Vidkun Quisling
Vidkun Abraham Lauritz Jonssøn Quisling a oa ur milour ha politikour norvegiat bet ganet d'an 18 a viz Gouere 1887 e Fryrerdal er rannvro Telemark ha marvet d'ar 24 a viz Here 1945 en Oslo.
Goude bezañ bet darbarer en arme e Petrograd (1918-1919) ha Moskov (1927-1929) e tiskouezas bezañ a-du gant ar renad soviedel kent pellaat dioutañ e 1933 ha diazezañ ar Vodadeg Vroadel (Nasjonal Samling) a savas a-du gant an nazied.
E miz C'hwevrer 1942, pa oa dalc'het Norvegia gant ar soudarded alaman, e voe anvet e penn ar gouarnamant, ha goude an Dieubidigezh e voe kondaonet d'ar marv ha fuzuilhet.
A-c'houde an darvoudoù-se ez eo deuet e anv da vezañ kevatal d'ar ger "kenlabourer" (gant an enebour) e norvegeg.