Oslo

Oslo port.jpg

Riez Norvegia
Rannvro Viken
Kod pellgomz
Maer (Ordfører)
Amzer gefridi
Fabian Stang (mirour)
2011-2015
Gorread 454 km²
Hed 10° 54' 00 R
Led 59° 54' 36 N
Uhelder 1 m
Poblañs hep kontoù doubl 634 463 (2014)
Stankter 1 189/km²

Oslo (distaget e norvegeg, hervez ar rannyezh, ['uslu] pe ['uʃlu]) a zo kêr-benn Norvegia. Lec’hiet eo e goueled fjord Oslo. Kêr vrasañ Norvegia eo, gant ouzhpenn 500 000 annezad. Ur gontelezh (fylke) eo ivez, kelc’hiet gant kontelezh Akershus.

14-09-02-oslo-RalfR-393.jpg

En Oslo emañ parlamant Norvegia (Stortinget), palez ar roue, ar ministrerezhioù, Eskemmdi Norvegia, hag all.

DouaroniezhAozañ

Emañ Oslo e goueled ur fjord. A-hend-all eo kelc’hiet kêr gant menezioù. War tiriad ar gumun ez eus 343 a lennoù. Ar menez Kirkeberget (629 m) eo lec’h uhelañ ar gêr.

IstorAozañ

Hervez ar sagaoù skandinavek e vefe bet savet Oslo en-dro d’ar bloavezh 1048 gant ar roue Harald III. Dianav eo orin an anv ‘’Oslo’’.

 
Kastell Akershus.

Dont a reas da vezañ kêr-benn ar vro dindan ren Håkon V (1299-1319) a voe ar roue kentañ oc’h ober e annez eno hag a lakaas sevel kastell Akershus. E 1387 e tremenas rouantelezh Norvegia dindan dalc’h Danmark ha dont a reas Oslo da vezañ ur gêr a eil renk, pa oa ar roue o chom e Kopenhagen. Ne voe digoret ur skol-veur eno, da skouer, nemet e 1811.

Distrujet e voe Oslo gant an tan e 1624 hag adsavet e voe goude, en tu all d’ar fjord, e-kichen kastell Akershus, gant ar roue Christian IV Danmark, a roas e anv d’ar gêr : Christiania pe Kristiania. E 1814 e voe dizunvanet rouantelezhioù Norvegia ha Danmark, ha dont a reas Kristiania da vezañ ur gwir gêr-benn. Kalon ar c’henwerzh hag ar sevenadur e Norvegia e oa ha meur a savadur bras a voe savet eno e-pad an XIXvet kantved, evel Palez ar Roue (1848), ar Parlament pe Stortinget (1866), ar skol-veur (1811), ar C’hoariva Broadel…. Dre ar bed a-bezh e oa brudet arzourien Christiania evel Henrik Ibsen, Edvard Munch, Knut Hamsun pe Sigrid Undset (Priz Nobel al lennegezh) : un oadvezh aour e voe ar mare-se evit Christiania war an dachenn sevenadurel.

Adkavout a reas kêr hec’h anv kozh, Oslo, e 1925.

E 1952 e voe aozet ar C’hoarioù olimpek goañv en Oslo, ar pezh a roas brud d’ar gêr. E miz Mae 1995 ez eo eno e voe sinet Emglev Oslo etre Israeliz ha Palestiniz.

SevenadurAozañ

GevellerezhAozañ

Emglevioù kenlabour zo bet sinet gant ar c'hêrioù ha rannvroioù da heul :[1]

Ur c'hustum c'hozh gant Oslo zo kas ur wezenn Nedeleg bep bloaz da gêrioù Washington, D.C., Londrez, Rotterdam, Antwerpen ha Reykjavík.[1][2]. Oslo a gas abaoe 1947 da Londrez ur spruñs, 20-25 metr e uhelder, a c'hall bezañ 50 da 100 bloaz. Se da lak war-wel e anavez mat dalc'h war sav Breizh-Veur outañ e-pad an Eil Brezel-bed.

DaveoùAozañ


Tud brudetAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.