Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Torre de Belém, e Lisbon.

Portugal (brezhoneg: [pɔrty:gal); portugaleg: [puɾtuˈɣaɫ]), ent-ofisiel Republik Portugalat (República Portuguesa [ʁɛ'puβlikɐ puɾtu'ɣezɐ] diouzh doare an IPA e portugaleg, República Pertuesa e mirandeg), a zo ur riez lec'hiet e mervent Europa, el Ledenez iberek, anezhi ar vro a ya ar pellañ e kornôg kevandir Europa. Harzoù he deus gant Spagn war-du an norzh hag ar reter ha riblet eo gant ar Meurvor Atlantel war-du ar su hag ar c'hornôg. Div enezeg he deus ivez er Mor Atlantel : Azorez ha Madeira. Emañ ar vro e-barzh Unaniezh Europa hag AFNA

República Portuguesa
República Pertuesa
Banniel Portugal Ardamezioù Portugal
Banniel Ardamezioù
LocationPortugal.png
Kan broadel A Portuguesa
Yezhoù Portugaleg (ofisiel)
mirandeg (anavezet)
Kêr-benn Lisboa
Gorread
• En holl
• % dour

92,391 km²
<0.5
Poblañs
• Hollad
• Stankter

10 605 870 (2004)
114/km²
Prezidant Marcelo Rebelo de Sousa
Kentañ ministr António Costa
Gouel broadel 10 a viz Gouere
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 351
Kenrouedad .pt

Dont a ra anv Portugal diwar e anvadur orinel er IXvet kantved, pa raed eus ar c'hentañ kontelezh en hanternoz Terra Portucalensis, da lavaret eo douar Portus Cale, diwar anv div gêr e beg ar stêr Douro, gant Portus (Porto a-vremañ) war he glann zehoù, ha Cale (Vila Nova de Gaia a-vremañ) war he glann gleiz.

E-kerzh ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved, gant hec'h impalaeriezh hollek, e oa unan eus galloudoù armerzhel, politikel ha sevenadurel pennañ er bed. Portugal a zo anezhi ur vro diorroet, ezel eus Unaniezh Europa (abaoe 1986) hag eus ar Broadoù Unanet (abaoe 1955); kement hag un ezel diazezer eus Takad an Euro, an AEKD, an AFNA, hag ar CPLP (Comunidade dos Países de Língua Portuguesa — Kumuniezh ar Broioù Portugalek).

IstorAozañ