Nagorno-Karabac'h (Armenieg : Լեռնային Ղարաբաղ, Lernayin Gharabagh; azerbaidjaneg: Dağlıq Qarabağ pe Yuxarı Qarabağ; ruseg: Нагорный Карабах, Nagorniy Karabac'h, "Karabac'h-Uhel" pe "Republik Nagorno-Karabac'h") a zo ur rannvro, 4 400 km² he gorread, en Azerbaidjan abaoe an didammerezh a oa bet graet gant gouarnamant Jozef Stalin d'ar mare ma oa bet savet Republik Soviedel Azerbaidjan e 1936. Poblet eo gant Armeniz hag un enklozadur emren e oa dindan ar galloud soviedel, anvet Oblast emren Nagorno-Karabac'h. Aloubet e voe gant lu Republik Armenia ha chomet emren e 1994. Ur Stad dizalc'h eo, met n'eo ket anavezet na gant ar Gumuniezh etrebroadel, na gant Republik Armenia a ro sikour dezhi koulskoude.

(ar)Լեռնային Ղարաբաղ
(Leṙnayin Ġarabaġ)
(az) Dağlıq Qarabağ
(ru) Нагорный Карабах

Nagorno-Karabac'h
Lec'hiadur Nagorno-Karabac'h
Lec'hiadur Nagorno-Karabac'h

Nagorno-Karabac'h, a-raok 1991

Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Stepanakert (Khankendi)
39°52′N 46°43′E
Yezh(où) ofisiel Armenieg (1)
Gouarnamant {{{doare gouarnamant}}}
Gorread
 - Hollad 4 400 km²
Poblañs
 - niveradeg 2010 141 400
 - Stankter 33 ann./km²
Gwerzhid-eur (UTC+4)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+5)
Kod kenrouedad

Istor kemmañ

 
Manati Gandzasar, e Nagorno-Karabac'h

E 1922 ez aloubas Lu Ruz an Unvaniezh Soviedel nevez ar C'haokaz ha gouarnamant kreiz an URSS a savas ar Republik treuzkaokaziat. Lakaet e voe un nebeud pastelloù-bro poblet gant Armenianed e-barzh harzoù Republik soviedel Azerbaidjan, Karabac'h uhel en o zouez, ur vro meneziek-kenañ.
E 1923 e voe savet Karabac'h-Uhel, evel ur rannvro (oblast e rusianeg) emren a voe savet evit an Armenianed a oa o vevañ eno.
E 1936 e tivizas URSS rannañ ar Republik treuzkaokaziat e teir Stad : Armenia, Azerbaidjan ha Jorjia hep kemmañ statud an oblast emren.
D'an 10 a viz Kerzu 1991, d'ar mare ma oa URSS o vont war ziskar, e voe aozet ur referendom e Nagorno-Karabac'h hag e pastell-vro Sahumian a zo nes dezhañ. Pa voe asantet gant ar muianiver eus an annezidi e tisklêrias Republik Nagorno-Karabac'h he dishualded diouzh Azerbaidjan. Brezel Nagorno-Karabac'h a darzhas etre nerzhioù milourel Nagorno-Karabac'h, harpet gant lu Armenia, ha lu Azerbaidjan. Rannvroioù Azerbaidjan etre Armenia ha Nagorno-Karabac'h zo bet aloubet gant Armeniz ha skarzhet ar boblañs azeri dioute kuit na vefe enklozet ken ar republik dianavezet.

Abaoe 1994, en tu-hont d'ar pep brasañ eus tachenn Nagorno-Karabac'h ez eus e dalc'h homañ 9% pe war-dro eus gorread Azerbaidjan. Homañ ziwezhañ a zalc'h tammoùigoù eus Nagorno-Karabac'h.

Douaroniezh kemmañ

 
Rannvroioù Nagorno-Karabac'h, pa oa bet embannet an dizalc'hiezh