Sevenadur
Diaes-bras eo termeniñ ar sevenadur, pa vez roet meur a ster d'ar ger, an holl anezho o vezañ liammet an eil re ouzh ar re all[1].
Bez' e c'haller lavaret ez eo ar sevenadur ur frammad emzalc'hioù, meizadoù ha komprenusted trivliadel a zo boutin d'un strollad bras pe vrasoc'h a dud, a vez desket dre zarempredoù diabarzh ha treuzkaset a rumm da rumm. Dre ar frammad-se ez anavezer izili ur sevenadur hag en o diforc'her diouzh ur strollad all a dud[2]. Kemplesoc'h eo an traoù avat, evel ma vo displeget pelloc'h amañ.
Iskevrennad eus | pattern of behavior |
---|---|
Anvet diwar | cult, Ur |
Hashtag | culture |
Douaroniezh an danvez | geografiezh sevenadurel |
Dezverket dre | cultural universal |
Istor | cultural history |
Manifestation of | mores, social norm |
Pleustret gant | culture personality |
Daou ster a roer d'ar ger sevenadur er vuhez pemdez :
- sammad ar gouiziegezhioù, ar c'hredennoù hag ar patromoù-emzalc'h a zo dibar d'ur gevredigezh, kevreet peurliesañ gant ur yezh ;
- blizidigezh, gouiziegezh ha poell un den evit a sell ouzh an arzoù ha skiantoù an den.
Pa baotaas troidigezhioù ar ger latin cultura en Europa en XVIIIvet ha XIXvet kantvedoù ne dalveze nemet evit merkañ gwellaennoù er gounezerezh hag el liorzherezh ; tamm-ha-tamm e kemeras ar ger ur ster difetisoc'h, dre dreuzskeudenn, da geñver gwellaat gouiziegezh ha blizidigezh an den, dre an deskadurezh pergen.
En XXvet kantved e teuas ar sevenadur da vezañ unan eus meizadoù pennañ an denoniezh ; spisaet ha ledanaet war an dro e voe ster ar ger — "sevenadurel" e vije kement emzalc'h hag oberenn denel na vije ket hêroniel,[3] alese daou dermenadur all :
- barregezh an dud da rummata o skiant-prenet dre arouezioù ha da oberiañ dre o ijin ;
- doareoù dibar strolladoù tud o vevañ e lec'h pe lec'h er bed da ober kement all.
Petra bennak ma reer hiziv gant ar ger sevenadurel a-wezhioù evit komz eus kenderc'hadoù danvezel ur gevredigezh, an traoù difetis evel ar yezh, ar boazioù hag all a chom ster pennañ ar ger sevenadur.
Gerdarzh
kemmañDiwar an anv-gwan seven hag an dibenn -adur eo bet savet ar ger sevenadur[4].
- Seven : Henvrezhoneg saff "sav" (> sevel) > seman[5]> krennvrezhoneg seuen[6]/seven "yac'h", "kreñv", "koant" kent kemer ar sterioù difetis a-vremañ ("hegarat" ha "blizidik")[7].
- -adur : dibenn a verk un ober hag an disoc'h anezhañ war an dro[8].
Meizad ar sevenadur en XIXvet kantved
kemmañA-hed Kantved ar Sklêrijenn en Europa ez emdroas ar ger sevenadur eus e ster kentañ "labour-douar" betek e ster skeudennek "labour-spered" ; unan eus skouerioù an emdroadur-se eo Holloueziadur Diderot ha D'Alembert, embannet etre 1751 ha 1772 e Bro-C'hall, ma kaver ar gounezerezh hepken dindan an termen culture hogen ma 'z anavezer ar ster nevez er pennadoù a denn d'an arzoù, d'ar brederouriezh pe d'ar skiantoù.
E 1784 e klaskas ar prederour Immanuel Kant (1724-1804) termeniñ ar ger alamanek bildung, "deskadurezh", gant ur ster nes da hini ar ger sevenadur hiziv : "Kement ha savidigezh mab-den diwar e ziazvded enganet eo an deskadurezh" (i.e. ar sevenadur)[9]
E 1860 e kinnigas an Alaman Adolf Bastian (1826-1905) ma vije keñveriet en un doare skiantel holl gevredigezhioù ar bed a-benn anataat "unvaniezh speredel mab-den" ; d'e veno ez eus ur gwelead "spered-diazez" (Elementargedanken) boutin d'an holl dud, ha n'eo an diforc'hioù etre ar pobloù nemet kemmadennoù lec'hiel a zo c'hoarvezet er spered-diazez-se. Gant ar mennozh-se e toullas Adolf Bastian un hent ledan da ster ar ger sevenadur evel ma vez meizet hiziv er bed a-bezh.
En hevelep mare e oa disheñvel soñj ar barzh saoz Matthew Arnold (1822-1888) : hervezañ e oa ar sevenadur "ar pep gwellañ eus ar pezh a zo bet soñjet ha lavaret er bed", ar pezh na dalveze en e spered nemet evit an arzoù klasel, ar sonerezh klasel hag arz ar c'heginañ. E berr gomzoù, ne dalveze ar sevenadur nemet evit ar binvidien a veve e kêrioù Kornôg Europa, ar pezh a oa un asked eus an diforc'h a oa o paotaat etre ar sevenadur — europat, kêrel, bourc'hizel — hag ar folklore[10] — bedel, diwar ar maez ha gwerinel. Buan e voe ar meizadoù-se o kas d'an diforc'h etre sevenadur uhel ar renerien ha sevenadur izel ar sujidi, da lavaret eo d'an dizingalded a rene en Europa an XIXvet kantved.
Ouzhpenn da se ez enebe M. Arnold ar sevenadur ouzh an anveliouriezh, pa veze an darn vrasañ eus prederourien Europa oc'h enebiñ ar sevenadur ouzh "stad naturel mab-den", diwar levezon ar Gall Jean-Jacques Rousseau (1712-1778). Evit ar brederourien-se, mard asantent e vije un diforc'h etre "sevenadur uhel" ha "sevenadur izel", e oa blizidigezh ar "sevenadur uhel" un distummadur eus anien wirion an dud. Da skouer, mard oa sonerezh "ar bobl" (i.e. kouerien dizesk) un eztaol eus o doare naturel da vevañ e oa ar sonerezh klasel ur brizharz danzeel, bas ha diskaridik.
O klask termeniñ ar sevenadur
kemmañYaouank c'hoazh e oa ar gevredadouriezh, skiant kevredigezhioù mab-den, e dibenn an XIXvet kantved, ha diwar patrom ar brededouriezh ez ae an daeloù en-dro, ar pezh a voe nac'het gant kevredadourien evel Émile Durkheim (1858-1917) e soñje dezho e ranke skiant ar gevredigezh bezañ harpet ouzh framm ar gevredigezh a oa war studi.
Ken yaouank all e oa an denoniezh d'an hevelep mare, ha buan-tre e lakaas ar sevenadur(ioù) da galon he studioù, kement ha ken bihan ma 'z eo war-du an denoniourien e troer pa vez anv a dermeniñ ar sevenadur.
An araogerien
kemmañAdal deroù an denoniezh e voe klasket termeniñ ar sevenadur en un doare hollek dre studiañ sevenadurioù ar bed ; studiet e voe orin ar familhoù ha hini emzalc'h ar pobladoù, o reizhiadoù kevredigezhel, o doareoù da labourat. Buan e voe embannet an disoc'hoù kentañ eus an enklaskoù-se.
Eus 1843 betek 1852 ez embannas an denoniour alaman Gustav Freidrich Klemm (1802–1867) dek levrenn e Allgemeine Kulturgeschichte der Menschheit, "Istor hollek sevenadur mab-den"[11], ma tiskouezas diorroadur pazennek mab-den dre studiañ an doareoù da labourat, ar binvioù, ar gwiskamantoù, ar relijionoù, gant skouerioù tennet eus pobladoù ar bed a-bezh.
E 1871 ez embannas an denoniour saoz Sir Edward Burnett Tylor (1832–1917)[12] e studiadenn Religion in Primitive Culture[13] ma tisplegas ez emdroje ar relijionoù adalek al liesdoueegezh betek an undoueegezh ; e-kerzh e zisplegadenn e roas un termenadur eus ar sevenadur :
Dre vras ez eo ar sevenadur ar framm kemplezh-se m'emañ ar ouiziegezh, ar c'hredennoù, an arz, an dereadegezh, al lezennoù, ar gizioù, ha kement boaz ha barregezh bet dastumet gant un den evel ezel eus ur gevredigezh.
– Sir Edward Burnett Tylor, 1871
Dre al lavarenn-se e stalias Sir Edward B. Tylor ar sevenadur evel danvez-studi. Gwanderioù zo en e ginnig evelato :
- • tennet en deus an denelezh eus ar sevenadur p'en deus e droet da draez skiantel da studiañ ;
- • deskrivadurel betek re eo hentenn e labour ;
- • e peurrest ar skrid e tispleg an denoniour ez eo ar bazenn gentañ, pa studier ur sevenadur, e zezrannañ hag e renkañ a-strolladoù dereat — da lavaret eo e vije trawalc'h dastum elfennoù ur sevenadur evit e anavezout, ha goude-se e lakaat uheloc'h pe izeloc'h war ur skeul a vije un aspadenn eus mennozhioù Matthew Arnold.
Daoust da gement-se e voe termenadur Sir E. B. Tylor degemeret gant holl zenoniourien ar bed.
Denoniezh sevenadurel
kemmañE dibenn an XIXvet kantved e veze sellet ouzh ar sevenadur evel ouzh un emdroadur a gase eus ar stad gouez d'ar stad sevenaet dre ar stad kentidik, ar pezh a roe tu da sevel un urzhaz sevenadurel. Dont a reas an denoniour amerikan Franz Boas (1858-1942) a-benn da diskouez sioù an arlakadenn-se : fall e oa an hentenn, al labour pleustrek hag an disoc'hoù anezho abalamour ma ne ouied hogos netra diwar-benn sevenadurioù ar bed ha ma oa bet roet lañs da enselladennoù hep staliañ doare skiantel ebet da labourat.
Keñverelouriezh sevenadurel
kemmañPelloc'h e tisklêrias F. Boas ez eo dic'hallus sevel ur patrom skiantel eus sevenadurioù mab-den, alese pennaenn ar geñverelouriezh sevenadurel, ma rank ar studier kemer perzh en ur sevenadur a-hed an amzer m'emañ ouzh e studiañ.
Kompren a reas Franz Boas ee eo ar soñjoù arouezel hag an deskadurezh dre zarempred elfennoù eus ur sevenadur, hogen nac'hañ a reas krennañ meizad ar "sevenadur" da gement-se, i.e. d'ar yezh. Nac'hañ a reas ivez termeniñ ar ger "sevenadur" end-eeun evel anv-kadarn, pa ne c'halle nemet an anv-gwan sevenadurel dougen un dalvoudegezh en denelezh[14].
Kendalc'het e voe gant an tabut ; lod denoniourien a bouezas war perzh hollek ar sevenadur (an holl gevredigezhioù o deus ur sevenadur), lod all war dibarded kemmus pep sevenadur. Hag ur frammad klok ha bevennek eo "ar" sevenadur, pe un dastumad liesdoare a ditouroù — kemm-digemm o niver hag o ster a-hed an amzer — a c'haller hollekaat ?
E 1934 ez embannas an denoniourez amerikan Ruth Benedict (1887-1948) Patterns of Culture[15], ul labour a geñverelouriezh sevenadurel ma lavar ne c'haller kompren munudoù ur sevenadur nemet dre o c'heñveriañ ouzh framm kevredigezhel ar sevenadur-se, da lavaret eo al lezennoù asantet gant an holl izili. An tu hollek eo orin an elfennoù, emezi, en o natur gwirion koulz hag en darempredoù etrezo, ha brasoc'h eget sammad an elfennoù anezhañ eo pep sevenadur. Sellet he deus R. Benedict ouzh ar yezhoù : miliadoù zo, pep hini anezho zo bet ganet diwar un niver bevennek a sonioù a c'hall bezañ distaget gant forzh pe zen dinamm goude bezañ bet kelennet gant tud all, ez-emouiziek pe get ; alese e kendastum e ya ar c'hevredigezhioù en-dro en hevelep doare : a-hed an amzer, hag int emouiziek pe get, e tibab an dud elfennoù a-douez un niver bras met bevennek a berzhioù sevenadurel a genstrollont en ur stumm dibar a ya da sevel o sevenadur dezho.[15]
Ur pouez bras en devoe labour R. Benedict war dachenn an denoniezh, ha pelloc'h, betek ar bloavezhioù 1950. Da neuze avat e voe diarbennet gant an denoniourien amerikan Sidney Wilfred Mintz (1922- ) hag Eric Robert Wolf (1923–1999) rak studiañ "pep sevenadur" evel "ur bed" ha "stabil a-walc'h" a vije ober van eus levezon an impalaerouriezh, an drevadennouriezh hag armerzh kevalael ar bed war ar pobladoù bet studiet gant R. Benedict.
Daoust da arguzennoù Franz Boas a lavare e chome labour da ober kent termeniñ ar sevenadur, daoust da soñj R. Benedict e oa ar sevenadur "stummet" pe "aozet" en un doare bennak, e tivizas lod denoniourien eus ar bloavezhioù 1940 e ouied trawalc'h evit termeniñ ar sevenadur, pa oa anat e oa frammet en un doare kemplezh-kenañ. Ar pezh a chome da c'houzout e oa : ha disoc'hoù troioù-spered e oa ar frammoù-se, pe zisoc'hoù feurjedel hepken ? E 1949 e krogas an tabut-se, pa voe embannet Social Structure gant an Amerikan George Peter Murdock (1897–1985)[16] ha Les structures élémentaires de la parenté gant ar Gall Claude Lévi-Strauss (1908-2009).
Restroù Tachenn an Darempredoù Denel
kemmañG. Murdock a savas restroù ma lakaas ditouroù sevenadurel bet dastumet e meur a gevredigezh a-benn ma vije arveret hentennoù feurjedoniel e labour an denoniezh ; hiziv an deiz c'hoazh e kendalc'her da vagañ an diaz-ditouroù-se[17].
Frammadouriezh
kemmañDiouzh e du e klaskas C. Lévi-Strauss sevel e hentenn dezhañ : studiañ fedoù ha diwar an disoc'hoù kavout patromoù difetisoc'h-difetisañ eus natur gwirion mab-den.
Daou zoare sevenadur a zo, emezañ : ar frammoù fetis a c'haller gwelet dre studiañ an darempredoù etre tud emouiziek en ur gevredigezh, hag ar frammoù difetis a c'haller kendastum dre zielfennañ an doareoù boutin d'an dud (lidoù ha mojennoù, da skouer) a ya da sevel o buhez kevredigezhel, hag emouiziek pe get e vije an dud. Diwar kement-se e soñjas aozañ ur framm-spered hollek na c'halljed dezastum nemet dre geñveriañ frammoù kevredigezhel ha sevenadurel.
Evit C. Lévi-Strauss e oa eus ar sevenadur evel eus an danvez : dre lezennoù ar fizik e c'hall un niver bevennek bihan a-walc'h ag elfennoù kimiek bezañ kenstrollet da sevel un niver divent a draezoù ; bez' ez eus un niver bevennek bihan a-walc'h ag elfennoù sevenadurel a vez kenstrollet gant an dud da sevel an niver bras a sevenadurioù a zo er bed. Dre geñveriañ ar sevenadurioù-se kenetrezo e c'hallje an denoniourien sevel un doare Taolenn beriodek an elfennoù evel hini Dmitriy Mendeleyev ha diskuliañ elfennoù a vije dianav da izili ar sevenadur-mañ-sevenadur.
Frammadouriezh a reer eus arlakadenn C. Lévi-Strauss, hag er bloavezhioù 1960-1970 he devoe ul levezon vras war an denoniourien amerikan ha saoz.
Perzhouriezh frammadel
kemmañEn denoniezh ez anver perzhouriezh un arlakadenn a glask displegañ pep sevenadur dre berzhioù a vije c'hoariet enni gant emzalc'hioù ha gwikefreoù kevredigezhel dibar. Hervez dalc'hidi al lakadenn-se n'eo ar sevenadur nemet un elfenn eus ar gevredigezh. Pa lavar heulierien F. Boas ez eo an denoniezh ar skiant a studi mab-den e respont ar berzhourien n'eo an denoniezh nemet unan eus ar skiantoù a studi mab-den : an hini a studi ar sevenadur.
Ar Saoz Bronisław Kasper Malinowski (1884–1942) a grouas arlakadenn ar berzhouriezh : an holl dud o deus ezhommoù bevoniel (bod ha boued) ha ret eo da vab-den gouennañ. Pep kevredigezh a grou binvioù evit bastañ d'an ezhommoù-se. Tud zo a rank c'hoari perzhioù kevredigezhel a-benn reoliñ obererezh ha kenobererezh ar binvioù kevredigezhel. Tud zo n'int ket emouiziek eus ar perzhioù, met ar skiantourien a c'hall sevel ur patrom eus ar perzhioù-se dre ensellet ar gevredigezh[18]. Gant an denoniour saoz all Alfred Reginald Radcliffe-Brown (1881-1955) e savas B. K. Malinowski an denoniezh kevredigezhel.
Daoust dezhañ bezañ kenkrouer an denoniezh kevredigezhel e savas A. R. Radcliffe-Brown enep perzhouriezh B. K. Malinowski, pa grede dezhañ ne c'haller sevel ur patrom eus diazez ur sevenadur nemet dre ensellet pizh an holl gevredigezhioù denel hag o c'heñveriañ ker pizh all kenetrezo. Da heul É. Durkheim e soñje dezhañ ne oa an diforc'h etre ar c'hevredigezhioù "kentidik" hag ar re "arnevez" nemet un diforc'h a framm kevredigezhel ; ret e oa neuze termeniñ framm pep kevredigezh kent kregiñ da geñveriañ[19].
Lod denoniourien a gavas reizh kendeuziñ an daou vennozh, en ur ziforc'hañ etre aozadur ur gevredigezh (i.e. an darempredoù a c'haller gwelet) hag framm ur gevredigezh (an darempredoù reoliet gant lezennoù). E-lec'h komz eus "sevenadur"", a vije kement darvoud denel na denn ket eus an hêroniezh, e tivizjont studiañ ar c'henc'hoari hag an darempredoù a vez etre an dud hag etre strolladoù tud, a anvjont sociality, ur ger bet goveliet ganto (a vije marteze *kevrediezh e brezhoneg).
Ur ster all da voe roet d'an termen "berzhouriezh frammadel" gant ar c'hevredadour amerikan Talcott Parsons (1902–1979), a embannas un arlakadenn a anvas "denoniezh kevredigezhel" ivez : klask a reas sevel ur patrom klok eus an obererezh kevredigezhel, da lavaret eo displegañ ar perag eus obererezhioù an dud. Da gentañ e savas ar framm AGIL, ennañ peder elfenn a zo trawalc'h, hervezañ, evit bastañ da ezhommoù forzh pe reizhiad :
- an "azasaat" (saozneg : Adaptation) a skoulm darempredoù etre ar reizhiad hag hec'h endro, a dap elfennoù en diavaez eus ar reizhiad hag o eskemm ouzh kenderc'hadoù ar reizhiad ;
- ar "mennout" ( Goal-attainment) a dermen palioù, a lusk hag a ver gremmoù ar reizhiad a-benn o zizhout ;
- an "enframmañ" ( Integration) a zalc'h stabilded ar reizhiad dre reoliañ an darempredoù hag an eskemmoù enni ;
- ar "gufunded" ( Latency), ar strollad reolioù difetis a vroud elfennoù ar reizhiad.
Pa glaskas T. Parsons lakaat AGIL e pleustr da geñver obererezh pep den e savas peder is-reizhiad :
- is-reizhiad an emzalc'h bet ganet diwar an ezhommoù bevoniel (cf. "Adaptation")
- is-reizhiad personelezh un den, a levezon an doare ma ya en-dro er gevredigezh (cf. "Goal-attainment")
- is-reizhiad ar gevredigezh, i.e. elfennoù ar c'henc'hoari kevredigezhel evel an dere hag ar perzh (cf. "Integration")
- is-reizhiad ar sevenadur, anezhi ar reizhennoù hag an talvoudegezhioù a reoilh an obererezhioù kevredigezhel en un doare difetis (cf. "Latency").
Adalek an arlakadenn-se e voe an dud krog da lakaat ar meiziad "sevenadur" kevatal da "reizhennoù ha talvoudegezhioù", ar pezh o c'hasas buan da gemmeskañ "kevredigezh" ha "sevenadur", a zo diforc'het-pizh gant an denoniourien : d'ur strollad tud e tave kevredigezh, pa ra sevenadur dave da varregezh mab-den ha da gement anatadenn denel n'eo ket hêroniel ; bevennoù sklaer a vez d'ar c'hevredigezhioù peurvuiañ, hogen fiñvus, liesdoare, kemm-digemm hag splu evel re ar sevenadurioù alies[20].
Denoniezh an arouezioù
kemmañDa heul T. Parsons hag enep C. Lévi-Strauss e voe studiet penaos en em aoz ur gevredigezh, hag efed an arouezioù war ar c'hevredigezhioù. Evit denoniezh an arouezioù ez eo ar sevenadur ur reizhiad arouezioù na c'haller ket listennadiñ, hogen bez' e c'haller o deveizañ, da lavaret eo klask sterioù enno.
Karl Marx (1818-1883) a embannas ez eo darempredoù kevredigezhel ar c'henderc'hañ sichenn ar gevredigezh he-unan : n'eus kevredigezh denel ebet hep patromoù-emzalc'h, lezennoù, deskadurezh, gwiskamantoù, talvoudegezhioù boutin a zo dibar dezhi, ar pezh a zo gwir ivez e bed al labour greantel, a zo ur gevredigezh dre an doare ma vez aozet al labour ha dasparzh e frouezh[21].
Techet eo ar varksouriezh da zisplegañ ar c'hredennoù hag an emzalc'hioù kevredigezhel dre an darempredoù a vez etre renerien ar reizhiad armerzhel hag ar werin.
Nevezemdroadurezh
kemmañA-c'houde abegadennoù F. Boas ouzh arlakadenn an "urzhaz sevenadurel" e troas lod denoniourien amerikan war-du an darempredoù etre ur sevenadur hag e endro ; da labour Charles Darwin war un dachenn all e tave ar ger "nevezemdroadurezh".
Hervez an arlakadenn-se ez eo ar sevenadur an disoc'h eus an darempredoù etre ur strollad tud hag e endro : e-lec'h ensellet perzhioù diarbarzh ur sevenadur e seller ouzh e lusk, da lavaret eo e zoare da arverañ gremm e endro, an arver-se o kas ar galvezouriezh war wellaat, ar galvezouriezh o tegas muioc'h a c'hremm, hag all ; kenfeur gant ar c'hementad a c'remm a c'hall bezañ kenderc'het gant e galvezouriezh eo diorroadur sevenadurel ur strollad tud. Dre ar galvezourieh ivez e vez termenet an darempredoù kevredigezhel, an doare da zasparzh al labour pergen, a zo an doare kentañ da aozañ ur gevredigezh. Kenaoz ur gevredigezh ha dasparzh al labour enni a gas d'o zro d'ur reizhiad a gredennoù a grou meizadoù a zo binvioù da gompren an endro. Mar kemm ar galvezouriezh hag ar c'hementad a c'hremm e kemm ar gevredigezh a-bezh.
Denoniezh ha bevoniezh
kemmañDa heul labour Charles Darwin a arlakaas en e bleustrad Diwar-benn orin ar spesadoù, bet embannet e 1859[22], e teu mab-den eus primated nann-denel aet da get e lakaas lod denoniourien daou c'houlenn a-bouez : ha denel hepken eo ar sevenadur, pe sevenadurioù zo ivez gant ar spesadoù all, ar primated dreist-holl ? Ha penaos ez emdroas ar sevenadur e-touez an dud ? Da heul termenadur E. B. Tylor e voe anat e oa ar sevenadur ur perzh denel hepken, pa oa diazezet war an deskiñ. Lod skiantourien a rae war-dro ar primated avat a lavaras ez eus ur sevenadur gant ar chimpanzeed, peogwir e teskont emzalc'hioù[23]. Hiziv c'hoazh ez eus tabut.
An Amerikan W. C. McGrew a ginnigas ma vije ar ger sevenadur termenet evel un argerzh kentoc'h eget evel ur sammad gouiziegezhioù ; c'hwec'h pazenn zo en argerzh-se hervezañ :
- ijinet ez eus un emzalc'h nevez, pet gemmet ez eus un emzalc'h a zo anezhañ dija ;
- treuzkaset eo an emzalc'h nevez gant e zizoloer d'e genseurted (un dizoloerez e c'hall bezañ, evel-just) ;
- kempoell eo an emzalc'h evit pep ezel eus ar strollad ha kenetrezo ;
- pa vez desket an emzalc'h nevez gant un ezel e talc'h soñj anezhañ pell goude bezañ e zesket ;
- em skignañ a ra an emzalc'h dre strolladoù er boblañs (familhoù, klanoù, bandennadoù hag all) ;
- padout a ra an emzalc'h a rumm da rumm.
Diwar kement-se e kinnigas W. C. McGrew un termenadur nevez evit ar sevenadur :
En ur strollad ez eo ar sevenadur un emzalc'h dibar a zo desket, evit ur rann anezhañ da vihañ, diwar levezon ar gevredigezh. Amañ e talvez "ur strollad" kement hag un unan piaouel d'ar spesad, bezet an unan-se ur bagad, ul lignez, un is-strollad, hag all. Diouzh ur gwel e teu ar sevenadur eus kemmadennoù en emzalc'h, e diabarzh ar spesad met a-dreuz ar strolladoù, evel pa vez un emzalc'h padus en ur gumuniezhad chimpanzeed met ezvezant en unan all, pe c'hoazh pa vez lies kumuniezhioù o tiskouez lies doareoù eus an hevelep emzalc'h. Kreñvoc'h eo ar santad ag ur sevenadur war ober pa ne c'hall ket an diforc'hioù etre ar strolladoù bezañ displeget gant elfennoù an endro hepken.
– William C. McGrew, 1998[24]
Da heul an disklêriadenn-se e c'haller lavaret o deus an holl loened ur sevenadur, mard eo ar sevenadur krennet da emzalc'hioù bet desket. Ne c'hall avat ar ger sevenadur bezañ liammet gant al loened nemet mard e dermener evel an emzalc'hioù bet desket. Ezhomm zo neuze eus un termenadur reisoc'h evit an dud, a-benn o diforc'hañ diouzh ar gwenan pe ar merien da skouer.
Hervez an denoniour Terrence Deacon ez eo ret diforc'hañ meiz mab-den diouzh hini al loened, hep e lakaat dreist evelato.
Hendraouriezh
kemmañLabour an hendraourien eo furchal a-benn kavout prouennoù danvezel eus bezañs pobladoù e lec'h pe lec'h war an douar. Gant istorourien e labouront evit merkañ o c'havadennoù e buhez mab-den. Dre ar c'havadennoù-se o deus an hendraourien savet ur patrom a ziforc'h etre ar sevenadur (ar pezh a zo nann-danvezel ha na c'hellont ket gwelet), an emzalc'h (ar pezh a zo nann-danvezel hag a c'hallont dezastum diwar o c'havadennoù danvezel) hag an traezoù (ar pezh a zo danvezel, evel binvioù pe diez, hag a zo disoc'hoù ar sevenadur, an emzalc'h hag arver an endro). Ne vije ar sevenadur nemet an azasadur d'an en-dro, an endro-se o vezañ danvezel (an natur, ar c'hêrioù...) pe get (an emzalc'hioù deuet d'ur strollad a-hed an amzer diwar an azasadur d'an en-dro danvezel).
Hiziv an deiz
kemmañN'eus bet kavet termenadur peurglok ebet evit ar ger sevenadur, evel a weler pa furcher ar geriadurioù broadel : meur a ster a vez roet bewezh, ha liv ar vroad a vez merzet e pep skrid. Kemeromp tri geriadur evit Breizhiz.
- Hervez ur geriadur gall[25] ez eo ar sevenadur (culture), goude ar pezh a sell ouzh al labour-douar :
- Diorroadur lod barregezhioù speredel dre an embregadennoù a zere. Dre astenn : hollad ar gouiziegezhioù bet desket a-benn diorren ar burutellañ, ar vlizidigezh, ar barn.
- Hollad ar perzhioù speredel a zo piaouel d'ur sevenadurezh, d'ur vroad.
- Hollad an doareoù emzalc'hioù bet desket, er c'hevredigezhioù denel.
- Hervez ur geriadur amerikan[26] ez eo ar sevenadur (culture ivez), kent ar pezh a sell ouzh al labour-douar :
- Obererezhioù ha kenderc'hadoù arzel ha speredel.
- Ur perzh a ouiziegezh pe vlizidigezh a zeu diwar darempred ha dedenn da geñver ar pezh a vez lakaet da wellañ a-fed arzoù, lennegezh, emzalc'h, hag all..
- Diorroadur pe welladur ar spered dre an deskiñ pe an embreger.
- An holl zoareoù da vevañ bet savet gant ur strollad tud ha treuzkaset a rumm da rumm.
- Ur stumm dibar pe ur bazenn er sevenadurezh, evel hini ur vroad d'ur mare (da skouer : ar sevenadur gresian).
- An emzalc'hioù, ar c'hredennoù a zo piaouel d'ur strollad kevredigezhel, kenel, pe d'ur rannad tud hervez o oad.
- Hervez Geriadur Brezhoneg An Here[27] :
- Doare dibar zo gant hollad an anadennoù kevredigezhel, arzel, teknikel ha speredel a denn d'ur bobl, d'ur vro, d'ur strollad broioù. Ar sevenadur keltiek. Sevenadurioù liesseurt ar bed.
- Hollad ar pezh a c'hall mab-den deskiñ hag a dalvez dezhañ da ziorren e spered. Ti ar sevenadur.
Ar sevenadur hervez ar skiantoù pervezh
kemmañAdal restroù G. Murdock e voe graet feurjedadennoù diwar-benn ar sevenadur. Donoc'h ez eas meizad skiantel ar sevenadur a-drugarez da zamkaniezh ar stlenn[28], da arver hentennoù matematikel en hêroniezh ar pobladoù, d'an araokadennoù a zo bet graet e meizadur mont en-dro an empenn denel hag an deskiñ.
E 1976 e krouas ar bevoniour breizhveurat Richard Dawkins ar meizad meme (/'mi:m/), da lavaret eo unanenn an dezrevell (an anv meme o vezañ deveret diwar ar gresianeg mimeme, "dezrevelladur"", emezañ)[29]. Astenn kavadennoù Charles Darwin d'an dachenn sevenadurel e oa ar pal, ar meme o c'hoari er sevenadur perzh ar gen en hêroniezh : skignañ an anadennoù sevenadurel, evel ma skign ar genoù ar perzhioù bevoniel. Mard eo ar memoù unanennoù an ditouroù a vez desket e vije sevenadur an den-mañ-den d'ar mare-mañ-mare ar sammad eus ar memoù a zo en e empenn d'ar mare-se. Dre-se e c'hallje sevenadur ur strollad tud bezañ dielfennet a-gealioù distag, an holl anezho o vezañ termenet hervez ar memoù a zo en empennoù izili ar strollad[30].
Emdroadur ar sevenadurioù
kemmañEvel ar genoù neuze ez emdroje ar sevenadurioù dre gemmadurioù a vije treuzkaset a rumm da rumm gant ar memoù, a c'hall mont da get pe em skignañ hervez ar c'hemmadennoù a c'hoarvez en endro hag er gevredigezh hec'h-unan. Tu zo eta d'ur sevenadur gouzañv kemmadennoù ken niverus ha ker bras e ker berr amzer ma hañval bezañ aet da get padal ez eo bet kemmet e stumm hepken, ha n'eo ket e zanvez gwirion : kemmadennoù bras zo bet en emdroadur mab-den, met mab-den e chom evelkent. Dav eo teurel evezh avat : mard emdro ar vuhez abaoe kantadoù a vilionoù a vloavezhioù ned emdro mab-den nemet abaoe kantadoù a viliadoù a vloavezhioù, ha yaouankoc'h eget 100 000 vloaz e vije ar yezhoù.
Holl izili ur spesad n'int ket heñvel an eil re ouzh ar re all : genoù boutin zo dezho, met lies eo dasparzh ar genoù er boblañs, ar pezh a ro hiniennoù disheñvel ; en hevelep doare ne c'hall ket ur sevenadur bezañ unvan e pep keñver, atav e vez savet diwar an diforc'hioù hag ar bec'hioù a zo dre ret etre an dud a-fed talvoudegezhioù, mennozhioù, c'hoantoù, ar pezh a zeuje eus liested dasparzh ar memoù.
Kenemdroadur ar genoù hag ar sevenadurioù
kemmañHervez ar bevoniour Edward Osborne Wilson e c'hall an hengounioù sevenadurel bezañ rannet e genoù sevenadurel, ha dre m'eo spered mab-den an disoc'h eus un emdroadur bevoniel ez eo ar sevenadurioù levezonet gant ar vevoniezh ivez. Diouzh an tu all e c'hall kemmadennoù e sevenadur ur gevredigezh levezoniñ genoù hec'h izili dre stabilaat lod anezho, dre an azasadur d'un endro nevez da skouer[31].
Yezh ha sevenadur
kemmañBarbared a rae an Henc'hresianed eus an dud a gomze yezhoù all, i.e. n'o devoa sevenadur ebet hervezo. Dre ar yezh peurvuiañ e tiforc'her ur sevenadur diouzh unan all. Hervez an darn vrasañ eus an denoniourien ne c'haller ket studiañ sevenadur ur boblad hep deskiñ he yezh. Daou dra zo evelato : bez' e c'hall tud komz an hevelep yezh hep rannañ an hevelep sevenadur (Portugal ha Brazil da skouer) ; bez' e c'hall tud komz yezhoù disheñvel-krenn ha rannañ perzhioù-diazez ur sevenadur (pobladoù niverus en Afrika, da skouer)[32].
Un argerzh voutin a vije e gwirionez da c'hanedigezh ar yezhoù denel, da lavaret eo ar varregezh da vont e darempred war an dachenn arouezius, ha da c'hanedigezh ar sevenadur. Kempred gant deroù istor mab-den e vije deroù an argerzh-se.
Hervez an denoniour amerikan Robin Dunbar ez emdroas ar yezhoù pa grogas mab-den da vevañ a-strolladoù bras, rak ret e voe neuze skoulmañ darempredoù kemplezh a-benn ma vije kempoell ar gevredigezh. Da neuze e voe ar yezhoù hag ar sevenadurioù binvioù da embreger arouezioù implijet da seveniñ an hevelep kefridi, pa voe ar strolladoù deuet re vras evit derc'hel da zoareoù kozh al loened, evel an dilaouañ[33].
Hiziv e seller ouzh ar yezhoù evel strolladoù komzoù a zo piaouel da gumuniezh pe gumuniezh, hogen bez' ez int ivez un tamm eus sevenadur hollek an dud a ra ganto. Arveret e vezont da ziskouez e vezer ezel eus ur gumuniezh hag da ziforc'hañ diouzh ar strolladoù all. En ur yezh hepken e c'hall bezañ rannyezhoù ha luc'hajoù a zo arveret da ziforc'hañ etre is-strolladoù.
Lod yezhoù o deus reizhiadoù kemplezh-kenañ a-fed geriaoueg ha yezhadur hervez oad, dere, reizh, derez a gerentiezh hag all. Lod all a ziforc'h etre komz d'un den pe d'ul loen. Lod all c'hoazh a c'hourc'hemenn-groñs na vije ket komzet da lod tud — kement-se-holl zo tammoù sevenadur ivez.
Sevenadur ha kevredigezh
kemmañKlask a reas ar bredelfennour alaman Erik Erikson (1902-1994) displegañ levezon ur gevredigezh war ziorroadur hec'h izili :[34]
- pep ezel a c'hall tizhout ar sevenadur dre ur vammenn voutin, en un doare diharz ;
- rekis eo e kreskfe pinvidigezh ar sevenadur a rumm da rumm ;
- rekis eo e c'hallfe bezañ tizhet gant kement boud en deus ur yezh kempoell hag arouezius.
Ar poent diwezhañ a laka ur vevenn etre an dud hag al loened : mar gall un den kelenn d'ul loen, gant ma kompreno lod jestroù ha lod sonioù al loen-se, ne c'hall ket mont pelloc'h en darempredoù sevenadurel ; diouzh e du ne c'hall ket al loen kelenn tra pe dra sevenadurel d'an den. Mard eus kelennadurezh etre den ha loen ne c'hall bezañ nemet dre arvestiñ an eil egile — pep unan o klask kompren hag eñvoriñ jestroù ha sonioù egile, hep na vije ster speredel en darempred.
Renkadur
kemmañKlasket ez eus bet renkañ ar sevenadurioù a-rummadoù hervez lies dezverkoù.
- Hervez o natur
- Arouezius : savet diwar arouezioù bet dibabet ent-tidel, a zo lakaet da voutin da holl izili ur gevredigezh.
- Frammadel : savet diwar gealioù, arouezioù pe emzalc'hioù hervez patromoù, pe rakwelet ha skignet dre zarempredoù.
- Istorel : savet diwar an hêrezh kevredigezhel hag an doare ma tiskoulm an dud ar c'hudennoù a sav diwar o endro pe o buhez kevredigezhel.
- Speredel : savet diwar ur reizhiad kealioù ha boazioù bet desket, a voug al luskoù personel hag a ziforc'h an dud kenetrezo.
- Hervez o astenn
- Dibar : a zo boutin d'ur strollad a vev en ur sevenadur ec'honoc'h ha disheñvel ; da skouer : Breizh er Stad C'hall.
- Hollek : a zo diouzh holl berzhioù dibar ur gevredigezh.
- Hollvedel : a zo difetis ha boutin d'an holl dud daoust d'o sevenadur dibar ; da skouer : saludiñ.
- Hervez o diorroadur
- Kentidik : gant perzhioù rakteknologel n'o deus ket ezhomm a vezañ nevesaet evit bezañ miret.
- Sevenaet : a ya war-raok dre nevezentioù a lusk diorroadur ar gevredigezh.
- Dilennek pe raklennek' : a ya en-dro dre gomz ha n'en deus skritur ebet.
- Lennek : en deus ur yezh komzet hag ur yezh skrivet (a c'hall bezañ disheñvel).
- Hervez o ferzh pennañ
- Fromel : a ya en-dro dre fromoù hepken, hag a zo anavezet dre ar fromoù-se hepken.
- Poellek : a ya en-dro dre ar poell, hag a zo anavezet dre e genderc'hadoù.
- Dreist : a zo fromel ha poellek war un dro.
- Hervez o fal
- Goude-skeudenner : mirout a ra an dremened evit en adober er bremañ ; hêret eo bet digant ar re gozh ha lezet digemm.
- Kenskeudenner : savet diwar patrom ar re gozh ha patromoù nevez ; mirout a ra lod emzalc'hioù kozh ha krouiñ a ra e re dezhañ.
- Rakskeudenner : dave a ra d'ar patromoù kozh hep ober diouto ; krouiñ a ra e batromoù dezhañ, a dreuzkas d'ar rummad nevez.
Elfennoù ar sevenadur
kemmañEn un doare hollek-tre e seller ouzh ar sevenadur evel ouzh ur patrom-bevañ a vez doujet gant ur gevredigezh en ur zegas kemmadennoù ennañ a-hed an amzer. Spisaet ez eus bet elfennoù a zo boutin da gement sevenadur a zo er bed.
- An elfennoù danvezel eo an holl draezoù, naturel pe gemmet gant labour mab-den, a c'hall ur gevredigezh arverañ d'ur mare eus hec'h istor evit kenderc'hel da vevañ : douaroù, danvezioù-diazez, mammennoù gremm, binvioù, kenderc'hadoù naturel ha fardet ganti, oberennoù arzel.
- An elfennoù renkadurel eo an darempredoù kevredigezhel kenaozet evit ma c'hallfe izili ar strollad o deus karg pe garg seveniñ o c'hefridi(où) er gevredigezh.
- An elfennoù gouiziegel eo ar skiant-prenet a vez tapet hag eñvoret kent bezañ treuzkaset a rumm da rumm ha pinvidikaet a-hed an amzer.
- An elfennoù arouezel eo ar bonegoù a zo rekis evit ma vije darempredoù etre an dud pa vezont oberiant. Ar yezh eo ar boneg pennañ hogen reoù all zo, a rank bezañ boutin d'an holl ivez (jestroù, dilhad hag all).
- An elfennoù fromel eo ar skeudennoù hollek, ar c'hredennoù hag an talvoudegezhioù difetis a vroud an asant hag ar c'henober.
Ar c'hemmoù sevenadurel
kemmañE red an amzer e c'hall elfenn pe elfenn ur sevenadur gouzañv kemmoù evit abeg pe abeg, gant asant e izili pe get, dre zarvoudoù diabarzh pe ziavaez. Bez' e c'hall ur gevredigezh chom bev daoust d'ar c'hemmoù a zo c'hoarvezet e rann pe rann anezhi.
Argerzhioù
kemmañPemp argezh a zo bet termenet gant ar gevredaourien er c'hemmoù sevenadurel :
- diazstuziadur : argezh an deskiñ talvoudegezhioù kevredigezhel ha hengounioù sevenadurel e diabarzh ur strollad tud ;[35]
- destuziadur : argerzh an tremen eus ur sevenadur d'egile dre ret (aloubadeg, brezel, hag all), a vez merket alies gant dilez ar yezh ha kemmadennoù er reol-voued, er relijion, hag all ; da skouer : Breizh, Indianed Norzhamerika.
- distuziadur : argerzh ar c'holl perzhioù sevenadurel piaouel dre zegemer perzhioù eus ur sevenadur all ;
- treuzstuziadur : argerzh an degemer hag asantiñ ouzh perzhioù piaouel ur sevenadur all ;
- enstuziadur : argerzh ar soubidigezh hiniennel en ur sevenadur all, gant asant an den ha darempredoù gant izili ar sevenadur all.
Sevenadur lec'hiel ha sevenadur hollek
kemmañDa heul F. Boas ha B. K. Malinowski e voe studiet levezon ar c'henwerzh etre Europiz ha nann-Europiz war sevenadur ar pobladoù nann-Europat : ha kemmet e voe aozadur al labour ? Ha kemmoù bras a voe en o zeknologiezhoù ? Ya e voe ar respont, ha spisoc'h e voe diskouezet dre studiañ kevredigezhoù ar minorelezhioù divroet ha termeniñ pevar ferzh dezho :
- ar sevenadur-kalon : bez' e c'hallont mirout o sevenadur en o bro nevez, hogen ret eo dezho asantiñ da reizhennoù ar sevenadur o degemer ;
- ar gleuzeur : er Stadoù-Unanet dreist-holl e kreder e c'hall an holl sevenadurioù enbroet em veskañ da kendeuziñ hep na emellje ar Stad ; lod skiantourien avat zo savet enep ar melting-pot hag a-du gant ar salad-bowl : evel en ur saladenn e vir pep sevenadur e berzhioù, ha "lipig ar Stad" a ro blaz d'ar saladenn.
- an unsevenadur : e lod Stadoù europat ez eus liammoù start etre sevenenadur ha broadelouriezh, a pezh a gas ar gouarnamantoù da embann lezennoù a-benn ma teuje an enbroidi heñvel ouzh tud ar vro – ret eo dezho dilezel o sevenadur enta ;
- al liessevenadur : gouarnamantoù all a ziforc'h etre sevenadur ha broadelezh, pep sevenadur o vezañ miret hag o taremprediñ ar re all er vroad.
Dibaot a wezh e vez ur vroad oc'h ober war-dro an enbroidi en ur heuliañ unan hepken eus ar perzhioù-se ; ur meskaj anezho a vez peurvuiañ, hervez al lezennoù skrivet hag ar re n'int ket, emzalc'h an dud e-keñver an estrenien e lec'h pe lec'h, hag all. Heñvel eo an traoù e diabarzh ur sevenadur e-keñver tud o deus ur stumm lec'hiel eus ar sevenadur-se.
Sevenadur hiniennel
kemmañ"Sevenadur hiniennel" pe "sevenadur personel" a reer eus hollad ar pezh a oar an den-mañ-den diwar-benn ar bed.
Dre e gerent e krog da zeskiñ (an deskadurezh eo), er skol da c'houde pa vez tro (ar gelennadurezh eo), ha pelloc'h dre e endro kevredigezhel (metoù micherel, da skouer) ; gouest eo ivez da binvidikaat e sevenadur personel dre glask tapout gouiziegezhioù nevez war an dachenn-mañ-tachenn.
Gant hollad e ouiziegezhioù e vez frammet spered an den en doare ma c'hall kompren ha deskiñ kealioù nevez dre o c'heñveriañ gant ar pezh a oar dija. Bez' e c'hall un den kaout en e sevenadur hiniennel gouiziegezhioù a zo estren da sevenadur e gevredigezh, bet tapet dre veajiñ er bed da skouer.
A-wezhioù e vez ar sevenadur hiniennel droukvesket gant ar gouiziegezh hollek, da lavaret eo, dre arlakadenn, gant ar gwelead gouiziegezhioù-diazez a rankje pep den kaout en e sevenadur hiniennel.
Treuzkas ar sevenadur
kemmañAr familh (ha pa vije unkar pe heñvelreizh) eo ar gellig kentañ ma vez treuzkaset ar sevenadur eus ur rummad tud d'ar rummad nevez dre an deskadurezh. Tammoù eus sevenadur ar gevredigezh a vez treuzkaset, da lavaret eo ar re ma sav tud ar vugale a-du ganto peurvuiañ, ha tammoù eus sevenadur hiniennel an tad hag ar vamm, ha c'hoazh ur doare sevenadur all a zo bet ganet er c'houblad — ha kemmet dija gant donedigezh ar bugel kentañ.
Dre ar gelennadurezh e kendalc'h ar skol da dreuzkas sevenadur ar gevredigezh, ouzhpenn ar gouiziegezhioù-diazez rekis da bep den a-benn bezañ en e aez er gevredigezh-se (ar yezh, da skouer). Bez' e c'hall ar gelennadurezh kenderc'hel a-hed buhez an den, kevret gant pinvidikadur e sevenadur hiniennel.
Skignañ ar sevenadur
kemmañA zen da zen dre an darempredoù kevredigezhel e vez skignet ar sevenadur en holl bobladoù ar bed.
Adal ar XVvet kantved e voe ar moullerezh un benveg galloudus-kenañ da skignañ ar sevenadur e diabarzh ur gevredigezh ha dre ar bed a-bezh. Gant diorroadur ar rezhiadoù-skoliata e voe mui-ouzh-mui a dud gouest da gompren sevenadur o c'hevredigezh, da binvidikaat o sevenadur hiniennel ha da zeskiñ diwar-benn ar sevenadurioù all, a-drugarez d'al levraouegoù da skouer.
Dre ar media ivez e vez skignet en darn vuiañ eus ar broioù : kazetennoù, skingomz ha skinwel eo ar re bouezusañ, a ro tu d'an den da vont e darempred gant kalz tud war un dro dre ar pellgomz.
Adal deroù ar bloavezhioù 1990 e voe ur medium nevez, ar Genrouedad, a droas d'ar World Wide Web ma c'hall forzh piv er bed mont e darempred gant forzh piv all. Ker galloudus hag an dispac'h sevenadurel bet degaset gant ar moullerezh eo levezon ar medium nevez-se war skignerezh ar sevenadur, Wikipedia o vezañ unan eus ar skouerioù arouezusañ.
Notennoù
kemmañ- ↑ KROEBER Alfred Louis & KLUCKHOHN Clyde, Culture: A Critical Review of Concepts and Definitions, Vintage Books, New York, SUA, 1952 (en)
- ↑ "Center for Advanced Research on Language Acquisition (en)
- ↑ Hêroniel : a denn d'an hêroniezh, ar skiant a studi ar perzhioù korfel a gaver en ur spesad a rumm da rumm.
- ↑ Tremen 1200 km a gehed ne viront ket ouzh ar c'henlabour : trugarez eta da Tea for two evit ar rannbennad-mañ.
- ↑ Cartulaire de Redon (832-1124) @ Gallica
- ↑ Le Catholicon de Jehan Lagadeuc, Éditions Armeline, Brest, 2005, p. 184 ISBN : 978-2-910878-39-9
- ↑ FLEURIOT Léon, Le vieux breton - Élement d'une grammaire, Slatkine, Genève, 1989, p. 353 ISBN 978-2-05-101059-7
& ERNAULT Émile, Glossaire moyen-breton, Slatkine, Genève, 1976, p. 625 ISBN 978-2-05-102373-3 - ↑ VALLÉE François, Grand dictionnaire français-breton, 1931, adembannet gant Kevredigezh Vreizhat a Sevenadurezh, Groñwel, 1980. Geriadur Vallée.
- ↑ Carson-Newman University (en)
- ↑ Saozneg folk "pobl" + lore "gouiziegezh"
- ↑ Google Books (en)
- ↑ McCLENON James, Tylor, Edward B(urnett) en Encyclopedia of Religion and Society, William H. Swatos Jr., 1998 Hartford Seminary (en)
- ↑ [TYLOR Edward B., Religion in Primitive Culture, Peter Smith Publisher, SUA, 1970, ISBN 978-0-8446-0946-1 (en)
- ↑ BOAS Franz, Race, Language and Culture, Chicago University Press, SUA, 1995 ISBN 978-0-226-06241-9 (en)
- ↑ 15,0 ha15,1 BENEDICT Ruth, Patterns of Culture, Mariner Books, SUA, 2005 ISBN 978-0-618-61955-9 (en)
- ↑ MURDOCK George P., Social Structure, MacMillan, New York, SUA, 1949 ISBN 978-0-02-922290-4(en)
- ↑ Human Relations Area Files (en)
- ↑ MALINOWSKI Bronisław, The Scientific Theory of Culture and Other Essays, Read Books, ISBN 978-1-4474-5597-4 (en)
- ↑ A.R. Radcliffe-Brown 1952 Structure and Function in Primitive Society
- ↑ BASHKOW Ira, A Neo-Boasian Conception of Cultural Boundaries, American Anthropologist 106(3):445–446, 2004 OnLine Library (en)
- ↑ MARX Karl & ENGELS Friedrich, L'idéologie allemande, Éditions sociales, 2012, ISBN 978-2-35367-008-6 (fr)
- ↑ DARWIN Charles, On the Origin of Species by Means of Natural Selection, or the Preservation of Favoured Races in the Struggle for Life, John Murray, London, 1859 - Penguin Classic, 2009 ISBN 978-0-14-043912-0 (en)
- • De l'origine des espèces au moyen de la sélection naturelle, Maspero, Paris, 1983 ISBN 978-2-7071-1169-2 (fr)
- • Kenrouedad : Association des Bibliophiles Universels (fr)
- ↑ McGREW William C., The Cultured Chimpanzee, Cambridge University Press, SUA, 2004 ISBN 978-0-521-53543-4 (en)
- ↑ McGREW, Culture in Nonhuman Primates? Annual Reviews of Anthropology, 1998 Annual Reviews (en) (U.S. $ 20)
- ↑ Le Petit Robert
- ↑ Random House Webster's College Dictionary
- ↑ An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ↑ ÉTIENNE Guy, Geriadur ar stlenn, Preder, Plomelin, BZH, 1995, p. 211 ISBN 978-2-901383-14-7
- ↑ DAWKINS Richard, The Selfish Gene, Oxford Paperbacks, 1989, ISBN 978-0-19-286092-7 (en)
- ↑ MOSTERÍN Jesús Filosofía de la cultura / The Philosophy of Culture, Alianza Editorial, Madrid, Spagn, 2007 ISBN 978-84-206-2753-3 (es) (en)
- ↑ WILSON Edward O., La sociobiologie, Éditions du Rocher, Paris, 1987 ISBN 978-2-268-00536-2 (fr)
- ↑ SAPIR Edward, Le langage, troet gant Solange Marie Guillemin, Payot, Paris, 2001 ISBN 978-2-228-89490-6 (fr)
- ↑ DUNBAR Robin I, Grooming, Gossip and the Evolution of Language, Harvard University Press, SUA, 1997, ISBN 978-0-674-36334-2 (en)
- ↑ ERIKSON Erik H., Enfance et société, Delachaux & Niestlé, Paris, 1976 ISBN 978-2-603-00084-7 (fr)
- ↑ LINTON Ralph, Le fondement culturel de la personnalité, 1945 Université de Québec à Chicoutimi (UQAC) (fr)
Levrlennadur
kemmañ- BENEDICT Ruth, The Chrysanthemum and the Sword (Patterns of Japanese Culture), Mariner Books, SUA, 2006 ISBN 978-0-618-61959 (en)
- Le Chrysanthème et le sabre, Philippe Picquier, Paris, 1998 ISBN 978-2-87730-234-0 (fr)
- CUCHE Denys, La notion de culture dans les sciences sociales, Repères, La Découverte, Paris, 2010 ISBN 978-2-7071-5883-3 (fr) IUFM Paris]
- DURKHEIM Émile, Les règles de la méthode sociologique, 1895, adembannadur Flammarion, Paris, 2010 ISBN 978-2-08-122309-7
Liammoù diavaez
kemmañ- UNESCO (fr)
- Ministère de la Culture (fr)