John Ford
- Evit implijoù all, gwelet John Ford (disheñvelout).
John Ford (John Martin Feeney eus e anv ofisiel) a zo ur sevener amerikan, a-orin iwerzhonat, ganet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1894 e Cape Elizabeth e-kichen Portland (Maine) ha marvet d’an 31 a viz Eost 1973 e Palm Desert e Kalifornia. Peder gwech eo aet oscar ar gwellañ sevener gantañ. Unan eus pennañ sevenerien Hollywood eo bet etre ar bloavezhioù 1920 ha 1960. Lakaet eo da vezañ unan eus mistri ar western daoust ma n'en deus bet oscar ebet evit hini ebet anezho.
Filmoù
kemmañOscar ar gwellañ sevener
kemmañPeder gwech eo aet "Oscar" ar gwellañ sevener gantañ, ha den n'en deus graet kement pe gwell:
- 1935 : The Informer
- 1940 : The Grapes of Wrath
- 1941 : How Green Was My Valley
- 1952 : The Quiet Man