Carlos Iañ Portugal

Ur pennad Carlos Iañ zo ivez.

Carlos Iañ Portugal (Terreiro do Paço 1863–1908 Lisboa), pe Carlos Fernando Luís Maria Vítor Miguel Rafael Gabriel Gonzaga Xavier Francisco de Assis José Simão de Bragança Sabóia Bourbon Saxe-Coburgo-Gotha hervez e anv ofisiel, a oa eil diwezhañ roue Portugal.

Carlos Iañ Portugal

Ganet e oa d'an 28 a viz Gwengolo 1863 e Terreiro do Paço, nepell diouzh Lisboa. Mab e oa d'ar roue Luís Iañ Portugal ha d'ar briñsez Maria Pia Savoia. Anvet e voe da roue goude marv e dad e 1889.

Muntret e voe d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1908, war un dro gant e vab henañ a dlee ren war e lerc'h.

Dimeziñ kemmañ

Dimezet e oa d'ar briñsez c'hall Amélie d'Orléans (1865-1951): (Amélia de Orleães e portugaleg).

Ur vastardez en doe ivez: Maria Pia von Sachsen-Coburg-Gotha Bragança (1907-1995).