Digeriñ al lañser pennañ

DarvoudoùAozañ

AmerikaAozañ

Afrika zuAozañ

Bed arab & muzulmanAozañ

Azia-greizAozañ

IndiaAozañ

Reter-pellañAozañ

Europa ar C'hornôgAozañ

  • Savet eo kêr Vrusel.
  • Aloubet eo an Novempopulania, Gwaskonia da zont, gant ar Waskoned (dibenn VIvet, deroù VIIvet).
  • Oadvezh an houarn germanek nevez e Skandinavia (600-800).
  • Mestr eo ar Syered (Sveared), merdeerien, war Götered ar su e Sveden. Savet ez eus ur rouantelezh teokratek gant Uppsala da gêr-benn. Berzh a ra ar c'henwerzh en-dro da greizenn Birka, war un enez eus al lenn Mälar a gemer lec'h Helgö bep un tammig adal 800.
  • Embann a ra tierniezh an Ynglingared e Sveden diskenn eus an doue Freyr. Eus an dierniezh-mañ e tiskenno rouaned norvegat ar Vestfold en IXvet kantved.
  • Difraostadegoù e Sveden (lec'hanvioù e -rud, -ryd, -röd pe -red), kêriadennoù nevez, diorren an ostilherezh (bouc'hal houarn, arar skouarnek - plógr - a gemer lec'h an arar digilhor).
  • E Skandinavia eo techet kinkladur al loened da bellaat diouzh levezon Roma evit tostaat d'ar stiloù reterel (arz ar "Skuted" pe arz ar stepennoù) ledet a-vras ha bet desket gant ar C'hGoted e kreisteiz Rusia moarvat.
  • Bez lestr Sutton Hoo, East Anglia (Bro-Saoz a hiziv)
  • Barzhoniezh saoz kentañ

Reter EuropaAozañ

Tud dibarAozañ

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoùAozañ