An Douro (e portugaleg, distaget [ˈdowɾu], [ˈdoɾu]), Duero (e spagnoleg, distaget ˈdweɾo]), a zo ur stêr vras 897 km e Ledenez Iberia. Eieniñ a ra e Bro-Spagn ha redek trema ar Meurvor Atlantel ma'n em daol ennañ e Porto. Ar 525 km kentañ eus he red a zo e Spagn. Goude, war 112 km, e ra ar vevenn etre Spagn ha Portugal, hag an 215 km diwezhañ a zo e Portugal.

An Douro e Ledenez Iberia
An Douro e Porto

GerdarzhAozañ

Eus anv latin ar stêr, Durius, e teu Douro ; meneget eo gant Silius Italicus, Plinius an Henañ ha Pomponius Mela, hag er stummoù henc'hresianek Dourios, Dorios ha Dōros gant Ptolemaios, Strabon ha Cassius Dio.
Den ne oar orin an anv avat. Dre ma red en ur vro a oa keltiek gwechall e c'houlakaer ur wrizienn geltiek *du(b)r- "dour", "dourredenn", met gallout a rafe dont dreist al latin eus ur wrizienn indezeuropek *dura / duria, a zo paot en Europa, er broioù keltiek dreist-holl.

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.