Manuel II de Bragança, pe Manuel Maria Filipe Carlos Amélio Luís Miguel Rafael Gabriel Gonzaga Xavier Francisco de Assis Eugénio de Bragança Orleães Sabóia e Saxe-Coburgo-Gotha, a voe roue Portugal e-pad daou vloaz, eus 1908 da 1910. Roue diwezhañ ar vro e oa.

E vuhez

kemmañ

Mab yaouankañ Carlos Iañ Portugal e oa. E vamm e oa ar briñsez c'hall Amélie d'Orléans. Lazhet e voe e dad hag e vreur henañ gant ar Republikaned en ur gwalldaol ha gloazet e voe Manuel ivez, hag eñ 19 vloaz.

D'ar 4 a viz Here 1910 e rankas tec'hel da Gibraltar, a oa d'ar Saozon. Aleshont ez eas da chom da Vro-Saoz ma skrivas diwar-benn lennegezh Portugal. Eno e varvas e Twickenham e 1932.

Dimeziñ

kemmañ

Dimeziñ a reas d'ar briénsez alaman Auguste Viktoria von Hohenzollern.