Jaume Ramon Mercader del Río e katalaneg, Jaime Ramon Mercader del Río Hernández e spagnoleg, bet ganet e Barcelona (Katalonia) d'ar 7 a viz C'hwevrer 1913 ha marvet d'an 18 a viz Here 1978 e La Habana (Kuba), a oa ur soudard, emsaver ha komunour spagnat.
Lezvreur e oa d'an aktourez katalan María Mercader, eil pried ar filmrener italian Vittorio De Sica.

Ramon Mercader
Anv Jaime Ramon Mercader del Río
Alias Jacques Mornard
Franck Jackson
Ramon Ivanovitch Lopez
Ganedigezh 7 C'hwevrer 1913
Barcelona, Banniel Katalonia Katalonia
Marv 19 Here 1978
La Habana, Kuba Kuba
Broadelezh  Spagnat ha  Soviedat
Strolladoù
politikel
• Partido Socialista Unificado
de Cataluña (PSUC)
• Partido Comunista
de Cataluña (PCC)
Micherioù Servijer (pretioù), bezinour,
soudard, gwazour NKVD
Implijerion • Ejército Popular de la República
• NKVD ha KGB
Renk Koronal
Enorioù Urzh Lenin
Haroz an Unvaniezh Soviedel
Brudet evel Soudard, spier, gwazour
soviedat, drouklazher Trotsky

E 1940 e voe kaset gant an NKVD, polis URSS, da lazhañ an dispac'her kozh Lyev Trotsky ; anvet e voe da haroz an Unvaniezh Soviedel goude-se.

Yaouankiz

kemmañ

E dud a oa Pau Mercader i Marina hag ar Gubanez Eustaquia María Caridad del Río Hernández, anavezetoc'h evel Caridad Mercader, a voe ivez e servij en NKVD.

E dad a oa ur marc'hadour danvez pinvidik eus Badalona, e-kichenik Barcelona, ha katalanek e oa an tiegezh. Caridad del Río a oa bet ganet e Santiago de Cuba hag a-raok dizalc'hted Kuba ez eas da Varcelona da chom[1],[2].
E 1908 e voe graet an dimeziñ etre Pau ha Caridad hag an eured en Barcelona e 1911. Diwar neuze ne voe anvet ar wreg nemet Caritat Mercader (Caridad e spagnoleg)[3]. Daou vab, ur verc'h, ha daou vab all a voe : Jorge (ganet e 1911), Ramon (1913), Montserrat (1914), Pablo (1915) ha Luis (1923)[4].
Un den hegarat e oa Pau Mercader, broadelour ha mirour katalan — hervez e vab Luis e voe ezel eus Estat Catalá[5] — ha bet e oa ezel eus ar somatén[6] Caridad del Río avat n'ouzer ket pe vennozhioù he devoa pa zimezas.
Ne droas ket o friedelezh da vat, ha goude ar bloavezhioù kentañ ez eas ker fall an traoù ma pellaas Caridad diouzh he fried ha diouzh o renkad a-grenn. E deroù ar bloavezhioù 1920 e oa krog mamm Ramon da zaremprediñ anveliourion, da vare ar pistolerismo[7] e Barcelona, betek titouriñ an emsaverion diwar-benn embregerezhioù an tiegezh Mercader, ha d'ar poent-se ivez ez eas o stalioù war fallaat.
E 1921 e varvas ozhac'h meur an tiegezh Mercader, hag ar pennhêr Juan a gemeras ar stur. War washaat ez eas ar stal, ken e tec'has Juan da Arc'hantina. Ar re all eus an tiegezh a oa krog da vevañ-bevaik, ma rankas Pau ha Caridad, hag o bugale da-heul, mont da chom er Barrio Gótico, e karter iliz-veur ar Merced[8].

Un darempred he doe Caridad gant an aerlevier gall Louis Delrieu (1889-1976). E 1919 edo Caridad o tremen ur pennad amzer en un domani d'an tiegezh tost da Alicante, ha Delrieu, a nije war al linenn Latécoère (anvet Aéropostale goude) etre Toloza ha Casablanca, a rankas leuriañ diwar dizh nepell[9]. Karantez a savas etre Louis ha Caridad, serc'heg ha serc'h e voent, goude ma n'ouzer ket resis pegoulz. Da-heul kement-se e fellas d'an tiegezhioù Del Río ha Mercader kemer diarbennoù rust. D'un nozvezh e 1923 ez eas klañvdiourion eus folldi La Nueva Belén e karter Sant Gervasi e Barcelona e ti ar wreg amfeal, gant breudeur Caridad[10], hag int d'he gwiskañ en ur porpant-kalet, ha d'he c'has ganto. Gwelloc'h e kave an ozhac'h hag he breudeur e vije kavet follez eget he gwelout kaset d'ar vac'h[11]. Tri miz e chomas-hi eno, en digenvez, gwallgaset-spontus, gant kalz strinkadennoù dour yen ha stroñserioù-tredan. Biken ne bardonas ar vuhezad traomaus-se d'he ziegezh, ha diwar neuze e kavas dezhi e oa dizle a-grenn en e geñver hag e keñver he renkad kevredigezhel[11]. Pa zeuas er-maez eus ar folldi e reas he soñj kemmañ he buhez ha bevañ distag diouzh an holl liammoù a c'halle kaout gant he ziegezh.[10]

D'un deiz e 1924 pe 1925 (n'oar ket peursur)[10] e kemeras Caridad he femp bugel da vont da Vro-C'hall da chom gant Delrieu ha da vevañ e kêr Dacs el Landes. Eno e vevjont betek 1928, pa fellas da Louis lakaat fin d'o darempred. Neuze ez eas Caridad da Doloza da chom ; ur preti a zalc'has eno[12]</ref>,[2]. Eno ivez e klaskas en em lazhañ. Pa glevas ar c'heloù e teuas Pau Mercader da gerc'hat an tri bugel bihanañ, Montserrat, Pablo ha Luis. Jorge ha Ramon avat a chomas e Toloza, ma voent skoliet en ur skol ostizañ ; Jorje da vout mestr-keginer ha Ramaon da vout mestr sal[13]. Caridad a droas da varksourez, a zarempredas sokialourion c'hall an SFIO ha komunourion ar PCF goude.

E 1931, pa voe embannet savidigezh Eil Republik Spagn, Ramon a zistroas da Varcelona ma kavas labour el leti Ritz[2]. E vreur Jorge hag e c'hoar Montserrat a chomas e Bro-C'hall gant o mamm. Hervez e vreur yaouankoc'h Luis e tiskulias Ramon dezhañ, a-benn ma tistroas o mamm da Spagn e 1935 goude bout bet skarzhet eus Bro-C'hall, e oa-eñ aet a-du gant ar gomunourion da vat abaoe meur a vloaz.[14]
War-dro e 20vet bloaz (1933) e reas Ramon Mercader e servij soudard en un unvezh saperion, ma tizhas bout korporal[14]. Hervez a gontas Luis e klaskas mont da soudard a vicher, nemet ne voe ket kemeret abalamour ma oa anavezet evel komunour. Gouez da Luis e oa Ramon « un den speredek-bras, nerzhus ha mennek. Mistr, mentek (1,85 m) ha plijus-kenañ ; atav e veze gwisket kempenn. Embreger e gorf a rae ha gouest e oa da blegañ ur pezh moneiz kouevr a zek kantim gant tri biz »[15]. E Barcelona e stourmas Ramon er Partido Comunista de Cataluña (PCC), skourrig katalan ar PCE spagnol.

E 1935 en doe Ramon un darempred gant ar gomunourez Marina Ginestà, a voe brudet goude gant ul luc'hskeudenn graet gant Juan Guzmán (1911-1982) d'an 21 a viz Gouhere 1936 war leurdoenn an Hotel Colón e Barcelona m'he gweler o tougen ur fuzuilh a-dreuz-skoaz[16]. A-benn neuze e voe anavet Ramon evel merc'hetaer, evel a gadarnaas koulz Ginestà hag he mignonez Teresa Pàmies (1919-2012)[17]. Perzh en dije kemeret, a greder, en emsavadeg miz Here 1934 met ne voe ket bac'het goude.[2][18].

D'an 12 a viz Mezheven 1935 avat e voe bac'het Mercader e Barcelona, war un dro gant seitek komunour all, p'edo en ur vodadeg eus ur gellig komunourion a oa kuzhet e stumm ur vreuriezh lennegel anvet Miguel de Cervantes, er Barrio Chino. Goude ur pennad e voe kaset da doull-bac'h Valencia, ha divac'het pa voe trec'h ar Frente Popular e dilennadeg miz C'hwevrer 1936[19] ; ar fichenn bolis savet en amzerioù-se eo a servijas da c'houzout e oa eñ an hini a lazhas Trotsky.
E dibenn ar miz-se e voe embannet ul luc'hskeudenn er c'hazetennoù m'en gweled e penn ur vanifestadeg, a-gevret gant komunourion yaouank arall, o lidañ divac'hadur Lluís Companys eus karc'har Puerto de Santa María. Hogen goude divac'het n'hallas ken Ramon distreiñ d'ar Ritz, ha gounit a reas e voued o kelenn katalaneg. Er mareoù-se e voe oberiant e-touez ar Joventuts Comunistes de Catalunya (JCC), yaouankizoù ar PCC, a voe enteuzet e miz Mezheven er Joventuts Socialistes Unificades de Catalunya (JSUC, savet diwar gendeuziñ yaouankizoù komunourion ha sokialourion Katalonia). Gant kamaraded arall eus ar JSUC e reas war-dro aozañ an Olimpiada Popular, un abadenn liessportoù a voe aozet e Barcelona evit respont da C'hoarioù Olimpek Berlin a voe dalc'het e miz Gouhere an hevelep bloavezh (1936). Ramon a oa kabiten al laz marc'hegañ — « un aspadenn eus an amzer vourc'hiz ma veze o varc'hegañ evel e hendadoù »[20].

Brezel Spagn ha gwazour an NKVD

kemmañ
 
Lyev Trotsky nebeut a-raok mervel

D'an 19 a viz Gouhere 1936 p'en em savas gwarnizon Barcelona e kemeras Ramon perzh bras en emgannoù Brezel Spagn enep ar bagadoù soudarded. Goude ma voent faezhet ez eas d'an talbenn a oa en Aragón, er golonenn Trueba-Del Barrio (Columna "Carlos Marx") savet ar braz anezhi diwar emsaverion eus ar PSUC[21] hag an UGT[22]. Hervez al livour katalan Josep Bartolí (1910-1995), a stourmas skoaz-ouzh-skoaz gant Ramon, e oa ouzhpenn ur Mercader er golonenn, rak e vamm hag he breur Jorge a oa ivez. Gloazet e voe Ramon e Tardienta, meur a sizhun goude gloazet e vamm[23]. O-daou en em gavjont en un ospital e Lérida, hag eno, pan eas da weladenniñ e vamm, e reas anaoudegezh gant Teresa Pàmies, un emsaverez eus ar JSUC e Lérida, hag a zeuas da vout renerez ar PSUC[24].
Pa wellaas dezhañ e voe kaset Ramon da Varcelona, hag eno e voe lakaet e penn ar golonenn Lina Odena, ma ne oa enni ivez nemet komunourion gatalan tost da vat. E miz Du e voe kaset ar golonenn da dalbenn Madrid, hag eno e kemeras perzh en emgannoù La Casa de Campo. Peuzflastret ar soudarded en emgannoù, adkaset e voe ar golonenn da Gatalonia. Eno e kensavas Ramon ar batailhon Jaume Graells, e framm ar JSUC, ha hennezh a voe ebarzhet er golonenn Carlos Marx, treuzfurmet er 27vet División (La Bruja) eus arme ar Republik a voe Ramon Mercader komandant anezhi. Er batailhon-se e veze desket ar soudarded en ur gouent e Sarrià, aloubet hag adanvet "kazarn Vorochilov"[25]. Ar bennofisourion a veze en ur palez nepell, e paseo ar Bonanova, a oa bet perc'hennet gant un anaoudegezh d'ar re Vercader, hag a voe deoget gant Ramon e-unan[26].

Krediñ a reer e oa bet tutaet mamm Ramon Mercader gant an NKVD e deroù 1937 gant ar spier soviet Nahum "Leonid" Eitingon (1899-1981)[27], ha ganti e voe lakaet Ramon da labourat evit an NKVD ivez. Hervez a gontas Luis Mercader e oa bet gant e vamm e Mec'hiko er goañvezh 1937 (ne lavar ket resisoc'h) ha pa oant distroet e oant bet o welout Ramon e talbenn Madrid. Un hir a gaoz a voe etre Ramon ha Caridad, ha mennad ar vamm a oa, hervez Luis, kendrec'hiñ Ramon da vont en NKVD. Mizioù goude, en Ebrel, e oa sklaer an traoù da Luis : « ...pled a daolis e oa ma mamm o taremprediñ Soviediz (evel-se e raemp anezho). Goude e komprenis e oa ma breur Ramon e darempred ganto »[28].

En hañvezh-se eo, a greder, ez eas Ramon kuit eus Spagn da vezañ desket gant an NKVD. Met ne lavar ket Luis pelec'h e voe graet ar c'helenn-se d'e vreur — en URSS e oa, hervez an oberourion Mary-Kay Wilmers[29], Don Isaac Levine[30] ha Julián Gorkin[31]. Hep mar ebet ez eus testenioù liesseurt hag a laka Ramon Mercader e Spagn e 1937 ha 1938. Kontet he deus Teresa Pàmies e oa en em gavet meur a wech gantañ e 1937 — hervezi e vije bet o weladenniñ ar batailhon Jaume Graells e tolead La Acarria e miz Here, ma kejas ouzh Mercader[32] ; kontet he deus ivez en em gavas goude-se gantañ e Barcelona, p'edo-eñ en ospital gant ar red-kof[33].
Ar spier soviedat Pável Sudoplátov (1907-1996) a gontas penaos, pa ne oa anezhañ nemet ur spier a renk izel en NKVD, en devoa muntret e Rotterdam ar politiker ukrainat Evguén Konovalets (1891-1938) d'an 23 a viz Mae 1938, hag e-kerzh e dec'hadenn d'an URSS en doa tremenet teir sizhunvezh e Barcelona m'en doa graet anaoudegezh gant Ramon Mercader[34].
A-hend-all, hervez dihelloù miret gant an FSB eo sklaer eo e Bro-C'hall e voe kelennet Ramon[27] — kement-se a glot gant testeni Luis Mercader, pa lavaras n'eas ket Ramon da URSS a-raok 1960, pa zeuas er-maez eus bac'h Mec'hiko[35]. Hervez Sudoplátov, Eitingon en devoa kaset Ramon da Baríz en hañvezh-se[36], e-sell d'en em silañ en aozadurioù an drotskiourion c'hall. Petra bennak ma ne oa ket bet roet urzh c'hoazh gant Jozef Stalin da lazhañ Trotski, edo an NKVD o kregiñ da aozañ an taol met Mercader ne oa ket bet lakaet war-eeun en afer c'hoazh. Lev Trotski, a oa bet unan eus fealañ kenlabourerion da Lenin, a veve en harlu e Mec'hiko abaoe miz Genver 1937 goude bezañ bet rediet da guitaat Norvegia diwar pouez ar gouarnamant soviedel. A-drugarez d'an drotskourion stadunanat ha dre hanterouriezh al livour mec'hikan Diego Rivera en devoa asantet prezidant Mec'hiko, Lázaro Cárdenas (1895-1970), reiñ repu dezhañ.

Hervez testeni Clémence Béranger[37] e oa erru Ramon e Pariz — m'edo e vamm d'ar poent-se abaoe « ur pennadig » — d'ur c'houlz bennak amresis e 1938. Hervez urzhioù Eitingon e ranke Ramon hoalañ ha touellañ Sylvia Ageloff, ul labourerez sokial ha trotskourez stadunanat a oa da implijout evit tostaat ouzh Trotski. Ramon Mercader a gemeras an anv faos "Jacques Mornard", a vije mab d'un diplomat belgiat. Ageloff a zegouezhas e Pariz e dibenn Mezheven 1938, e vakañsoù hag e-sell da dennañ splet eus ar veaj evit kemer perzh en emvod savidigezh ar Pevarvet Etrebroadel[38]. Ne ouie ket e oa bet ragaozet he c'hejadenn ouzh Mornard-Mercader gant ar servij spierezh soviedel. Mercader a hoalas Sylvia Ageloff hag a gendalc'has d'he daremprediñ betek he distro da New York e miz C'hwevrer 1939. Diwar neuze e talc'hjont da genskrivañ, ar pezh na viras ket ouzh Ramon da glask doareoù all da dostaat ouzh kelc'hiad anaoudegezhioù Trotski.
Goude an drouklazh e tisklêrias al livourez vec'hikan Frida Kahlo (1907-1954) e oa en em gavet gant Mercader e-kerzh he chomadenn e París (Genver-Ebrel 1939) ; eñ en devoa goulennet skoazell diganti da gavout un ti nepell diouzh annez Trotsky e Coyoacán[39], ar pezh a nac'has F. Kahlo ober.

Drouklazhañ Trotsky : an oberiad Utka

kemmañ
 
Ti Trotsky e Coyoacán (2012)
 
Lec'h an drouklazh
 
Pigell an drouklazh
 
Barnadenn an 22/06/1944

E miz Meurzh 1939 e resevas Pável Sudoplátov, a oa rener departamant an Oberiadoù Arbennik dija, digant Stalin an urzh fraezh da echuiñ gant buhez Trotski[40]. Nahum Eitingon, a oa o paouez erruout e Moskva, a voe karget gant Sudoplátov da aozañ an oberiad Утки Utka, "Houad". Ne voe ket peuraozet an taol a-raok miz Gouere, ha e deroù miz Eost hepken e voe aprouet gant Stalin e-unan.[27]
Meur a rann a voe en Utka, enno komunourion spagnat ha mec'hikan bet tutaet e-kerzh Brezel diabarzh Spagn. Unan eus ar rannoù-se, renet gant al livour mec'hikan David Alfaro Siqueiros, a oa da vuntrañ ar marc'h-blein harluet ; unan all, Caridad ha Ramon Mercader hepken enni, a oa da eveshaat ha da zastum titouroù — adalek kentañ doare ar raktres e oa bet soñjet lakaat mamm ha mab da gemer perzh.[27]

En hañv 1939 ez eas Eitingon a Voskva da Bariz hag ur c'houblad mizvezhioù a dremenas eno o c'hourdoniñ Caridad ha Ramon ; e dibenn miz Eost ez eas an daou da New York[41]. Dre ma tarzhas an Eil Brezel-bed d'ar 1 a viz Gwengolo e roas Moskva an urzh da ampellat ar veaj da SUA, met mouzhet e voe ouzh ar gourc'hemenn[27]. E-pad ur sizhun bennak e chomas Ramon e New York a-raok mont da Gêr-Vec'hiko e deroù miz Here ; eus New York e c'houlennas digant Sylvia Ageloff dimeziñ gantañ. E miz Gwengolo e veajas e vamm ha Nahum Eitingon betek Mec'hiko ivez — ent-ofisiel evit prientiñ an eured, evit goursellout ouzh strollad Siqueiros hervez ar c'hazetenner Juan Alberto Cedillo.[42]
D'ar 24 a viz Mae 1940 da darzh-an-deiz, Siqueiros hag ur bagad pistoleros a arsailhas ti L. Trotsky e Coyoacán hep e c'hloazañ zoken.

Ret e voe da Eitingon kas keloù diwar-benn c'hwitadenn an oberiad ; dre ur gemennadenn rineget kaset eus New York e ouezas Moskva. Pan erruas ar c'heloù ez eas Stalin e fulor hag e lakaas gervel Sudoplátov ha Beria (1899-1953), penn an NKVD, evit ma rojent displegadennoù ha ma lakajent ar raktres B e pleustr[42]. Ramon Mercader a chomas e Kêr-Vec'hiko e-pad meur a vizvezh, dindan falsanv hag evel karedig Sylvia Ageloff, o tastum titouroù ha hep ober war-dro Trotsky. Un nebeud devezhioù goude c'hwitadenn strollad Siqueiros avat e kejas ouzh Lyev Trotsky dre e zarempred gant S. Ageloff ; miz goude, e dibenn Mezheven, e chomas Ramon e New York e-pad dek devezh da gaout kemennadurezhioù.
E-pad tri miz e kendalc'has e zarempred gant ar marc'h-blein harluet ; d'an 20 a viz Eost 1940 da veure e voe degemeret en e unan gant ar penn komunour. Pa ziskouezas Mercader skridoù dezhañ, Lyev Trotsky a dostaas d'ar prenestr evit o lenn gwelloc'h — d'an ampoent e tarc'haouas Ramon ur mell taol bigell kraper-menezioù war e gilpenn, o sankañ ar benveg don e klopenn Trotsky. Daoust da gement-se ne varvas ket Trotsky war an taol ha dreistbevañ a reas etre amdagoù ha glizi e-pad daouzek eurvezh a-raok mervel antronoz.

Pa voe harzet Ramon Mercader gant gwarded Trotsky hag ar pennadurezhioù mec'hikan e lavaras bezañ anvet Jacques Mornard ; e deroù ar prosez e tisklêrias en doa kudennoù personel gant Trotsky, p'en doa hennezh difennet ma timezeje gant Sylvia Ageloff ; diwar kement-se e oa savet tabut hag emgann. Kondaonet e voe « Jacques Mornard » neuze da ugent vloaz bac'h dre-benn drouklazh ; dek vloaz a voe ret evit kavout piv e oa Jacques Mornard e gwirionez[43].
Klask en em lazhañ a reas Sylvia Ageloff pa ouezas natur wirion atapi Ramon outi ; harzet e voe gant polis Mec'hiko ivez, peogwir he doa bevet mui pe vui gant ar muntrer e-pad daou vloaz, met didamallet e voe en diwezh.

Hervez Pável Sudoplátov, er penn-kentañ o doa Nuham Eitingon ha Caridad Mercader raktreset tagañ ti Drotsky d'ar mare m'edo Ramon en diabarzh ; hennezh en dije tennet splet eus ar c'hemmesk evit tennañ war e vukenn. Ramon ne voe ket a-du ha divizout a reas ober e-unan war-dro lazhañ Trotsky[44],[45].

Evel raktreset edo Eitingon ha mamm Ramon ouzh e c'hortoz en ur c'harr nepell diouzh ti Drotsky evit e skoazellañ en e dec'hadenn. Diouzhtu pa weljont birvilh ha pa glevjont c'hwitellerezioù ar polis e ouezjont e oa bet c'hwitet war an taol ; hep na vije aet Ramon er-maez e tec'hjont alese hag e kuitajont buan ar vro. Koulskoude, hervez testeni Eduardo Ceniceros — a voe alvokad Ramon Mercader diwezhatoc'h — ez eo Caridad hag a reas an difreoù evit m'en dije he mab ur skoazell wirel a-raok dezhi kuitaat ar vro en un doare eneplezenn. Diwar kuzul ar politiker marksour mec'hikan Vicente Lombardo Toledano (1894-1968) e voe dibabet an alvokad Octavio Medellín Ostos (1896-1952) ; Caridad ne ziskulias ket anv muntrer ersoliet Lyev Trotsky, nag ar fed e oa he mab[46].
Tost da vloaz goude ar muntr ez erruas Caridad Mercader e Moskva, e miz Meurzh 1941. D'ar 17 a viz Mezheven e voe aozet un degemer meur gant L. Beria, rener an NKVD, ma voe medalennet Caridad en Urzh Lenin gant Mic'hail Kalinin, prezidant Sovied Meur URSS ; evit Ramon e voe miret steredenn Harozed an Unvaniezh Soviedel.

An oberiad Gnomo

kemmañ

E miz Mae 1943 e c'hourc'hemennas Jozef Stalin ma vije aozet ur raktres evit divac'hañ Ramon Mercader[47].
E dibenn 1943 e tigoras an URSS ur c'hannati e Mec'hiko, ar pezh a bourchase ur gwasked lezennel da rezidentura an NKVD er vro. Div kefridi bennañ an NKVD eno a voe spiañ SUA evit dastum titouroù diwar-benn o bombezenn nukleel, ha divac'hañ Ramon Mercader.[42]

Meur a strategiezh a voe studiet gant saverion an oberiad Gnomo — an anv roet da Ramon Mercader — evit tennañ hennezh eus ar c'harc'har gant skoazell gwazourion soviedat ha komunourion vec'hikan ha spagnat harluet er vro. En hañv 1943, ar bolitikerion gomunour spagnat Jesús Hernández Tomás (1907-1971) ha Francisco Antón Sanz (1909-1976) a voe kaset da Vec'hiko da adaozañ ar PCE er vro amerikan ; e-kichen ar gefridi-se e oa karget Hernández gant an NKVD da greñvaat ar rezidentura hag he labour[48].
E dibenn 1943, ar rezidentura a savas ur raktres evit ma c'hellje Ramon Mercader tec'hel kuit e-kerzh mont eus ar vac'h d'al lezvarn : dre ma oa nebeutoc'h a warded e vije paket, lakaet en ur c'harr ha kaset kuit eus ar vro ; Eitingon, lesanvet "Tom" e Gnomo, a oa karget da genurzhiañ ar raktres[49]. Ur c'hwitadeg e voe an oberiad, abalamour da zic'houested, disfiz ha tabutoù ar wazourion soviedat, mec'hikan ha spagnat eus un tu, ha da vezañs dic'hortoz Caridad Mercader er vro diouzh eus un tu all[50]. War a seblant e tivizas-hi en he unan kevraouiñ meur a wech gant ar pennadurezhioù mec'hikan evit ma vije lakaet he mab en e frankiz. Evit gwir, hervez Eduardo Ceniceros, e c'hallas mamm ha mab kejañ an eil ouzh egile er-maez eus ar c'harc'har[51]. Donedigezh Caridad Mercader hag he strivoù a lakaas ar pennadurezhioù mec'hikan war evezh ha kaletaet e voe reol garc'harel Ramon, ar pezh a lakaas kement tec'hadenn da zic'hallus[50]. Evel ma kontas Luis Mercader, Caridad a anaveze kalz tud a bouez ha hep mar e aspede an eil pe egile tro-ha-tro ; ar pezh a reas avat e voe reiñ avel d'ar c'had ha neuze e voe diskaret kement raktres a oa bet aozet[52]. Abalamour da gement-se, Soviediz a roas urzh da Garidad da guitaat ar vro raktal ha ne voe striv all ebet da zivac'hañ he mab, a rankas chom e karc'har Lecumberri[53]. An darn vuiañ eus ar skrivagnerion hag o deus pledet gant an danvez, Ramon Mercader en o zouez, a laka bec'h ar c'hwitadenn war bezañs Caridad er vro ; biskoazh e gwirionez n'en deus Ramon pardonet d'e vamm he emelladur en oberiad Gnomo, ha hervezañ ez eo-hi atebek d'an astenn a oa bet lakaet d'e gastiz : "Ranket em eus tremen 16 vloaz er c'harc'har abalamour dezhi."[54] Biskoazh avat ne lavaras kement-se dezhi tal-ouzh-tal.[52]

Ramon hag e vamm

kemmañ

Kalz istorourion ha kelaouennerion o deus poltredet Caridad del Río evel ur vaouez vargredik a vroudas he mab da zrouklazhañ. Da lavar ar skrivagner kuban Leonardo Padura (* 1955) : « Caridad del Río n'eo ket bet hepken an hini a zesavas he mab ar gasoni hag el lakaas e darempred gant pennadurezhioù an NKVD hirisus soviedel hag a oa karget da aozañ ha seveniñ an drouklazh, e galonekaat hag e vroudañ a reas betek abardaez an 20 a viz Eost end-eeun, p'e welas eus ur c'harr ha kevret gant aozer ar raktres o vont tre e ti Drotsky hag e lagennoù Istor ar c'hantved. »[55]
Un dielfennadur damheñvel zo bet graet gant Julián Gorkin pa zisklêrias : « Un teñval a venvegad polis a droas Caridad en ur sponterez, mamm ur muntrer. » a-raok ouzhpennañ e voe aberzhet Ramon « en anv ar margred a brezege-hi. » Kadarnaet eo kement-se gant ur guzhutadenn a vije bet graet gant Caridad e-kerzh e chomadenn en URSS : « Troet em eus ma mab da zrouklazher »[31]
Mammennoù all a gadarna levezon drastus ar vamm ha margred ar gomunouriezh stalinour war ar mab :

Ramon : « Goude echu ar brezel e fell din chom e Spagn. »
Caridad : « Te ne zibabez ket. Hini ebet ac'hanomp ne zibab. Ne reomp nemet ar pezh a vez divizet gant ar strollad. »
Ramon : « Nac'h a ran. »
Caridad : « Laka se ez penn evit ur c'hast a wech. Ne soñjez ket, sentiñ a rez. Ne rez ket da-unan, seveniñ a rez hepken. Ne zivizez ket, kas da bennvat a rez hepken. Te 'vo ma dorn e chouk ar mab ar c'hast-se, ma mouezh a vo hini ar c'hamalad Stalin, ha Stalin a soñj evidomp-holl. »[56]

Luis Mercader avat a roas ur sell disheñvel penn-da-benn. Hervez bidoc'hig an tiegezh n'he doa ket bet Caridad gwall vras ul levezon war Ramon ha hini eus he mibien abalamour ma vevas ganto e-pad berr amzer e gwirionez[57]. Menegiñ a reas ivez penaos e vreur en doa lavaret dezhañ e oa bet youlek da seveniñ an drouklazh, evit skoazellañ Eitingon en e gefridi[58].
Evit e gelo, ar c'hazetenner katalan Gregorio Luri a ginnigas ur arlakadenn all e 2014 :

Todo el mundo parece estar de acuerdo en que Caridad Mercader era tan fanática que no dudó en sacrificar a su hijo poniéndolo al servicio de los planes de Stalin para liquidar a Trotsky. Yo estoy comenzando a sospechar otra cosa: que lo sacó del frente de Madrid y lo empujó a participar en los servicios secretos soviéticos para alejarlo de la muerte. Fue su amor de madre y no su supuesto fanatismo el que acabo haciendo de Ramon un asesino. No olvidemos que ya había perdido un hijo en la guerra. An holl dud a seblant bezañ a-du evit lavarout e oa Caridad Mercader ker margredik ma n'he doa ket arvaret a aberzhiñ he mab dre e lakaat e servij raktresoù Stalin a-benn drouklazhañ Trotsky. Emaon krog da ziskrediñ war un dra bennak arall : e dennañ eus talbenn Madrid a reas hag e vroudañ da gemer perzh er servijoù soviedel evit e wareziñ diouzh ar marv. Karantez ar vamm ha neket he margred ersoliet eo he deus graet un drouklazher eus Ramon en diwezh. Na zisoñjomp ket he doa kollet ur mab er brezel dija[59].

Bloavezhioù diwezhañ

kemmañ
 
Bez Ramon Mercader e Moskva
 
Bez Trotsky e Coyoacán

E miz Eost 1953 e voe kavet pivelezh wirion « Jacques Mornard ». D'ar 6 a viz Mae 1960 e voe lakaet Ramon Mercadon, 47 vloaz, en e frankiz ha gouest e voe da veajiñ da Voskva gant ur paseporzh tchek. Eno, ma oa e vreur Luis o vevañ c'hoazh, en em stalias gant e wreg Roquelia. Da goronal e voe anvet e Poellgor Surentez ar Stad (Комит́ет Госуд́арственной Безоп́асности / КГБ, KGB), ha dre guzh e voe deroet dezhañ steredenn Harozed an Unvaniezh Soviedel, medalenn Urzh Lenin hag ar Vedalenn aour niverenn 11089, kement-se evit seveniñ promesa Nuham Eitingon. War-eeun digant Aleksandr Chelepin, rener KGB, en o degemeras.
Gwech e Moskva, gwech e La Habana e tremenas bloavezhioù diwezhañ e vuhez. E La Habana e varvas diwar c'hrign-bev ar skevent d'an 19 a viz Here 1978, oadet 65 bloaz.
Hervez ar brud a redas d'ar mare e tapas ar c'hleñved diwar un eurier bet profet dezhañ gant KGB ha pistriet gant poloniom skinoberiant evit mirout outañ a ziskuliañ titouroù kizidik.

Emañ beziet e bered kozh Kountsevo e Moskva, e rann Harozed URSS. « Lopez Ramon Ivanovitchnbsp;» (Лопес Рамон Иванович) eo an anv a zo skrivet eno, nepell diouzh ludu ar gwazour daouduek breizhveuriat Kim Philby (1912-1988).

Sevenadur

kemmañ
Lennegezh
Sinema
Skinwel
  • (ru) Alexander Kott & Konstantin Statskiy (2017) : Trotskiy

Levrlennadur

kemmañ
  • (es) Cedillo, Juan Alberto : Los nazis en México, Debate, 2013 (ISBN 978-607-31-1955-9)
  • (es) Garmabella, José Ramón : El grito de Trotsky – Ramon Mercader, el asesino de un mito, Debate, 2007 (ISBN 978-84-8306-696-6)
  • (es) Gorkin, Julián : Contra el estalinismo, Laertes, 2001 (ISBN 978-84-7584-468-8)
  • (es) Hernández Sánchez, Fernando (2006) : Jesús Hernández, pistolero, ministro, espía y renegado, Historia 16 (368): 78-89 (ISSN 0210-6353)
  • (es) Hernández Sánchez, Fernando (15/01/2008) : Los comunistas españoles en México durante la segunda guerra mundial, bodad-studi El Exilio y México-España, siglo XX er Centro de Investigaciones Históricas de la Democracia Española (CIHDE)
  • (es) Juárez, Javier : Patria - una española en el KGB, Debate, 2008 (ISBN 978-84-8306-763-5)
  • (en) Levine, Isaac Don (28/09/1959) : Secrets of an Assassin, in LIFE Vol. 47 N°13 pp.104-122
  • (es) Mercader, Luis & Sánchez, Germán : Ramon Mercader, mi hermano - Cincuenta años después, Espasa-Calpe, 1990 (ISBN 978-84-239-2228-4)
  • (es) Padura, Leonardo : El hombre que amaba a los perros, Maxi-Tusqutes, 2011 (ISBN 978-84-8383-577-7)(fr) L'homme qui aimait les chiens, Points, 2014 (ISBN 978-2-7578-2657-7)
  • (es) Pàmies, Teresa : Cuando éramos capitanes, Dopesa, 1974 (ISBN 978-84-7235-195-0)
  • (en) Sudoplátov, Pável & Sudoplátov, Anatoliy : Special Tasks – The Memoirs of an Unwanted Witness - A Soviet Spymaster, Little Brown & Co., 1994 (ISBN 978-0-316-77352-2)
  • (fr) Vorobiev, Lyev (1997) : L'assassinat de Trotsky décrit par ses assassins, e Nouveautés sur l’espionnage et le contre-espionnage n°19/100
  • (en) Wilmers, Mary-Kay : The Eitingons: A Twentieth Century Story, Verso Books, 2012 (ISBN 978-1-84467-900-3)

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Mercader & Sánchez, 1990, p. 35.
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Juárez, 2008, p. 102.
  3. Juárez, 2008, p. 103.
  4. Mercader & Sánchez, 1990, p. 179.
  5. Mercader & Sánchez, 1990, p. 38.
  6. Kelaouenn Tiempo, ISSN 0213-1951, niv. 1637, 2014, pp. 66-69. Un aozadur lezpolitikel armet katalan e oa ar somatén, disrannet diouzh lu ar Stad. Er penn-kentañ e oa karget da wareziñ an dud hag an tiriad. Dindan diktatouriezh Primo de Rivera (1923 1930) e voe ledandaet da Spagn a-bezh ha lakaet da unan eus pileroù ar renad. Divodet e voe e 1931 gant Eil Republik Spagn — war-bouez skourr Katalonia —hag adsavet dindan ren Francisco Franco (1936 1975) ; e 1978 ez eas da get goude adsavidigezh an demokratelezh.
  7. Pistolerismo : e Spagn Alfonso XIII (1902 1931) adalek 1919 betek 1923, e Katalonia pergen, e veze boas ar batromelezh da lakaat drouklazhañ sindikadourion a-c'houde krouidigezh ar sindikad anveliour CNT ; "lazhañ ar gaserion ha spontañ ar stourmerion" e oa ar sturionn, ar pezh a veze graet gant kenwallerezh ar polis hag ar pennadurezhioù.
  8. Juárez, 2008, pp. 103-104.
  9. Kement-se a voe lakaet war wel gant Gregorio Luri er gazetenn gatalanek Ara : L'amor perdut de Caritat Mercader (03/02/2013) ha Caritat Mercader, una revolucionària amb sabates de pell de serp (07/04/2013).
  10. 10,0 10,1 ha10,2 Mercader & Sánchez, 1990, p. 30.
  11. 11,0 ha11,1 Juárez, 2008, p. 104.
  12. Mercader & Sánchez, 1990, p. 33.
  13. Mercader & Sánchez, 1990, p. 37.
  14. 14,0 ha14,1 Mercader & Sánchez, 1990, pp. 41, 43.
  15. Mercader & Sánchez, 1990, p. 41.
  16. La Fototeca
  17. Pàmies, 1974, p. 111.
  18. En deiz-se e voe harz-labour hag un emsavadeg armet dre Gatalonia a-bezh, ha Lluís Companys, prezidant Generalitat de Catalunya, e embannas Stad Katalonia e-barzh « Republik Kevreadel Spagn ».
  19. Juárez, 2008, pp. 105-106.
  20. Juárez (2008), p. 107.
  21. Partido Socialista Unificado de Cataluña, komunourion Katalonia.
  22. Ar sindikad katalan Unión General de Trabajadores
  23. Mercader & Sánchez, 1990, p. 42.
  24. Pàmies, 1978, p. 20.
  25. Pàmies, 1974, p. 109.
  26. Mercader & Sánchez, 1990, pp. 42-45.
  27. 27,0 27,1 27,2 27,3 ha27,4 Vorobiev, 1997.
  28. Mercader & Sánchez, 1990, p. 46.
  29. Wilmers, 2012, p. 275.
  30. Levine, 1959, p. 112.
  31. 31,0 ha31,1 Gorkin, 2001.
  32. Pàmies, 1974, pp. 109-112.
  33. Pàmies, 1974, p. 22.
  34. Sudoplátov & Sudoplátov, 1994, pp. 30, 70.
  35. Mercader & Sánchez, 1990, p. 56.
  36. Sudoplátov a Sudoplátov, 1994, p. 70.
  37. Pried pe c'hoar Daniel Béranger, ur spier gall eus an NKVD hag a oa e 1939 dindan urzhioù Nahum Eitingon e Pariz ; e Pariz edo Daniel Bréanger o chom, ha karedig Montserrat Mercader e oa bet (Mercader & Sánchez, 1990, p. 180).
  38. Aozadur etrebroadel strolladoù komunour trotskour, bet savet e 1938 ha divodet e 1953 ; e Pariz eo bet ar sez betek 1939, e New York da c'houde.
  39. Ur gêriadenn e Su Kêr-Vec'hiko d'ar mare, a zo ar c'hreiz istorel anezhi hiziv.
  40. Juárez, 2008, p. 148 ha Vorobiev, 1997.
  41. Wilmers, 2012, p. 298.
  42. 42,0 42,1 ha42,2 Cedillo, 2013.
  43. (es) Ibartz, Joaquim : Diez años para averiguar una identidaLa Vangauardia, 28/07/1990
  44. (pt) Mendes de Almeida, Angela (2014) : O homem incapaz de matar cachorros.
  45. (es) Cangiano, Gustavo : Revelaciones exclusivas acerca de cómo la Unión Soviética y los Partidos Comunistas organizaron el asesinato de León Trotsky, 07/04/2010.
  46. Garmabella, 2007, pp. 226-227.
  47. (es) Hernández Sánchez, Fernando (9/01/2014) La política comunista española desde México durante la guerra mundial: exilio, aislamiento y "operaciones especiales"
  48. Hernández Sánchez, 2006.
  49. Hernández Sánchez, 2008.
  50. 50,0 ha50,1 Hernández Sánchez, 2006 ha 2008.
  51. Garmabella, 2007, p. 270.
  52. 52,0 ha52,1 Mercader & Sánchez, 1990, p. 110.
  53. E biz Kêr-Vec'hiko emañ palez Lecumberri, a zo bet ur c'harc'har (1900-1976) a-raok bezañ sez an Dielldi Broadel (Archivo General de la Nación) adalek 1980.
  54. Mercader & Sánchez, 1990, pp. 101-102.
  55. Padura, 2011
  56. (es) ¡Maten a Trotsky!: la minuciosa trama secreta del asesinato político más planificado de la historia
  57. Mercader & Sánchez, 1990, p. 29.
  58. Mercader & Sánchez, 1990, pp. 77-81.
  59. (es) Gregorio Luri (2014) : Caridad, con otra mirada.