1añ C'hwevrer
deiziad
(Adkaset eus 1añ a viz C'hwevrer)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1702 : Emgann Cremona etre al luioù gall hag aostrian.
- 1793 : Frañs a ziskleir ar brezel d’ar Rouantelezh Unanet ha d’an Izelvroioù.
- 1908 : muntret eo ar roue Carlos Iañ Portugal hag e vab, e Lisbon, gant republikaned.
- 1918 : degemeret eo an Deiziadur gregorian gant Rusia.
- 1920 : krouet eo ar South African Air Force.
- 1943 : Vidkun Quisling zo anvet da Gentañ ministr Norvegia gant an alouberien alaman.
- 1953 : en Izelvroioù eo beuzet an douaroù gant ar mor e proviñsoù Zeeland, Zuid-Holland ha Noord-Brabant, ha lazhet ez eus 1 836 den.
- 1958 : unanet eo Ejipt ha Siria da vont d’ober ar Republik Arab Unanet, a bado betek 1961.
- 1976 : krouidigezh ar C'huzul etrebroadel evit kendalc'h ar yezh vrezhonek e Brusel, gant izili en ugent bro dre ar bed.
- 1999 : dilezet eo al Lizherenneg Morse.
- 2003 : distrujet eo an egorvulzun amerikan Columbia pa oa o tistreiñ war an Douar ; aet eo da Anaon ar 7 den a oa e bourzh.
- 2003 : lakaet eo e pleustr Feur-emglev Nisa.
- 2021: taol-stad gant an arme e Birmania
Ganedigezhioù
kemmañ- 1801 : Émile Littré, geriadurour ha prederour gallek.
- 1804 : Handrij Zejler, skrivagner sorabek.
- 1824 : Guillaume Le Jean, ergerzher breizhat.
- 1879 : Hyacinthe Kerniliz, kouer ha barzh breizhat.
- 1894 : John Ford, filmaozer amerikan.
- 1901 : Clark Gable, aktour amerikan.
- 1902 : Langston Hughes, barzh, danevellour ha dramaour amerikan.
- 1915 : Sir Stanley Matthews, melldroader etrebroadel saoz
- 1920 : Pierre Jonquères d'Oriola, marc'heg gall, kampion olimpek e 1952.
- 1931 : Boris Yeltsin, den-stad ha kentañ prezidant Kevread Rusia.
- 1937 : Maryan Wisniewski, melldroader etrebroadel gall.
- 1939 : Claude François, kaner ha produer gall.
- 1945 : Jili Servat, kaner-sonaozer breizhat.
- 1962 : Manuel Amoros, melldroader etrebroadel gall, kampion Europa e 1984.
Marvioù
kemmañ- 1328 : Charlez IV (Bro-C'hall), roue Bro-C'hall adalek 1322 betek e varv.
- 1851 : Mary Shelley, skrivagnerez saoznek, krouerez an danevell Frankenstein; or, The Modern Prometheus.
- 1870 : Florent Prévost, naturour ha skeudennaouer gall.
- 1871 : Guillaume Le Jean, ergerzher breizhat.
- 1885 : Henri Dupuy de Lôme, ijinour listri-brezel ha politikour gall.
- 1896 : Fermo Zannoni, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1908 : Carlos Iañ Portugal, roue Portugal adalek 1889 betek e varv.
- 1920 : Adolf Albin, mestrc'hoarier echedoù roumanat.
- 1944 : Piet Mondrian, livour izelvroat.
- 1966 : Buster Keaton, aktour, filmaozer ha produer stadunanat.
- 1976 : Werner Heisenberg, fizikour alaman, tapet gantañ Priz Nobel ar Fizik e 1932.
- 1994 : Guy Lefranc, filmaozer ha saver senario gall.
- 2017 : Étienne Tshisekedi, politiker eus Kongo.
- 2021 : Jañdo Robin, skolaer brezhonek.
Lidoù
kemmañ- Gouelioù ar Gelted kozh :
Gant ar Gelted e veze lidet Imbolc (Emwalc'h) d'ar 1añ a viz C'hwevrer en enor d'an doueez Brigid, hag a oa arouez ar frouezhusted e dibenn ar goañv. Deiz kentañ an Nevez-amzer e oa.
- Deiziadur henroman : Calendis Februariis / Helernalia / Juno Sospita = Deiz kentañ miz C'hwevrer; Goustlet da Helernius; Deiz ha bloaz dedi templ Juno Sospita.
- Katoligiezh:
- Sent an deiz :
- santez Berc'hed, patronez Iwerzhon († war-dro 524);
- sant Yann Kastellun, lesanvet ar Gael, bet abad e Gwengamp hag eskob e Sant-Maloù († 1163);
- sant Aoperzh, manac'h e Landevenneg (VIIvet kantved);
- sant Tujan, abad Daoulaz (VIvet kantved).
- Sent an deiz :