Fulup Iañ Kastilha

Fulup Habsburg (Philipp von Habsburg en alamaneg) (1478-1506), pe Fulup IV Bourgogn‎, a oa dug Bourgogn. Roue Kastilha ha roue León e oa ivez, gant e gant e bried Janed Kastilha, hag anvet Fulup Iañ Kastilha neuze.

Fulup Iañ Kastilha
Fulup ha Janed

E vuhezAozañ

E vugaleajAozañ

Mab e oa Fulup da Vasimilian Iañ, Impalaer Santel. Digant e vamm, Mari Bourgogn, en devoe da hêrezh Dugelezh Bourgogn hag an Izelvroioù bourgognat. En 1480 en doe ur c'hoar, Marc'harid Aostria (1480-1530). D'ar 27 a viz Meurzh 1482 e varvas e vamm da 25 bloaz goude gouezhañ diwar varc'h pa oa o chaseal, hag eñ 4 bloaz.


A-berzh e vamm e rene war an div Vourgogn: Kontelezh Bourgogn ha Dugelezh Bourgogn, douaroù deuet eus e vamm hag e dad-kozh, Charlez an Her. E dad Masimilian I a oa rejant en e anv.


François de Busleyden (1455-1502) a voe kelenner-ti dezhañ, etre 1485 ha 1495, ha pennguzulier goude.


EuredAozañ

Eurediñ a reas da Janed Kastilha, pennhêrez Aragon ha Kastilha. Evel pried d'ar rouanez e teuas da vezañ, e-pad ur pennad, roue Kastilha ha León. An hini kentañ eus an tiegezh Habsbourg e voe o ren e Spagn.

Pa varvas Fulup e 1506, da 28 vloaz, marteze dre gontamm, e troas foll e bried Janed.

O mab, Carlos Iañ Spagn, a renas war o lerc'h.