Republik islamek Iran (diwar an arieg « nobl », ايران e perseg) zo ur republik islamek eus Azia ar Mervent ; Teheran (pe Tehran) eo ar gêr-benn, ar perseg eo ar yezh ofisiel hag ar rial eo moneiz ar vro ; an deiziadur pers eo an deiziadur ofisiel. Gronnet eo Iran gant Afghanistan, Turkmenistan, mor Kaspia, Azerbaidjan, Armenia, Turkia, Irak, pleg-mor Persia ha mor Oman (meurvor Indez). E-sell e vefe Iran d'emezelañ ouzh ar KSAKR (Kevredigezh Su-Azia evit ar C’hevelerezh Rannvedel).

'''جمهوری اسلامی ايران'
Jomhūrī-ye Eslāmī-ye Īrān''

Republik Islamek Iran
Banniel Iran Ardamezioù Iran
Banniel Ardamezioù
Ger-stur : Esteqlāl, āzādī, jomhūrī-ye eslāmī 1  (Farsieg)
"Dizalc'hidigezh, Frankiz, Republik Islamek"
Kan broadel: Sorūd-e Mellī-e Īrān ²
Lec'hiadur Iran
Lec'hiadur Iran
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Teheran
35°41′N 51°25′E
Yezh(où) ofisiel Farsieg
Gouarnamant Republik Islamek
 - Penn-blenier Ayatollah Ali Khamenei (آیت‌الله سید علی حسینی خامنه‌ای)
 - Prezidant Ebrahim Raisi (ابراهیم رئیسی)
Gorread
 - Hollad 1,648,195 km² (18vet)
 - Dour (%) 0.7
Poblañs
 - istimadur 2007 71,208,000³ ()
 - niveradeg 2007 71,208,000³
 - Stankter 42/km² (109vet)
PDK (PGP) 2007 (istimadur)
 - Hollad $852 miliard[1]
 (15vet[1])
 - Keidenn $12,300[1]
 (65vet)
FDD  (2004) 0.759 (kreiz) (94vet)
Moneiz rial Iranian (ريال) (IRR)
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .ir
Kod pellgomz +98

Orin an anv

kemmañ

E-pad ren an Achemenided (550-330 kent JK) e rae Iraniz Parsa (Persia) eus o ziriadoù diwar anv rouantelezh Kurach Veur a oa d’ar meuriad pers, hag a adkaver c’hoazh hiziv an deiz dindan ar stumm Fars pe Pars evel anv ur proviñs. Padal e veze graet Aryanam eus ar stad a-bezh neuze. Da vare Part (248 kent JK - 224 goude JK) e oa bet kemmet Aryanam da Aryan, evit emdreiñ da Iranshar ha da Iran da vare ar Sasanided.

Ar C’hresianed a rae gant Aryana ha Persis evit ober anv eus ar rannvro a anavezer hiziv an deiz evel ar plateiz iranat. Tremenet eo an termen d’al latin evit dont da vezañ Persia. Implijet kalz e chom an anv-se e broioù ar C’hornôg, ha degas a ra un tamm kemmesk gant ar proviñs Fars.

En XXvet kantved e savas tabut etre ar gefredourien evit gouzout petra a zlefe bezañ anv reizh ar vro. D’an 21 a viz Meurzh 1935, deiz Norouz anezhi, ez embannas Reza Shah Pahlavi un dekred a c’houlenne digant ar re o deveze darempredoù gant ar vro implijout an anv Iran en o lizheroù ofisiel hiviziken.

E 1979, da-heul dispac’h Iran, e voe krouet Republik Islamek Iran, met an termenoù Persia hag Iran a vez implijet stank c’hoazh.

Sellet ouzh ar pennad Istor Iran ha Persia.

Gwelet ivez : Roll renerien Iran

Unan eus sevenadurioù koshañ ar bed zo bet diwanet en Iran. Abaoe oadvezh ar maen ez eus bet tud o chom er rannvro-se eus ar bed : kavet ez eus bet ostilhoù ken kozh hag 800 000 vloaz. Deuet e oa an neolitik er vro etre ar VIIvet hag ar VIvet milved, asambles gant un armerzh produiñ-madoù. Tamm ha tamm e voe savet kêrioù ha sevenadurioù kemplesoc'h betek ma voe savet ur sistem skritur evit an elamiteg, war batrom sistem ar sumereg.

Henamzer

kemmañ

Tro dro d'an III milved e voe savet an Impalaeriezh Elamat eus ar vro, tro-dro da Susa. Kevezañ a reas ouzh impalaeriezh Akkad ha c'houde Babilon hag Asiria. E-kerzh an IIl milved e teuas pobloù eus kreiz Azia a gomze rannyezhoù kar d'an indezeuropeg. Lod eus ar pobloù-se, ar Veded a dorras galloud an Asirianed hag e voe savet tamm ha tamm impalaeriezh an Ac'haemenided. Brezeliñ a reas an Impalaeriezh-se evit bezañ mestr eus ar Reter-Nesañ, o tistrujañ Babilon hag o klask aloubiñ Henc'hres. Distrujet e voe an Impalaeriezh gant Alesant Veur a leuskas plas d'ur renad savet gant unan eus e jeneraled, renad ar Seleukided. Pa voe deuet gwan ar Seleukided e voe renet ar rannvro gant ar renad Part a stourmas pell a-enep ar Romaned a-raok bezañ erlec'hiet gant ar Sasanined a voe ar re gentañ oc'h ober Eranshahr pe Iranshahr (ايرانشهر) eus o douaroù. Stourm a reas e-pad pell a-enep an Impalaeriezh Roman betek aloubiñ Jeruzalem e 613.

Levezon diavaez ha galloudoù diabarzh

kemmañ

E penn-kentañ ar VIIvet kantved e voe trec'het ar Romaned hag ar Sassanined gant an armeoù muzulman hag aloubet Iran. Tamm ha tamm e troas tud ar vro war-zu an Islam, da gentañ tud ar c'hêrioù ha da c'houde al beizanted. Tro d'an IXvet kantved e voe ar muiañ-niver gant ar vuzulmaniz, hervez kont. Treiñ a reas darn anezho ouzh ar Chiitiezh avat, dreist-holl e proviñs ar C'horasan. Dre ma wanae galloud ar galifed abasid e voe savet rouantelezhioù bihan pe brasoc'h en Iran a geveze ouzh Badgad a-fet sevenadur, o kas war-raok ur sevenadur bersek e-liamm ouzh ar sevenadur henbersek ha krennbersek eus a-raok aloubadeg an Arabed.

Meuriadoù turkek a voe ivez oc'h ober o zoull pe o reuz er vro betek aloubadeg Gengis Khan e 1219, aloubadeg a zo bet drastus evit ar vro, betek cheñch he aozadur. Dindan beli ar Vongoled e chomas Iran betek 1335 pa savas rouantelezhioù lec'hel adarre. Diwar ar rouantelezhioù-se e savas impalaeriezh Tamerlan er XIVvet kantved, o krouiñ ur renad a badas betek ar XVIvet kantved. Renad ar Safavided, a-orin azeri, a gemer ar galloud neuze hag a dro an Iraniz ouzh ar Chiitiezh da vat. Ren Abbas Iañ (1587-1629) a voe ur mare aour evit Iran, ur mare a beoc'h dre ma savas feurioù-emglev evit chom hep brezeliñ hag mare pinvidik gant ar c'hoñverz ma reas gant ar galloudoù european. Diaezamantoù a savas tamm ha tamm avat gant an urzhioù relijiel a bellaas muioc'h-mui diouzh ar Stad. Goude mare Abbas I e krogas mare an diskar evit ar renad safavid. Komañs a reas meuriadoù diavaez (Afghaned) ha diabarzh d'en em gannañ evit seizhañ ar galloud.

War-zu ar Stad vodern

kemmañ

E 1795 e voe kemeret ar galloud gant Agha Mohammad Shah Quajar. Dindan renad e lignez e voe stabilaet ar vro adarre, met dindan gourdrouz Impalaeriezh Rusia hag hini ar Rouantelezh-Unanet, a glaske kontrolliñ koñverzh Iran ha lakaat o fri en he aferioù diabarzh. Gant Nasseredin Shah hag e vinistr Amir Kabir e voe klasket modernaat ar vro, met kreskiñ a reas ivez fulor ar bobl betek dispac'h bonreizhel 1906. Kreskiñ a reas ivez levezon Breizh-Veur a-feur ma voe kavet eoul-maen er vro.

Kemeret e voe ar galloud goude ar Brezel Bed Kentañ gant Reza Khan, un ofiser a renk izel, a yeas da Reza Shah Pahlavi. O klask modernaat muioc'h c'hoazh a vro e freuzas gwirioù ispisial an dud estren bet roet da vare ar renad a-raok ha goulenn a reas e vije paouezet da implij ar ger Persia gant ar gumuniezh etrevroadel : lakaat a reas an dud d'ober gant Iran kentoc'h. Klask a reas modernaat ar gevredigezh ivez, difenn d'ar maouezed dougen ar ouel ha rediañ ar wazed d'en em wiskañ e giz ar c'hornôg. Dre ma tostaas re ouzh Alamagn a-raok an Eil Brezel Bed e voe rediet da leuskel e garg gant e vab Muhammad Reza Pahlavi hag ar Breizhveuriz ha kaset e voe d'an harlu. Tamm ha tamm e kouezhas ar vro dindan levezon ar Stadoù-Unanet a sikouras ar shah da lakaat ur galloud unveli e plas, diaezet war arc'hant an eoul-maen, o leuskel darnoù bras eus ar gevredigezh a-gostez avat.

Ar republik islamek

kemmañ

Dispac'h a voe 1979 gant mizioù a vanifestadegoù a lakaas ar shah da dec'het kuit. Lies-kenañ e oa luskadoù an dispac'h, met kreñv-tre e voe Rouhollah Khomeini, un ayatolah bet harluet en Europa, enni. Strolladoù-stourm an doueoniezh, anvet Gwarded an Dispac'h, a lakas ar vro en urzh da gentañ, ha buan e seizjont ar galloud lec'hel en Iran a-raok en em lakaat e penn ar jeu er vro a-bezh. Diazezet e voe ar Republik islamek e fin 1979 gant Khomeini evel heñcher-meur. Enkadennoù meur a savas etre ar vro hag ar Stadoù-Unanet, bet lakaet da Satan Veur abalamour da emzalc'h an Amerikaned a-raok an dispac'h, betek afer ar c'hannati, a badas eus 1979 betek 1981.

Brezel a voe d'ar mare-se etre Irak, sikouret gant ar Stadoù-Unanet, hag Iran betek 1987. Mervel a reas Khomeini e 1989 ha lakaet Ali Khameni en e lec'h. Ar bloavezhioù 1990 ha 2000 a voe merket gant kreñvaat al luskad mirour (da skouer gant Mahmoud Ahmadinejad dilennet da brezidant e 2005) hag ar c'hlask tizhet ar galloud nukleel, sivil ha brezel. Un tu moderoc'h a zeu d'ar galloud er bloavezhioù 2010 gant ar prezidant Hassan Rohani a glaskas lakaat Iran e-barzh ar jeu er bed (emglev etre Europa, an SUA hag Iran war an nukleel iranat) hag er rannvro (Libia, Siria, Irak).

Douaroniezh

kemmañ

16vet bro ar bed eo Iran e-keñver gorread. Kement eo hag ar Rouantelezh-Unanet, Frañs, Spagn hag Alamagn a-gevret. 1 648 000 km2 eo he gorread.

Meur a aradennad-venezioù a verk dremm ar vro, o tispartiañ diazadoù hag uhelgompezennoù an eil re diouzh ar re all. Al lodenn gornôg – an hini bobletañ – eo an hini meneziekañ, gant aradennadoù evel hini Zagros pe hini Elbourz ; en aradennad diwezhañ-mañ emañ menez uhelañ Iran, an Damāvand a dizh 5 607 m. Ober a reer uhelgompezenn iranat eus an takad zo etre an aradennadoù-menezioù e reter hag e kornôg ar vro. En hanterenn reter ez eus dreist-holl un toullad diazadoù spagn didud (evel an Dasht-e Kavir) dasstrewet gant un nebeudig lennoù sall.

Krin pe damgrin eo hin Iran dreist-holl, hag istrovanel a-hed aod mor Kaspia. E lodenn norzh ar vro (plaenenn aod Kaspia) e tiskenn ral a wech ar gwrezverkoù dindan 0 °C er goañv, ha gleb e chom an amzer a-hed ar bloaz. E-pad an hañv e pign ral a wech ar gwrezverkoù a-us 29 °C. E-korf ur bloavezh e vez 680mm a c’hlaveier er reter ha 1700 mm er c’hornôg. E kornôg ar vro, e traoñiennoù ar Menezioù Zagros e vez gwrezverkoù dindan 0 °C e-pad ar goañv ha gwall varradoù erc’h. Krin-kenañ eo an diazadoù e reter hag e kreiz ar vro, gant nebeutoc’h eget 200 mm a c’hlaveier bep bloaz ha gwrezverkoù en tu all da 38 °C e-pad an hañv. Gant plaenennoù pleg-mor Pers e vez goañvoù kerreizh ha hañvoù tomm-gor ha gleb-dour. Eno e vez etre 135 mm ha 355 mm a c’hlaveier.

Emañ Iran en un takad distabil-kenañ eus ar voull-douar, hag ingal e vez skoet gant krenoù-douar. D’ar 26 a viz Kerzu 2003 e oa bet skoet korn-bro Bam, e su ar vro, gant ur c’hren-douar bras hag en deus distrujet aspadennoù an Arg-e Bam, ur gêr eus an Henamzer.

Gwelet ivez : Roll inizi Iran

Politikerezh

kemmañ

Abaoe m’eo bet diazezet ar Republik Islamek e tiskouez Iran ur reizhiad ensavadurioù dibar-kaer. Ur republik m’emañ ar veli gant ar veleien, un dra na gaver neblec’h all er bed, gant ur meskad pennaennoù belegveliek ha dilennadegoù poblel. Iran eo ar stad chiit nemeti ent ofisiel er bed muzulman. Diazezet eo reizhiad politikel ar Republik islamek war bonreizh 1979 a reer "Qanun-e Asasi" ("Lezenn Diazez") anezhi. E-barzh ar reizhiad ez eus meur a gorf gouarn liammet-strizh, a vez anvet an darn vrasañ anezho (n’eus nemet ar prezidant, izili ar parlamant hag izili bodadeg ar vailhed a gement a vez dilennet).

Ar galloud erounit

kemmañ

An Heñcher meur

kemmañ

Heñcher meur Iran zo e garg goursellet "politikerezh hollek Republik islamek Iran". Komandant an armeoù eo-eñ. Kontrollañ a ra ar servijoù kuzh hag an oberoù liammet ouzh ar surentez. Eñ hepken a c’hall disklêriañ ar brezel. Eñ eo an hini nemetañ en ensavadurioù ar Stad a rank bezañ ur relijiuz. E karg emañ bodadeg ar vailhed da c’hoursellet an heñcher meur en e zeverioù lezennel. An heñcher meur bremañ eo an Ayatollah Ali Hossein Khamenei.

Ar prezidant

kemmañ

Hervez ar vonreizh eo ar prezidant pennadurezh uhelañ ar Stad war-lerc’h an heñcher meur. Dilennet e vez hervez ar mouezhiañ hollek evit ur respet pevar bloaz. Ret eo d’an dud a laka o anv evit dont da vezañ prezidant bezañ aotreet gant Kuzul ar warded. Lakaat ar vonreizh da dalvezout hag embreger ar galloud erounit eo e garg, nemet ar galloudoù zo stag ouzh an heñcher meur war-eeun. Ar prezidant a anv hag a c’hoursell Kuzul ar Vinistred, a genurzh divizoù ar gouarnamant hag a zibab divizoù ar gouarnamant a vez kaset d’ar parlamant. Skoazellet e vez ar prezidant gant eizh besprezidant hag ur c’habined 21 ministr a rank holl bezañ aprouet gant ar parlamant. Prezidant ar Republik bremañ eo Mahmoud Ahmadinejad (dilennet e miz Mezheven 2005).

Ar galloud lezenniñ

kemmañ

Ar Parlamant (Majles)

kemmañ

Er Majles-e Shura-ye Eslami (bodadeg kuzuliañ islamek) ez eus 290 kannad dilennet evit ur respet pevar bloaz. Ar Majles a fard al lezennoù, a wirieka ar feurioù-emglev etrebroadel hag a aprou budjed ar vro. An holl re a laka o anv evit bezañ dilennet er parlamant a rank bezañ aotreet gant Kuzul ar warded. Sezoù a vez miret evit ar minorelezhioù relijiel.

E mouezhiadeg ar gannaded d'an 21 a viz C'hwevrer 2020 e voe trec'h ar virourien.

Ar galloud barnerezhel

kemmañ

Gant an heñcher meur e vez anvet penn ar galloud barnerezhel hag a anv d’e dro rener al lez veur hag ar pennprokulor. Meur a seurt lezvarn zo, en o zouez al lezvarnioù publik a bled gant an aferioù keodedel ha kastizel, hag al lezvarnioù dispac’hel a bled gant aferioù evel an torfedoù enep ar surentez vroadel. Peurglozus eo divizoù al lezioù dispac’hel ha ne c’haller ket ober galv diwarno. Al lezvarn arbennik kloerel a bled gant an torfedoù graet gant izili ar c’hloer, daoust ma pled ivez gant aferioù enno tud laik. Mont a ra en-dro distag diouzh ar reizhiad barnerezhel ordinal ha ne rent kont nemet d’an heñcher meur. Peurglozus eo divizoù al lezvarn-se ivez ha ne c’haller ket ober galv diwarno.

Bodadeg ar vailhed

kemmañ

Bodadeg ar vailhed en em dolp e-pad ur sizhunvezh bep bloaz. Enni ez eus 86 kloareg "vertuzius ha desket" dilennet evit ur respet eizh vloaz. Evel ma c’hoarvez gant dilennadeg ar prezidant hag ar parlamant ez eo kuzul ar Warded a aotre an danvez-dilennidi da lakaat o anv. Dilenn a ra ar vodadeg an heñcher meur, ha hervez ar vonreizh e c’hall lemel e c’halloud digantañ forzh pegoulz. Biskoazh n’eo bet gwelet bodadeg ar vailhed o vont a-enep divizoù an heñcher meur avat.

Kuzul ar Warded

kemmañ

E-barzh kuzul ar Warded ez eus 12 gwiraour a vez anvet 6 anezho gant an heñcher meur. Erbedet e vez ar 6 all gant penn ar galloud barnerezhel (anvet gant an heñcher meur eñ ivez), ha lakaet e vezont en o c’harg ent ofisiel gant ar parlamant. Ar c’huzul a zispleg ar vonreizh hag a c’hall lakaat e veto d’ar parlamant. Ma soñjer ne genglot ket ul lezenn gant ar vonreizh pe ar Sharia (Lezenn islamek), e vez kaset en-dro d’ar parlamant evit bezañ adwelet.

Kuzul ar skiant

kemmañ

Kuzul ar skiant a ya da hanterour etre ar parlamant ha kuzul ar warded pa vez kudennoù. Talvezout a ra da gorf kuzuliañ d’an heñcher meur. E-se ez eo unan eus galloudusañ ensavadurioù ar vro.

Galloudoù lec’hel

kemmañ

Kuzulioù ar c’hêrioù hag ar c’hêriadennoù

kemmañ

Dilennet e vez ar c’huzulioù lec’hel evit ur respet pevar bloaz e kement kêr pe kêriadenn zo en Iran. Hervez mellad 7 bonreizh Iran eo ar c’huzulioù lec’hel-se, gant ar parlamant, "organoù melestriñ ha divizout ar Stad ". Ne oa ket bet lakaet ar mellad-se eus ar vonreizh da dalvezout a-raok 1999 pa oa bet dilennet ar c’huzulioù lec’hel evit ar wech kentañ er vro. Meur a garg zo gant ar c’huzulioù, evel dilenn ar vaered, evezhiañ oberoù an tiez-kêr, studiañ ezhommoù sokial, yec’hedel, armerzhel, sevenadurel ha desavadurel ar re a velestront. Steuñviñ ha kenurzhiañ a reont an doare ma kemer perzh ar vroad en divizoù sokial, armerzhel, sevenadurel, desavadurel hag all.

Proviñsoù

kemmañ

Rannet eo Iran etre 30 proviñs:

  1. Teheran
  2. Qom
  3. Markazi
  4. Qazvin
  5. Gilan
  6. Ardabil
  7. Zanjan
  8. Azerbaijan-e-sharghi (reter)
  9. Azerbaijan-e-gharbi (kornôg)
  10. Kurdistan
  11. Hamedan
  12. Kermanshah
  13. Ilam
  14. Lorestan
  15. Khuzestan
  1. Chahar Mahaal-o-Bakhtiari
  2. Kohkiluyeh-o-Boyer Ahmad
  3. Bushehr
  4. Fars
  5. Hormozgan
  6. Sistan-o-Balouchestan
  7. Kerman
  8. Yazd
  9. Esfahan
  10. Semnan
  11. Mazandaran
  12. Golestan
  13. Khorasan-e-shomali (norzh)
  14. Khorasan-e-razavi
  15. Khorasan-e-jonubi (su)
 

Gouarnet e vez ar proviñsoù (Ostan) gant ur gêr greiz, peurliesañ brasañ kêr ar proviñs. Anvet e vez gouarnour ar proviñs (Ostandar) gant ministr an Diabarzh.

Abaoe 2004 eo rannet proviñs Khorasan e tri froviñs, setu eo tremenet niver ar proviñsoù eus 28 da 30.

Poblañsouriezh

kemmañ
 
Diorroadur ar boblañs etre 1956 ha 2003 (sifroù gant FAO, 2005). Poblañs e miliadoù a annezidi.

Reveulziet eo bet stad poblañs Iran e-kerzh an XXvet kantved. Istimañ a reer ez eus 70 milion a dud e 2006 tra ma oa 10 milion e penn kentañ ar c’hantved. Gouzizet eo kalz ar feur genel e-doug an dek bloavezh diwezhañ. Koulskoude e tiskouez ar studiadennoù e kendalc’ho feur kreskiñ ar boblañs da c’horrekaat betek ma vo stabilaet war-dro ar bloavezh 2050. D’ar mare-se e tlefe bezañ tremen 90 milion a dud en Iran. 40 den dre km² eo stankter ar boblañs[2]. [3] [4] Reveulziet eo bet ar feur kêriekaat ivez. E penn kentañ an XXvet kantved e veve 10% eus an dud e kêrioù. 69% eo ar feur hiziv an deiz. 80% eo feur an dud a oar lenn ha skrivañ en Iran.

Un niver bras a repuidi a vez degemeret en Iran, ouzhpenn ur milion. Dont a ra an darn-vrasañ anezho eus Afghanistan hag Irak. Ent ofisiel e klask ar gouarnamant kas ar re-se en-dro d’o broioù[5]. [6] [7]

Ouzhpenn 3 milion a dud zo en diaspora iranat war a greder. Divroet int da Norzh-Amerika, da Europa ar c’hornôg, ha da Su-Amerika, war-lerc’h an dispac’h evit an darn vrasañ anezho.

Kenelioù

kemmañ

Ur vozaikenn enni tremen 80 "kenel" disheñvel eo Iran. Ar muiañ-niver eus Iraniz a gomz ur yezh eus ar strollad indeziranek hag a gompren ar perseg. Indezeuropat ha turk (Azeri) eo an daou orin pennañ. Ar c’henelioù pennañ eo ar re-mañ : Persed (51%), Azeried 24%, Gilakied/Mazandaranied (8%), Kurded (7%), Arabed (3%), Baloutched (2%), Lored (2%), Turkmened (2%), Qashqai, Armeniz, Yuzevien iranat, Asirianed, Georgianed, Sircasianed, Tated hag all[8].

Relijionoù

kemmañ

Chiit eo an darn vrasañ eus Iraniz. An islam chiit eo ar relijion ofisiel en Iran, hini 90% eus an dud. Iran hag Irak eo ar broioù nemeto er Reter-nesañ ma’z eus ouzhpenn 80% eus an dud ha n’int ket sunnit. Nebeutoc’h eget 10% anezho zo sunnited (ar muiañ-niver er peurrest eus ar bed muzulman), yuzevien, bahaieien, kristenien, zoroastrianed ha sabeaned (pe mandeaned). Ar relijionoù-se o devez dileuridi ar parlamant, nemet ar vahaieien hag ar vandeaned. Teir relijion estreget an islam a vez anavezet ent ofisiel gant ar vonreizh : ar gristenien, ar yuzevien hag ar zoroastrianed. Ur vinorelezh Bahaie zo anezhi ivez en Iran. Dizalc’h eo ar relijion-se, bet krouet en XIXvet kantved. Handeet e vez c’hoazh er vro-se. Goude m’eo bet handeet ar vahaieien nevez zo en deus disklêriet Daneveller arbennik Bodad ar Broadoù unanet war Gwirioù Mab-den "e tiskouez an darvoudoù diwezhañ-se emañ saviad ar minorelezhioù relijiel o fallaat"

Armerzh

kemmañ

Iran eo ar 4e produer eoul-maen er bed, hag 2l ezporzhier eoul-maen ABPE. Ganti emañ ar brasañ stokoù gaz naturel er bed war-lerc’h Rusia. Ezel diazezer ABPE eo Iran. Krouet e oa bet ABPE gant Shah Iran er bloavezhioù 1970. An eoul-maen an hini en doa roet an tu da Iran da ziorren buan hec’h armerzh er bloavezhioù 1970. Mont a ra c’hoazh d’ober ouzhpenn 80% eus ar gounidoù ezporzhiañ hiziv an deiz. E 2005 e oa ent ofisiel 46,6 miliard a zollaroù a c’hounid diwar an eoul-maen en Iran[9], 12 miliard hervez eneberien ar renad e Frañs[10] . Iran a soñjfe diazezañ ur yalc’h iranat eus an eoul-maen digor d’an euro.

Iran hag Oman a gontroll strizh-mor Ormuz (e pleg-mor Pers) a dremen drezañ 20% eus eoul-maen ar bed.

Gant armerzh Iran ez eus ur reizhiad steuñviñ kreiz a-gevret gant perzhiadurioù Stad kreñv e gennad an eoul-maen hag en embregerezhioù bras (ijinerezh pounner, madoù beveziñ…), ul labour-douar giz gwechall ha stalioù bihan. Ar gouarnamant bremañ a gendalc’h gant ar steuñv adreizhañ ar marc’had a oa bet boulc’het gant ar gouarnamant a-raok. Kemennet en deus e kendalc’hfe gant ar politikerezh liesseurtaat greanterezh an eoul-maen.

E 1996 e oa bet mat feur an eoul-maen hag Iran he doa gallet paeañ he dle. Gwashaet e oa bet saviad arc’hant Iran e 1997 hag e 1998 dre benn da c’houziz feur an eoul-maen.

Gant kresk nevez feur an eoul-maen abaoe 1999-2000 en deus gallet armerzh Iran profitañ adarre, met n’eo ket bet a-walc’h evit diskoulmañ kudennoù armerzhel ha frammadurel Iran.

E 2005 en deus lavaret bank kreiz Iran ez eus 10 miliard a US$ a zle war verr dermen gant ar vro ha 6,5 miliard a US$ a zle war hir pe grenn termen.

Liesseurtaet eo bet armerzh ar vro war dachenn ar produiñ kirri, listri, fuzeennoù, an deknologiezh nukleel hag an oberiañ produioù elektronek eus ar vegenn. Gant Iran ez eus ivez ur greanterezh eus an difenn, eus an apotikerezh hag eus ar vevdeknologiezh.

Ezporzhiañ a ra Iran marc’hadourezh da Japan (18%), Sina (9%), Italia, Su Afrika, Republik Korea. Enporzhiañ a ra marc’hadourezh eus Alamagn (13%), Frañs (8%) ha Sina (7%).

Ret e oa d’ar vro enporzhiañ 60% eus he zrelosk puraet rak ar purerezhioù lec’hel ne oant ket evit bastañ d’hec’h ezhommoù. An 10 bro o deus pourchaset dour-tan evit ar c’hirri da Iran e 2006 eo an Emirelezhioù Arab Unanet, Arabia Saoudat, Indez, Turkia, Koweit, Turkmenistan, Soudan, Azerbaidjan, an Izelvroioù ha Frañs.

Abaoe miz Gouere 2006 n’eo ket ret ken d’ar vro enporzhiañ trelosk puraet. Evit gwir eo bet modernaet gant ar gompagnunezh Total purerezhioù eoul-maen Iran (Abadan, Teheran, Ahvaz, Khorramshahr). Dre se eo bet adkavet hec’h emrenerezh gant ar vro. D’an 3 a viz Eost 2006 ez eus bet sinet un emglev etre Iran hag Irak evit ma kaso Irak eoul-maen kriz da vezañ puraet da Iran. En eskemm e vo miret 15% eus an eoul-maen puraet gant Iran[11].

Sevenadur

kemmañ

Un hir a istor he deus Iran a-fet arz, sonerezh, barzhoniezh, prederouriezh, leun a hengounioù hag a ideologiezhioù. Kalz a Iraniz a soñj dezho eo o c’hultur an abeg nemetañ en deus graet d’o sevenadurezh chom bev war-lerc’h kantvedoù a drubuilhoù.


که ایران بهشت است یا بوستان
همی بوی مشک آید از دوستان


"Ha pa soñjfed en Iran evel Eden pe evel Liorzh,
eo fonnus amañ c’hwezh musk ar mignon, ar c’heneil."
--Firdawsi

همه عالم تن است و ایران دل
نیست گوینده زین قیاس خجل


"Iran eo ar galon hag an hollved eo ar c’horf,
da-heul ar gomz-se ne sant ar barzh nag uvelded na keuz."
--Nizami

Stad a vez graet eus al lennegezh pers gant Iraniz evel gant an estrañjourien. Implijet e vez ar perseg abaoe ouzhpenn 2500 vloaz ha lezet en deus roudoù en istor ar gomz skrivet. A-drugarez da varzhed evel Hafez, Molana (Rumi), Nizami, Omar Khayyam, ha Ferdowsi e vez priziet-bras barzhoniezh Iran er bed a-bezh, gant he barzhonegoù hag he c’hanaouennoù kaer-meurbet.

Gant 300 garedon etrebroadel e-korf ar 25 bloavezh diwezhañ e kendalc’h ar filmoù iranat da vezañ meulet er bed a-bezh. Ar sevener brudetañ eo Abbas Kiarostami moarvat. En Iran e vez kontrollet an holl vediaoù gant Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’huzulioù Islamek. Emañ Internet e-barzh, hag eñ un doare da gaout keleier ha da ezteurel o soñj evit ar yaouankizoù. Iran eo 4e bro ar bed evit a sell niver ar re a zalc’h blogoù.

Ar c’hlask justis sokial ha reizhded zo ul lodenn vras eus ar sevenadur iranat. Doujañ ar re gozh ha reiñ bod d’an estrenien eo ar reolenn en Iran.

D’an 21 a viz Meurzh, deiz kentañ an nevezamzer, e vez an deiz kentañ a’r bloaz (Norouz) en Iran. Norouz zo bet lakaet e Glad dre Gomz ha Dizanvez an Denelezh gant UNESCO e 2004[12].

En e levr Boued nevez ar vuhez e skriv Najmieh Batmanglij en deus "keginerezh Iran ur bern traoù boutin gant keginerezhioù all eus ar Reter-Nesañ, met soñjal a reer ez eo an hini soutilañ ha faltaziusañ, ken liesliv ha kemplezh evel un tapis eus Pers. "

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 CIA World Factbook. "Iran". Kavet : 2007-01-26.
  2. (en) http://www.census.gov/cgi-bin/ipc/idbsum.pl?cty=IR
  3. (en) https://archive.is/20120604093909/www.un.org/Depts/escap/pop/journal/v10n1a1.htm
  4. (en) https://web.archive.org/web/20161227193340/http://www.payvand.com/news/04/aug/1017.html
  5. (en) http://news.bbc.co.uk/2/hi/middle_east/3971711.stm
  6. (en) http://www.irinnews.org/report.asp?ReportID=48323&SelectRegion=Middle_East&SelectCountry=IRAN
  7. (en) http://www.unhchr.ch/huricane/huricane.nsf/view01/5E72D6B7B624AABBC125713700572D09?opendocument
  8. https://web.archive.org/web/20070509135807/http://cia.gov/cia/publications/factbook/geos/ir.html
  9. ’’Le Monde, dossiers et documents’’, niv.352, Ebrel 2006, pajenn 1
  10. http://www.iran-resist.org/article1351 Iran-resist : Eoul-maen : Ur maner paper eo armerzh Iran, 20.01.2006
  11. Bahrein News Agency 13 a viz Eost 2006 (sellet d’an 28 a viz Eost 2006)
  12. https://web.archive.org/web/20160813135602/http://www.payvand.com/news/04/jul/1090.html

Kazetennoù

kemmañ
  • Ar pemdezieg adreizhour Hamshahri [1]
  • Kazetenn adreizhourez, Shargh [2]
  • Ajañs gwask ar studierien, Isna [3]
  • Mehr news [4]
  • IRNA [5]
  • Kazetenn adreizhourez, Aftab-e Yazd [6]
  • Kazetenn mirourez, Entekhab [7]
  • Ar pemdezieg adreizhour, Iran [8]
  • Jam é Jam, pemdezieg mirour [9]

Liammoù

kemmañ

Liammoù diabarzh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ