Krennamzer

(Adkaset eus Grennamzer)

Ur prantad eus istor Europa eo ar Grennamzer. Hervez boaz an istorourien e krog gant diwezh an Impalaeriezh roman e 476 (digarget e voe Romulus Augustulus, impalaer roman diwezhañ, gant ar Vandaled) hag ec'h echu e 1492 (kavadenn Amerika gant Kristol Goulm (Christoforo Colombo).

Krennamzer
age, marevezh istorel
Arvezistor an denelezh Kemmañ
Lec'hEuropa Kemmañ
Raklec'hiet gantHenamzer, late antiquity Kemmañ
Heuliet gantAzginivelezh arzel, Amzerioù modern, Age of Discovery Kemmañ
Deiziad kregiñ476 Kemmañ
Deiziad echuiñ1500s Kemmañ
Studiet gantkrennamzerouriezh, istor ar Grennamzer, arkeologiezh ar Grennamzer Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/middle_ages Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://history.stackexchange.com/questions/tagged/middle-ages Kemmañ
Teir renkad ar Grennamzer : ar veleien, ar soudarded hag ar gouerien

Ar barzh italian Francesco Petrarca (1304-1374) eo an hini kentañ en deus meneget ur medium aevum. Evitañ hag evit an denelourien e oa ar prantad diaraok hini ar sevenadur gotek, da lavaret eo ur sevenadur na brizie ket kenedelezh an Henamzer. Ul lavarenn disprizañ e oa hag eo chomet e-pad pell.

Disken ar boblañs, enep-kêriekadur, riñsadenn ar galloud kreiz, an aloubadegoù hag envroañ meuriadoù, a oa kroget e fin an Henamzer, a oa kendalc'het er Grennamzer.

Prantadoù ar Grennamzer

kemmañ

Dre vras e ranner ar Grennamzer evel-henn:

  • ar Grennamzer uhel (war-dro 500 betek 1000), eus faezhidigezh Roma Gozh, amzer an aloubadegoù bras betek re ar Vikinged.
  • ar Grennamzer greiz (war-dro 1000 betek 1300), emañ ar broadoù war ziorren.
  • ar Grennamzer izel (war-dro 1300 betek 1500).

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.