Douro
- Gant ar ger Duero e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Duero (disheñvelout).
An Douro (e portugaleg, distaget [ˈdowɾu], [ˈdoɾu]), Duero (e spagnoleg, distaget ˈdweɾo]), a zo ur stêr vras 897 km he hed e Ledenez Iberia. Eieniñ a ra e Spagn kent redek trema ar c'hornôg betek Porto ma'n en en daol er Meurvor Atlantel. Ar 572 km kentañ eus he red a zo e Spagn. Goude, a-hed 112 km, e ra ar vevenn etre Spagn ha Portugal, hag an 213 km diwezhañ a zo e Portugal.
Gerdarzh
kemmañEus anv latin ar stêr, Durius, e teu Douro ; meneget eo gant Silius Italicus, Plinius an Henañ ha Pomponius Mela, hag er stummoù henc'hresianek Dourios, Dorios ha Dōros gant Ptolemaios, Strabon ha Cassius Dio.
Den ne oar orin an anv avat. Dre ma red en ur vro a oa keltiek gwechall e c'houlakaer ur wrizienn geltiek *du(b)r- "dour", "dourredenn", met gallout a rafe dont dreist al latin eus ur wrizienn indezeuropek *dura / duria, a zo paot en Europa, er broioù keltiek dreist-holl.
Douaroniezh
kemmañEn un dourva a 98 073 km² e red an Duero : 78 859 km² anezho e Spagn ha 19 214 km² e Portugal. E Spagn e tastum dour eus Castilla y León, Galiza, Cantabria, La Rioja, Castilla-La Mancha, Extremadura ha kumuniezh Madrid.
Adstêrioù an Duero
kemmañ
|
Lec'hioù
kemmañ
Notennoù
kemmañ- ↑ A ra an disparti etre Portugal ha Spagn, e distrig Guarda e Portugal hag e proviñs Salamanca e Spagn.