Arequipa
Arequipa (Ariqipa e ketchwaeg) zo ur gêr vras eus Perou, an eil kêr vrasañ goude ar gêr-benn, Lima. Pennlec’h rannvro Arequipa eo. Poblet eo gant 852 807 a annezidi (e 2013).
Emañ Arequipa 2325 metr a-us live ar mor. Er reter hag en norzh dezhi emañ an Andoù, gant menezioù-tan evel ar menez Misti, an hini brudetañ anezho, 5821 metr a uhelder dezhañ.
Krouet e voe Arequipa gant ar gonkistadored spagnol d’ar 15 a viz Eost 1540, hag anvet e voe ar gêr nevez “Villa Hermosa de Nuestra Señora de la Asunción”. E 1541 e voe roet an anv Arequipa dezhi, war urzh roue Spagn Carlos Iañ.
En amzer Impalaeriezh trevadennel Spagn e oa ur gêr a bouez e Suamerika. Abalamour d’an istor-se ha d’ar savadurioù eus ar mare-hont eo bet lakaet war roll lec’hiennoù ar Glad bedel gant UNESCO, abaoe ar bloavezh 2000. Kalz a douristed a zeu di, da weladennniñ ar gêr gozh hag ar vro tro-dro. E kreiz-kêr emañ manati Santa Catalina, brasañ manati ar bed.
Tud brudet
kemmañ- José Luis Bustamante y Rivero (1894–1989), prezidant Perou etre 1945 ha 1948
- Mario Vargas Llosa, skrivagner, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 2010