A Portuguesa
A Portuguesa ("Ar Bortugalez") eo kan broadel ofisiel Portugal hag unan eus arouezioù broadel ar Stad.
A Portuguesa | |
---|---|
Kan broadel Portugal
| |
Komzoù | Henrique Lopes de Mendonça |
Sonerezeh | Alfredo Keil |
Bloaz | 1890 |
Degemeret | 5 a viz Here 1910 (de facto) 19 a viz Mezheven 1911 (de jure) |
|
Ur c'han brogarour e oa er penn-kentañ, aet da vrudet-kenañ da-heul un ultimatum bet embannet d'an 11 a viz Genver 1910 gant Breizh-Veur hag a c'hourc'hemenne da Bortugal dilezel an trevadennoù he devoa en Afrika, ar re a oa war ar "gartenn roz" etre Angola ha Mozambik[1]. Gant Henrique Lopes de Mendonça (1856-1931) e voe skrivet an ton, hag Alfredo Keil (1850-1907) a aozas ar son. E 1911 e voe degemeret A Portuguesa da gan broadel ofisiel Portugal[2].
Istor
kemmañOrin
kemmañ
|
|
Liesdoare e voe an emsavadeg. Kerkent ha 1890 e voe aozet A Portuguesa ha kanet evel arouez brogarour ha republikan ; d'an 31 a viz Genver 1891 e voe kanet da-geñver an taol-Stad c'hwitet a glaskas staliañ Republik Portugal[3]. D'ar 4 a viz Here 1910 e voe diskaret ar roue Manuel II, d'ar 5 e voe staliet ar Republik, ha d'an 19 a viz Mezheven 1911 e voe lakaet A Portuguesa d'he c'han broadel ofisiel[4] e-lec'h an Hymno da Carta, bet aozet e 1826 ha degemeret da gan broadel Portugal adalek miz Mae 1834[5].
Dael
kemmañDisheñvelik eo kentel A Portuguesa hiziv diouzh an hini orin a-fed sonerezh. Lavaret e vez ez eo disheñvel ivez a-fed pozioù : hiziv e vez kanet contra os canhões ("enep ar c'hanolioù") en diskan, padal e vije bet contra os bretões gwezhall ("enep ar Vretoned", eleze Breizhveuriz). Hervez an istorour Rui Ramos (*1962) ez eo enep ar c'hanolioù e veze kanet pa oa bet skrivet an ton e 1890 ; goude ultimatum 1910 e oa bet kanet contra os bretões e lod manifestadegoù.
Ar bomm contra os canhões a lenner war ur skrid A Portugueza (sic) bet moullet e 1890[6] koulz hag e niverenn 405 ar gelaouenn O Occidente bet embannet e miz Meurzh 1890, da lavaret eo krak goude aozadur ar c'han[7]
E 1956 avat e kaved hag e kleved meur a gentel eus kan broadel Portugal, gant an daou zoare. Ur poellgor a voe anvet gant ar gouarnamant evit termeniñ ar gentel ofisiel ; d'ar 16 a viz Gouhere 1957 e voe dalc'het d'ar gentel orin, contra os canhões neuze[8]
Framm hag arver
kemmañTeir rann zo er c'han, pep hini anezho savet diwar daou boz peder gwerzenn enno, heuliet gant an diskan c'hwec'h gwerzenn ennañ.
Ar rann gentañ hepken zo bet lakaet da gan broadel ofisiel Portugal, a vez kanet da-geñver al lidoù ofisiel keodedel ha milourel ma vez enoret ar vro, ar banniel pe prezidant ar Republik. Sonet e vez ivez war diriad Portugal da-geñver gweladenn ofisiel ur penn-Stad estren, goude kan broadel ar Stad estren-se. Hogos dianav eo an div rann all e-mesk ar bobl.
Meneget eo A Portuguesa evel kan broadel ofisiel e Bonreizh Portugal 1976[9]
Son
kemmañI | II | III |
Heróis do mar, nobre povo, |
Desfralda a invicta Bandeira, |
Saudai o Sol que desponta |
I | II | III |
Harozed ar mor, pobl hael, |
Dispak ar Banniel didrec'het, |
Saludit an Heol o sevel |
Notennoù
kemmañ- ↑ (pt) 'Negocios externos – Documentos apresentados ás cortes na sessão legislativa de 1890, pp. 197-198.. Kavet : 16 Ebr 24.
- ↑ (pt) Andrade Nunes, João. 3 hinos nacionals 3 formas de cantar a pátria. In : Revista de armada, niv. 553, Gouere 2020, p. 27.. Kavet : 16 Ebr 24.
- ↑ (pt) 'Hino Nacional @ Presidência da República Portuguesa. Kavet : 16 Ebr 24.
- ↑ (pt) 'Assemblea Nacional Constituinte, 20/06/1911.. Kavet : 16 Ebr 24.
- ↑ (pt) 'Hino Nacional – Antecedentes'. Kavet : 16 Ebr 24.
- ↑ (pt) 'A Portugueza'. Kavet : 16 Ebr 24.
- ↑ (pt) 'O Occidente, 21/03/1890. Kavet : 16 Ebr 24.
- ↑ (pt) 'Versão oficial de « A Portuguesa », 16/07/1957. Kavet : 16 Ebr 24.
- ↑ (pt) Constituição da República Portuguesa – Princípios fundamentais 'Artigo 11.°'. Kavet : 16 Ebr 24.