Firenze
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Firenze a zo ur gêr ag Italia, kêrbenn Toskana ha pennlec'h he froviñs (417 386 annezad). En Italianeg ez eo anvet "Firenze" [fiˈrɛntse] ("Fiorenza" zo ur stumm dispredet), hag e latin : "Florentia"). Bet eo bet kêrbenn gentañ Italia pa oa bet unanet ar vro en ur rouantelezh e 1865. Brudet-tre eo Firenze diwar ar monumantoù hag an oberennoù-arz savet e-pad an Azginivelezh a zo bet gwelet an elfennoù kentañ enni.
Firenze | |
---|---|
En argant e flourdilizenn Firenze en gul | |
Ponte Vecchio, ar Pont kozh | |
Riez | Italia |
Rannvro | Toskana |
Kod post | 50 100 |
Kod pellgomz | (39) 55 |
Maer | Dario Nardella (PD) (2014) |
Gorread | 102 km² |
Hed | 11° 15′ 0′′ R |
Led | 43° 47′ 0′′ N |
Uhelder | keitat: 50m |
Poblañs hep kontoù doubl |
368 059 (2004) |
Stankter | 3 453 a./km² |
Istor
kemmañKrouet eo bet Firenze (latin : Florentia) gant ar Romaned e 59 kent Jezuz-Krist, war riblennoù ar stêr Arno. Betek an XIIvet kantved, ne oa nemet ur gêriadenn ha da c'houde eo bet kresket e nerzhioù armerzhel gant ar c'henwerzh hag ar gwiaderezh ken e teuas pinvidik-tre er XVvet ha er XVIvet kantved. Ur republik vihan evel ma oa kalz anezho en Italia eo bet er Grennamzer, met e 1539 e voe krouet dugelezh-veur Toskana, Firenze e gêrbenn. An duged-veur eus an tiegezh Medici, ar re-se ar pennoù uhelañ goude 1434, o-deus dispignet kalz evit ma vo savet oberennoù arzel eus ar re gaerañ. E-touez savadurioù pennann ar gêr emañ iliz San Miniato al Monte (1018), iliz Santa Maria Novella, iliz Santa Croce (ar Groaz Santel), Iliz-Veur Santez Maria ar Bleunioù (il Duomo, ur goupolenn ijinet gant ar savour Filippo Brunelleschi) warni. E pep korn a'r gêr e c'heller gwelout oberennoù-arz Giotto, Donatello, Fra Angelico, Cimabue, Piero della Francesca ha Michelangelo Buonarotti.
War vihanaat e oa aet pouez Firenze betek mare unanidigezh ar riez italiat ha pa oa deuet Roma da vezann kêrbenn Italia e 1870. Sez Levraoueg vroadel Italia a zo chomet enni.
Tud dibar
kemmañ- Dante Alighieri
- Bocaccio
- Ken Laszlo
- Lorenzo de' Medici (1449-1492), den a stad
- Amerigo Vespucci (1454 e-kichen Firenze, 1512), merdeer
- Leonardo Da Vinci (1452-1519), livour, ijinour, gouizieg
- Niccolò Machiavelli (1469-1527), denelour
Gevelladennoù
kemmañEchedourien ganet e Firenze
kemmañ- Clarice Benini, mestrc'hoarierez echedoù,
- Sergio Mariotti, mestrc'hoarier echedoù,
- Stefano Rosselli del Turco, mestrc'hoarier echedoù.
Daveoù
kemmañ- ↑ Patto di amicizia tra la città di Arequipa e la città di Firenze [Firenze - Arequipa]
- ↑ Avventure nel Mondo - Centro di Documentazione
- ↑ ::Bethlehem Municipality::. www.bethlehem-city.org. Kavet : 10 October 2009.
- ↑ 'Dresden - Partner Cities'. Landeshauptstadt Dresden. Kavet : 29 December 2008.
- ↑ Kyoto City Web / Data Box / Sister Cities. www.city.kyoto.jp. Kavet : 14 January 2010.
- ↑ Malmö stads vänortssamarbete (Swedish). © 2004-2009 Malmö stad, 205 80 Malmö, Organisationsnummer: 212000-1124. Kavet : 27 June 2009.
- ↑ Florence, Italy. Ivc.org. Kavet : 26 June 2009.
- ↑ Twin cities of Riga. Riga City Council. Kavet : 27 July 2009.
- ↑ 'Edinburgh - Twin and Partner Cities'. The City of Edinburgh Council, City Chambers, High Street, Edinburgh, EH1 1YJ Scotland. Kavet : 21 December 2008.
- ↑ "A Message from the Peace Commission: Information on Cambridge's Sister Cities," 15 February 2008. Retrieved 12 October 2008.
- ↑ Richard Thompson. "Looking to strengthen family ties with 'sister cities'," Boston Globe, 12 October 2008. Retrieved 12 October 2008.
- ↑ Twinning Cities: International Relations (NB Florence is listed as 'Firenze') (PDF). Municipality of Tirana. www.tirana.gov.al. Kavet : 23 June 2009.
- ↑ Yerevan Municipality - Sister Cities. www.yerevan.am. Kavet : 22 June 2009.