Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel
Ferdinant[1] Iañ Habsbourg, impalaer Alamagn, ganet e 1503 en Alcala de Henares e Kastilha, ha marvet d'ar 25 a viz Gouhere 1564 e Vienna (Aostria), a voe
- arc'hdug Aostria en 1520 (pa oa 17 vloaz),
- roue Hungaria ha roue Bohemia en 1526 (pa oa 23 bloaz),
- dilennet da roue ar Romaned en 1531 (pa oa 28 vloaz),
- anvet Impalaer roman santel gant e vreur henañ Karl V, pa zilezas ar galloud (16 a viz Genver 1556); 53 bloaz e oa neuze, met ne voe dilennet nemet d'ar 24 a viz Meurzh 1558.
E vuhez
kemmañMab e oa da Fulup Iañ Kastilha ha da Juana de Castilla, rouanez Spagn, ha breur e oa da Karl V. Kemer a reas, war-lerc'h e vreur henañ, kurunennoù Aostria, Stiria, Hungaria, ha re all c'hoazh, a oa peadra an Habsbourged, ha goude, pa voe en em dennet Karl, e voe lakaet e penn an Impalaeriezh santel roman german. Eñ an hini a grogo lignez Habsbourged Aostria, pe Habsbourged Vienna.
Roue Bohemia ha Hungaria e teuas da vout en 1526, war-lerc'h marv ar roue Loeiz II Hungaria, e vreur-kaer, ha dilennet e voe da Roue ar Romaned en 1531, ha diwezhatoc'h e voe anvet da Impalaer pa guitaas e vreur Karl ar galloud e 1556. Nac'h a reas ar pab Paol IV e anavezout evel impalaer an Impalaeriezh Santel Roman German dre ma ne oa ket bet goulennet ali ar Sez-Santel nag evit e zilennidigezh nag evit dilez Karl V. Nac'h a eure Ferdinant e oa ezhomm eus an asant-se ha diwar neuze ne voe ket goulennet asant ar pab ken gant an impalaerien santel. Sioul ha peoc'hus e voe e ren ha klask a reas lakaat katoliked ha protestanted d'en em glevout.
D'ar 25 a viz Mae 1521 e timezas e Linz , en Aostria, da Anna Jagellon (1503-1547), merc'h pennhêrez Vladislas II Hungaria, a oa roue Bohemia ha roue Hungaria, dimezet da Anna Foix. Kenkent ha deroù e ren en Kroatia, Hungaria ha Bohemia, levezonet gant e guzulierien alaman a oa ampart war ar gwir roman, e kendalc'has Ferdinant gant e bolitikerezh kreizennañ.
Nevezintioù
kemmañMeur a nevezinti a zegasas:
- goprañ ar gargidi gant arc'hant, han'eo ket gant reiñ douaroù dezho;
- dispartiañ an aferioù arc'hant diouzh re ar politikerezh hagar justis
- kenvererezh ha kenevezhierezh etre ar galloudoù evit ma'zafe gwelloc'har melestradur en-dro.
E vugale
kemmañUr ribitailh bugale, 15 en holl, o doe Ferdinant hag Anna Bohemia ha Hungaria, ha dre o dimeziñ e kasas an impalaer e bolitikerezh, en sell da greskiñ e c'halloud.
- Elisabeth (1526-1545)
- a zimezas e 1543 da Sigismund II Aogust, roue Pologn ;
- Masimilian II an Impalaeriezh Santel (1527-1576), a renas war e lerc'h,
- dimezet e 1548 da Maria Spagn (1528-1603)
- Anna (1528-1590)
- Ferdinand (1529-1595), arc'hdug Tirol a zimezas div wech
- en 1557 da Philippine Welser (1527-1580)
- en 1582 da Anna Caterina Gonzaga (1529–1595), merc'h da Guglielmo Gonzaga, dug Mantova
- Maria Aostria (1531–1581),
- dimezet en 1546 da Wilhelm von Kleve Dug Jülich, Dug Kleve ha Dug Berg (1516-1592).
- Magdalena (1532–1590), leanez en Hall in Tirol
- Katharina (1533–1572), dimezet div wech
- e 1549 da Francesco III Gonzaga (1533–1550) dug Mantova
- e 1553 da Sigismund II Aogust (1520–1572) Roue Pologn, intañv he c'hoar Elisabeth ;
- Eleonora (1534-1594)
- dimezet da Guglielmo Gonzaga (1538-1587), dug Mantova ha Montferrato
- Margarethe[2] (1536–1566), leanez en Hall in Tirol
- Johann (1538–1539)
- Barbara (1539-1572) (1539–1572)
- dimezet e 1565 da Alfonso II d'Este (1533–1597), dug Ferrara;
- Karl II Aostria (1540-1590)
- a zimezas e 1571 da Maria Anna Bavaria (1551-1608) (1)
- Ursula (1541–1543)
- Helena (1543–1574), leanez e Hall in Tirol
- Johanna (1547-1578)
- a zimezas en 1565 da Francesco de' Medici (1541-1587), Dug-meur Toskana ; hi an hini a oa mamm d'ar rouanez c'hall Maria de' Medici
Notennoù
kemmañ- ↑ Ferdinand en alamaneg, Ferdinant e Geriadur Hemon-Huon.
- ↑ Patrom:BLKÖ