Jozef Stalin
Iosif Visarionovitch Djougachvili (იოსებ ბესარიონის ძე ჯუღაშვილი, Ioseb Besarionis dse Djouc'hachvili e jorjieg ) (ganet d'an 21 a viz Kerzu 1879 - marvet d'ar 5 a viz Meurzh 1953) e oa anv gwirion Jozef Stalin (Иосиф Сталин, Iosif Stalin), ur politikour ha penn-Stad soviedat, a orin jorjiat. Lesanvet Sosso (berradur Iosif) pa oa bugel, lesanvet e voe goude-se Koba (adal un haroz pobl jorjiat) e-pad e c'hentañ bloavezhioù stourm kuzhet. Diwar an anv rusek сталь (stal) a dalvez kement ha "dir" e teu e lesanv istorel. Lesanvet e oa ivez Vojd (ar sturier) pe tad bihan ar pobloù.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh Rusia, Russian Socialist Federative Soviet Republic, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Lealded | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Anv e yezh-vamm an den | იოსებ ბესარიონის ძე ჯუღაშვილი, Иосиф Виссарионович Джугашвили |
Anv ganedigezh | იოსებ ბესარიონის ძე ჯუღაშვილი |
Anv-bihan | Ioseb |
Anv-familh | Stalin |
Lesanv | Сталин |
Moranv | Коба, Uncle Joe |
Deiziad ganedigezh | 18 Kzu 1878 |
Lec'h ganedigezh | Gori |
Deiziad ar marv | 5 Meu 1953 |
Lec'h ar marv | Kuntsevo Dacha |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | cerebral hemorrhage |
Lec'h douaridigezh | Kremlin Wall Necropolis |
Tad | Besarion Jughashvili |
Mamm | Keke Geladze |
Breur pe c'hoar | Joseph Davrichachvili, Mikhail Jughashvili, Giorgi Jughashvili |
Pried | Ekaterina Svanidze, Nadezhda Alliluyeva |
Kompagnun(ez) | Lidiya Pereprygina |
Familh | Stalin family |
Yezh vamm | jorjieg |
Yezhoù komzet pe skrivet | jorjieg, rusianeg |
Yezh implijet dre skrid | jorjieg, rusianeg |
Micher | politiker, reveulzier, opinion journalist, den Stad, yezhoniour |
Tachenn labour | reveulzier, politiker, opinion journalist |
Implijer | Pravda, Brdzola, Tbilisi Observatory, galloud publik |
Bet war ar studi e | Tbilisi Theological Seminary, Gori school |
Lec'h labour | Sant-Petersbourg, Moskov |
Deroù ar prantad labour | 1895 |
Dibenn ar prantad labour | 1953 |
Strollad politikel | Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel, Mesame Dasi, Russian Social Democratic Labour Party, Russian Social Democratic Labour Party (bolshevik) |
Relijion | dizoueegezh |
Vehicle normally used | ZIS-115 |
Liv an daoulagad | dark brown |
Liv ar blev | blev rous |
Partner in business or sport | Winston Churchill, Franklin Delano Roosevelt |
Grad milourel | Marshal of the Soviet Union, Generalissimus of the Soviet Union |
Skour lu | Lu Ruz |
List of works | Joseph Stalin bibliography |
Anvet diwar | Jozef |
Luskad | Marksouriezh-leninouriezh |
Ideologiezh politikel | Stalinouriezh |
Levezonet gant | Karl Marx, Vladimir Lenin |
Darvoud-alc'hwez | Turukhansk exile of Joseph Stalin |
Bet kinniget evit | Priz Nobel ar Peoc'h, Priz Nobel ar Peoc'h |
Deskrivet en URL | http://www.digiporta.net/index.php?id=113510372 |
Oberennoù zo en dastumad | NIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Facial hair | Mourroù, handlebar moustache, walrus moustache |
Sekretour Meur ar strollad komunour soviedel adalek 1922 e voe,ha goude-se e-penn an URSS etre fin ar bloavezhioù 1920 betek e varv e 1953. Lakaet en doa e-plad un diktatouriezh personel gwadus : hervez an istorourien (Daveoù a vank) e vefe kiriek eus marv etre 3 hag 20 milion a dud.
Dre obererezhioù kuzh ha war hir dermen, kement hag emglevioù lies e-touez luskadoù ar strollad bolchevik e c'hellas implijout ar polis politikel evit bezañ penn nemetañ ar strollad nemetañ. Goustadik e voe kemmet URSS e stumm ur renad hollveliek gant un azeulerezh rediet dezhañ.
Broadelaat a reas an holl douaroù hag industrielezhioù. Reiñ a reas lañs d'ar greanterezh gant planioù pempbloaziek evit an URSS. Kement-se a voe kaoz d'ur goust denel ha sokial ramzel. E ren hir a voe diazezet war ar spont, ar flatrerezh, ar barnadennoù d'ar marv pe d'ar Goulag evit milionoù a dud, dreist-holl e-pad ar c'holiktivizadur ha Spurjoù meur 1936-1937.
Kiriek e voe eus diblasadegoù poblañsoù lies ha ramzel, gant dezougen ret ur 15 bennak a bobloù minorelezhioù broadel, ha deus diazezadur ret pobloù kantreerien Azia Kreiz. Nac'het en doa asantiñ e vije bet eus barradoù naonegezh drastus 1932-1933 (Holodomor) ha naonegezh 1946-1947. Ar re-se a oa bet krouet evit ul lod bras dre ur politikerezh dizamant urzhiadoù ret produerezhioù an douar war ar maezioù.
Implij ar propaganda hag ar spurjañ tud pe an adskrivañ dielloù a oa un elfenn diazez da ren hollc'halloudek stalin(Ali personel)
.
An eñvor a vez eus Stalin a chom stag gant trec'h milourel ar Gevredidi war an Alamagn nazi dre ma oa bet an Unvaniezh soviedel un aktour penn d'an trec'h. Goude tagadenn an URSS gant Alamagn an Trede Reich d'an 22 a viz Even 1941, an Oberiadur-brezel Barbarossa, an URSS a oa bet tost da gouezhañ en e foull met dre golloù denel ha dafar ramzel e oa bet trec'het an enebour. Kement-se a zegasas ur brud bedel da Stalin hag a roio harp d'e c'halloud war an impalaeriezh ledet eus harzoù kornôg ar Republik Demokratel Alamagn betek ar Meurvor Habask.
D'an 9 a viz C'hwevrer 1946, Stalin a reas ur brezegenn foran, ar pezh a oa ral, e bal dezhañ embann sklaer ne oa ket kenglotus ar gomunouriezh hag ar gapitalouriezh. Lakaet en devoa ivez war-raok e oa o tont war-wel ur stourm evit an danvezioù diazez hag ar marc'hadoù ekonomikel. An Eil Brezel-bed na oa bet hervezañ nemet hini diwezhañ un heuliad brezelioù a echufe pa drofe an holl vroioù d'ar gomunouriezh. Stalin a gendalc'has gant an hent-se e-pad peurrest e ren o tegas ar Brezel Yen.
Bugeliezh ha stummadur
kemmañGanet eo bet e Gori e Jorjia, ha savet eo bet e yezh e vro. E dad a oa kereour, ha lonker, a zorne anezhañ gwashañ ma c'halle, ha ne felle ket dezhañ e raje studioù. E vamm avat, a felle dezhi ober un eskob gantañ, a skoe gantañ ivez.
Mont a reas da skol ar veleien, d'ar mare ma oa nevez deuet an urzh da ober skol e ruseg hepken, ha da gloerdi ortodoks Tiflis (Tbilisi hiziv), met ne voe ket beleget. Gloazet e voe en e vrec'h en ur gwallzarvoud ha chom a reas mac'hagnet. Darbet e voe dezhañ mervel gant ar vrec'h, ha chom a reas merket e zremm.
Troet e oa da lenn ha d'en em gannañ. Abred e lennas levrioù Darwin, Hugo, Zola, ha Marx. Skrivañ a reas un nebeud barzhonegoù en e yezh, hag a voe embannet. Daremprediñ a rae dispac'herien en un tu, ha hailhevoded en tu all, ha gante ez eas da laerezh bank Tiflis.
Ar gouestl en oberezhioù dispac'hel
kemmañPa oa bet roet lamm d'ar tsar e-pad Dispac'h miz C'hwevrer 1917 e tistroas raktal eus e doull-bac'h e Sibiria evit mont e-touez pennoù uhel Strollad Komunour Rusia e Sankt-Peterbourg. Goude marv Lenin e miz Genver 1924 ez eas da sekretour Strollad Komunour an URSS pa oa kevezerezh etre eñ ha Trotski evit kemer lec'h tad an dispac'h komunour. E 1928 e voe skarzhet Trotski gantañ. Ar IVe Etrebroadel a vo krouet gant hemañ e 1938. E 1940 avat e vo drouklazhet gant Ramon Mercader, war urzh Stalin.
Ar Spurjoù meur
kemmañ- Pennad spisoc'h: Spurjadennoù Bras
E Miz Kerzu 1934, Sergueï Kirov, penn ar strollad komunour e Leningrad, a oa lazhet. Kirov e oa ar penn soviedel brudetañ ha karetañ en URRS. Bet e oa dilennet gant ar muiañ a vouezhioù er poellgor kreiz. Dre-se e oa posubl dezhañ bezañ un deiz o kemer plas Stalin e penn ar sekretouriezh kreiz. Stalin a oa bet dilennet gant an nebeutañ a harp e-keñver an holl gannaded bet dilennet.
-
An urzh Niverenn 00447 eus ar 30 a viz Gouhere 1937. Goulennet e oa un niver a dud harzet hervez an orinoù bevañ, pe e vefent kablus pe get.
-
Urzh da herzel tad Aza Rakhmanova sinet gant Stalin
Daou abeg a oa bet d'ar muntr-se: lazhet e oa bet enebour pennañ Stalin da geñver politikerezh, ouzhpenn da-se e oa bet tu gant Stalin da implij an heug e-touez ar bobl eus ar muntr-se evit kenderc'hel gant spurjañ er strollad ha goude-se er-maez eus ar strollad.
Ar Spont bras stalinour a oa bet kroget an nozvezh ma oa bet embannet un dekred a roe lamm d'an holl gwirioù keodedourel, kement ha d'ar goulennoù distaol ur wech kondaonet d'ar marv gant lezioù-barn ispisial an NKVD. Dont a reas Stalin da Leningrad evit kemer penn skrapadenn milieroù a annezidi.
Miz Eost 1936, kentañ prosez Moskva (diwar tri) a grog evit lazhadegañ ar volcheviked kentañ a oa bet el luskad(Ali personel)
. Stalin dre-se a zeu a-benn da vougañ da vat ha da viken e enebourien kevezerien eus ar bloavezhioù 1920. Ar re-se a oa trec'het dija da geñver poltikel abaoe pell met c'hoant en devoa Stalin da vezañ sur ne vefe ket mui riskl ebet ganto.
Pelloc'h evit ar pal-se, Stalin a zo menet gant erlec'hiañ an holl pennoù a oa bet o sikour hag harpañ anezhañ etrezek hent ar galloud er bloavezhioù 1920-1930 gant ur remziad tud nevez. Ar re yaouank-se lesanvet « remziad 1937 » (Khrouchtchev, Beria, Malenkov, Jdanov, Brejnev, hag all.) n'o deus bet anavezet nemet Stalin e-penn ar vro, ouzhpenn da-se e oa bet roet pep tra dezho gant Stalin. Un azeulerezh o deus evitañ, ar remziad a-raok a oa leal da Stalin met a wele anezhañ evel ur penn doare primus inter pares ha n'eo ket evel un doue bav. Ar remziad kosoc'h a c'helle burutellañ selloù Stalin pa ne seblante ket dezho e oa speredek ar pezh a oa divizet. Etre 1937 ha 1939, Stalin a raktres lazhadeg hanter ar Politburo, eus an tri c'hard eus izili ar strollad emezelet etre 1920 ha 1935. Ar Spont bras stalinour a dag an holl aozadurioù : troc'hoù garv a zo en holl ministerioù, Gosplan, Komintern, Arme Ruz betek (gant an amzer o redek) gwarded ar c'hampoù-bac'h Goulag ha poliserien an NKVD.
E miz Eost 1939 e savas un feur-emglev e Moskva, darn anezhañ chomet kuzh d'an ampoent, gant Adolf Hitler, penn faskour an Alamagn, evit klask bezañ prest evit ar brezel a rakwele etre an div riez c'halloudusañ en Europa. E 1941 e kavas e c'hoarveze re abred pa oa bet aloubet an URSS gant ar Wehrmacht. Neuze e cheñchas liv e brezegennoù dre ar radio pa lakaas ar pouez war difenn ar vammvro hag e tilezas lod eus an divizoù komunour rik. Evel-se e vroudas holl bobloù an Unaniezh soviedel da gaout ur spered kalonek evit stankañ ouzh an enebourien, ken kriz e vezent pa kemerent tiriadoù ar C'hornôg. Etre 1943 ha 1945 e roas harz lu an URSS d'ar Wehrmacht a gilas diwar neuze. Betek Berlin ez eas an Arme Ruz. 20 milion a Soviediz a varvas e-pad an Eil brezel bed. Chom a raio ar broioù bet treuzet gant an Arme Ruz dindan beli an URSS goude Kendalc'h Yalta. Dindan evezh strizh Stalin e chomint, ar pezh a vo komprenet gant an holl goude taol Praha e 1948. E 1947 e voe krouet gantañ ar C'hominform, un Etrebroadel nevez a vo dindan ar SKUS (Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel). Displann e vo politikerezh Stalin en Azia avat : un degemer klouar d'an dispac'h e Sina, oberioù gant kalz a evezh e Korea.
Torfedoù
kemmañ-
Treuzdougen ret annezidi ouzh evezh gwarded
-
An Holodomor
Jediñ an niver a gouzañverien
kemmañA-raok 1991 ha fin an URSS, an enklaskerien o devoa klasket gouzout pet a dud a oa marvet dre ar stalinouriezh o devoa lakaet war-raok sifroù etre 3 ha 60 milion. Ur wech disrannet an URSS prouennoù a oa kemeret adal an dielloù soviediz kavet e oa bet:
- 799 455 lazhadeget (1921–1953)
- Tro 1,7 million lazhet er Goulag
- Tro 390 000 lazhet e-pad dezougen ret ar c'houlaked
En holl e oa neuze 2,9 milion a dud bet lazhet hag enrollet en dielloù ofisiel [1]
An dielloù ofisiel soviedel na gontont ket gouzañverien an deportoù gouennel, dezougen ret ar boblañsoù alaman e-fin pe goude an Eil Brezel-bed. eric D. Weitz en doa skrivet, "E 1948, hervez Nicolas Werth (Diazezadur Hoover), feur marvel an dud dezouget ret eus ar C'haokaz, 600 000 anezho, etre 1943 ha 1944 en doa tizhet 25%." Da ouzhpennañ a vefe al lazhadegoù kaset da benn gant an NKVD evel Lazhadeg Katyn, mougadennoù an "enebourien diabarzh", lazhadegoù en tiriadoù nevez aloubet gant URSS ha lazhadegoù ramzel izili an Arme Ruz (dizerterien pe tud lakaet da dizerterien) e 1941. E-pad ar brezel a-bezh ar soviediz a lazhadegas 158 000 soudard en abeg da vezañ dizertourien, an "unvezhioù talañ" eus an NKVD a fuzuilhas milieroù all.
Goude an Eil Brezel-bed
kemmañMarv Stalin
kemmañMarvet eo d'ar 5 a viz Meurzh 1953[2],[3],[4],[5]. Sergey Prokofyev ar sonaozour brudet a oa marvet 50 munutenn a-raok Stalin. C'hwec'h devezh a oa ebt gortozet a-raok embann ar c'heloù er Pravda evit ma chomfe selloù an holl war marv Stalin. Pouezhet kreñv e oa bet war familh Sergey Prokofyev evit ma chomfent mut.
D'an 9 a viz Meurzh 1953 e voe obidoù Stalin e Moskov. E-pad al lid e voe un hortad, mervel a reas kantadoù a dud marvet pe flastret pe mouget. Istimet e vez e oa bet 5 milion a arvesterien, a youl vat pe deoget, devezh an obidoù.
Stalin hiziv-an-deiz
kemmañEr maez Rusia
kemmañLod tud pe aozadurioù a gemer awen pe a lid Jozef Stalin c'hoazh hiziv-an-deiz.
Mojennoù
kemmañLod tud a gred dezho e vefe Jozef Stalin ur mab amreizh da Nikolay Prjevalsky an ergerzhour brudet. Ar vojenn a zo diazezet war tresoù dammheñvel dremmoù an daou zen. N'eus prouen istorel ebet a ziskouezfe e vefe bet Nikolay Prjevalsky o weladenniñ Georgia.
-
Jozef Stalin
Gwelet ivez
kemmañDave ha notennoù
kemmañ- ↑ Stephen G. Wheatcroft, « Victims of Stalinism and the Soviet Secret Police: The Comparability and Reliability of the Archival Data. Not the Last Word », mammenn : Europe-Asia Studies, Vol. 51, no 2 (mars 1999), pp. 315–345, a ro ar sifroù: e-pad 1921–53, an niver a dud kondaonet evit "torfedoù politikel" a oa 4 060 306 kondaonet ; 799 473 kondaonet d'ar marv ; 2 634 397 er c'hampoù-labour ; 413 512 skarzhet ; 215 942 all. Ouzhpenn-se war ar mare 1937–52, e oa bet 14 269 753 kondaonadur nann politikel, gant 34 228 kondaonet d'ar marv, 2 066 637 kondaonet d'ar c'hamp evit 0–1 bloaz 4 362 973 kondaonet evit 2–5 bloaz, 1 611 293 kondaonet evit 6–10 bloaz, ha 286 795 kondaonet evit 10 vloaz pe ouzhpenn..
- ↑ Vagif Samadoghlu, Azerbaijan International
- ↑ «Mars 1953, on pleure le camarade Staline», France Culture
- ↑ Robert Littell, pennad-kaoz gant La Lettrine
- ↑ Michel Winock, Les Français pleurent le petit père des peuples..., L'Histoire, miz C'hwevere 2003