Karl V an Impalaeriezh Santel


Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Karl Aostria, pe Karl Habsburg, anavezet evel Karl Pemp pe Charlez Pemp (Charles Quint gant ar C'hallaoued), pe evel Carlos Primero e spagnoleg, a oa ganet d'ar 25 a viz C'hwevrer 1500 e Gent, en Izelvroioù, ha marvet d'an 21 a viz Gwengolo 1558 e manati Yuste e Spagn, a voe roue Spagn hag Amerika spagnol dindan an anv a g-Carlos Iañ Spagn, eus 1516 da 1556, roue Sikilia dindan an anv a g-Carlo IV (1516-1558), ha kentañ roue a unvanas rouantelezhioù Kastilla, Aragon ha Navarra, ha dug Brabant evel Charlez II Brabant (1515-1558), Impalaer santel (1519-1555) evel Karl V Alamagn. Breur e oa da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel a voe impalaer war e lerc'h.
BuhezAozañ
Mab e oa da Fulup, dug Bourgogn, ha da Janed Kastilha.
YaouankizAozañ
Betek 1517 e voe savet en Izelvroioù Bourgogn, ha skoliet gant Guillaume de Croÿ, aotrou Chièvres, ha goude gant Adrian VI, hag e voereb an arc'hdugez Marc'harid Aostria .
E 1506,pa varvas e dad Fulup Iañ Kastilha, e voe legadet dezhañ Izelvroioù Bourgogn, ha Franche-Comté.
En 1516, pa varvas e dad-kozh a-berzh e vamm Fernando II Aragon, e teuas da vout roue Kastilha, war un dro gant e vamm Juana de Castilla (lesanvet Janed ar Follez), hag e teuas dezhañ ivez rouantelezh Aragon, Navarra Uhel, Proviñs Granada, Naplez, Sikilia, Sardinia, Inizi Balearez, Malta, hag an holl zouaroù a oa da Spagn en Amerika.
En 1519, pa varvas e dad-kozh Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, e tegouezhas dezhañ douaroù Habsbourged Aostria ha dilennet e voe da Impalaer Santel Roman German, goude keveziñ gant Frañsez Iañ (Bro-C'hall).
Carlos Iañ ar SpagnoùAozañ
Karl, pe Carlos e Spagn, a voe lakaet kurunenn Kastilha war e benn e Cortes Valladolid en 1518. Hogen divizoù a voe lakaet:
- Deskiñ kastilhaneg: desket e oa bet e galleg;
- Difennet outañ reiñ kargoù d'an estrenien ;
- Difennet kas e-maez ar vro metaloù prizius deuet eus an Amerikaoù;
- Kemer preder gant doujañs ouzh e vamm, Janed Iañ Kastilha, a oa bac'het e Tordesillas.
Gant kurunidigezh Carlos e krogas renerezh an Tiegezh Habsburg e Spagn : padout a ray betek 1700 pa zegouezhas an Tiegezh Bourbon er vro. En 1518 e voe roet dezhañ kurunenn Aragon e Zaragoza. Eñ eo ar roue kentañ a unvanas an div gurunenn.
Bec'h en doa Carlos avat en e rouantelezh nevez en deroù. Entre 1520 ha 1521 e voe un emsavadeg en Kastilha ma nac'he an dud gwelout ur rejant flamank Adrien d'Utrecht o tont gant e lez Flamanked. Trec'het e voe an emsavadeg, kaset gant Juan de Padilla en emgann Villalar. Carlos avat a blegas da gas ar Flamanked kuit, betek Adrien d'Utrecht a lakaas envel da bab diwezhatoc'h, ha reiñ a reas gouarnamant Kastilha da dud eus ar vro.
- Gwelout : Brezel Kumuniezhioù Kastilha
AmerikaAozañ
TiegezhAozañ
Dimezioù ha bugaleAozañ
D'an 11 a viz Meurzh 1526 e timezas Carlos Iañ er Reales Alcázares de Sevilla d' geniterv Isabel de Portugal, merc'h-vihan d'ar Rouaned Katolik ha c'hoar da João III, roue Portugal, a oa dimezet bloaz a-raok, en 1525, da c'hoar Carlos Iañ, Catalina de Austria. Diganti he doe ar vugale-mañ:
- Felipe II (1527 – 1598), roue Spagn war-lerc'h e dad.
- Maria Aostria ( 1528 – 1603), a zimezas en 1548 d'he c'henderv kompez, a voe imalaer evel Masimilian II, ha pemzek bugel o doe.
- Fernando (1530).
- Janed Aostria (1535 – 1573), dimezet en 1552 da João Portugal (1537-1554), Priñs Portugal.
- Juan (1537 – 1538);
- Juan ( 1539), ma varvas Isabel goude genel.
BesterdAozañ
DanvezAozañ
- (es) Ar pennad es:Carlos I de España er wikipedia spagnek.