labourat a reas ur pennadig gant Leonardo da Vinci.

Lorenzo de' Medici a gavas implij d'e zonezonoù. Evitañ e livas Ganedigezh Gwener a oa e kenkiz ar priñs. War vihanaat ez eas e vrud goude e varv, met dizoloet e voe e oberenn en-dro e dibenn an XIXvet kantved. Abaoe e vez gwelet evel ur skouer eus kened linennoù liverezh an Azginivelezh kentañ. Hiziv n'eus ket taolennoù brudetoc'h eget e livadurioù Ganedigezh Gwener ha La primavera e-touez pennoberennoù Firenze.

E vuhezAozañ

YaouankizAozañ

Ganet e oa e Firenze, en un tiegezh tud izel, e fabourzh Ognissanti (an Hollsent), hag eñ pevarvet ha diwezhañ bugel Mariano di Vanni di Amedeo Filipepi, hag e wreg Smeralda. Er barrez-se ivez an tiegezh Vespucci, tud nes d'an tiegezh Medici, galloudusañ tiegezh Firenze.

25 bloaz e oa Giovanni, ar breur henañ, pa voe ganet Sandro, ha krediñ a reer ec'h advabas e vreur bihan hag en desavas. Giovanni a oa lesanvet Botticello ("tonellig"), met n'ouzer ket ha dleet e oa da stumm e gof pe d'e zoug d'ar gwin.

N'eas ket da zarbarer a-raok e bevarzek vloaz, moarvat abalamour ma voe roet dezhañ un deskadurezh hag a oa brasoc'h evit hini arzourien all ar Renacimiento. Hervez Vasari, e voe kentañ darbarer orfebour gant e vreur Antonio (en 1458). War e c'houlenn e voe laosket gant e dad da vont da labourat gant Fra Filippo Lippi en Prato (adalek 1464 betek 1467). Levezon hennezh eo a voe ar brasañ war Botticelli:

OberennoùAozañ

Etre 150 ha 180 taolenn zo bet graet gant Botticelli [1]. Livet en deus kalz taolennoù relijiel kenkoulz ha re awenet gant mojennoù an Henamzer. Hag ivez un toullad poltredoù eus e harperion, disheñvel-mat diouzh kened, kevrin, sklerijenn ha spered e oberennoù all.

Ar mirdi zo ennañ ar muiañ eus e daolennoù eo hini an Uffizi e Firenze (Italia), ma kaver an oberennoù brudetañ er salioù 10-14[2]. Estreget eno e kaver oberennoù a zindan e zorn avat.

  • Crocifissione mistica, 1497 ca, tempera war lien, 73,5 x 50,8 cm, Cambridge, University of Harvard, Fogg Art Museum.
  • San Gerolamo, 1498-1505, tempera war lien, 44,5 x 26 cm, San Pietroburgo, Ermitage.
  • San Domenico, 1498-1505, tempera war lien, 44,5 x 26 cm, San Pietroburgo, Ermitage.
  • Cristo coronato di spine, 1500 ca, tempera war goad, 47,6 x 32,3 cm, Bergamo, Accademia Carrara.
  • Madonna con Bambino e san Giovanni Battista, 1500 ca, tempera war goad, 123,8 x 84,4 cm, Boston, Museum of Fine Arts.
  • Trasfigurazione con i santi Gerolamo e Agostino, 1500 ca, tempera war goad, 27,5 x 35,5 cm, Roma, Galleria Pallavicini.
  • Orazione nell'orto, 1500 ca, tempera war goad, 53 x 35 cm, Granada, Museo de la Capilla Real.
  • Adorazione del Bambino, 1500 ca, tempera war goad, Raleigh, North Carolina Museum of Art.
  • Adorazione del Bambino, 1500 ca, olio war goad, Houston, Museum of Fine Arts.
  • Adorazione dei Magi, 1500 ca, tempera war goad, 108 x 173 cm, Firenze, Galleria degli Uffizi.
  • Natività mistica, 1501, tempera war lien, 108,5 x 75 cm, Londrez, National Gallery.

NotennoùAozañ

  1. Carrassat, p. 41
  2. Guía visual de Italia, Aguilar, 1997. ISBN 84-03-59439-9

Liammoù diabarzhAozañ

LennadurezhAozañ

  • "Botticelli", Los grandes genios del arte, n.º 29, Eileen Romano (dir.), Unidad Editorial, S.A., 2005, ISBN 84-89780-97-8
  • Bacci, M., "Boticelli", en el Diccionario Larousse de la pintura, tomo I, Editorial Planeta-De Agostini, S.A., 1987. ISBN 84-395-0649-X.
  • Carrassat, P.F.R., Maestros de la pintura, Spes Editorial, S.L., 2005. ISBN 84-8332-597-7
  • Pijoán, J., "Botticelli" (1950), Summa Artis, Antología, vol. V: La época del Renacimiento en Europa, Espasa, 2004. ISBN (obra completa) 84-670-1351-6.
  • Knackfuss H., Monographs On Artists, VI. Botticelli por Ernst Steinman, trad. al inglés por Campbell Dodgson, Nueva York, Lemcke & Huachner, 1901, Pg. 112.
  • Lightbown, R., Sandro Botticelli: Life and Work, 1989
  • Ullman, H., Sandro Botticelli, 1893
  • Yashiro, Y., Sandro Botticelli and the Florentine Renaissance, 1929
  • The New Encyclopaedia Britannica, Macropaedia, Vol. 2, 1991, Pág. 413-14.
  • New York Times, Life of Botticelli, 19 de noviembre de 1904, pág. BR783.
  • Da Vinci Declassified, documental de The Learning Channel, 2006
  • Giorgio Vasari. Vite de' più eccellenti architetti, pittori, et scultori italiani, da Cimabue insino a' tempi nostri. 1568

Liamm diavaezAozañ


Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.