Burgos

kumun Bro-Spagn

Burgos zo ur gêr e hanternoz Spagn, e kumuniezh Castilla y León. Kêr-benn proviñs Burgos eo ha bet e voe gwechall kêr-benn Rouantelezh Kastilha.

Burgos, gwelet eus ar c'hastell.

War-dro 180 000 a annezidi zo e kêr hag un 20 000 all tro-dro.

Emañ Burgos war unan eus Hentoù Sant Jakez, da vont da Santiago de Compostela.

Savadurioù kozh zo e Burgos ha brudet eo an iliz-veur savet er c'hiz c'hotek, kenkoulz hag abatioù Las Huelgas ha Cartuja de Miraflores. Ilizoù ha palezioù all eus ar Grennamzer zo e kêr. Setu m'eo bet lakaet Burgos war roll lec'hiennoù glad ar bed, abaoe 1984.[1]

Tud marvet enoAozañ

NotennoùAozañ

  1. World Heritage List - UNESCO

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.