Caridad Mercader
Eustacia María Caridad del Río Hernández, ganet e Santiago de Cuba, 29 a viz Meurzh 1892 ha marvet e Pariz e 1975, anavezetoc'h evel Caridad del Río, Caridad Mercader pe Caritat Mercader — diwar anv he fried—, a oa ur gomunourez katalan a genlaboure gant an NKVD sovietek. Brudet eo evel mamm Ramón Mercader, a zrouklazhas Lev Trotsky, nemet perzh a gemeras ivez er gwallober.
He zud o doa dastumet madoù e Kuba, hag aet e oant da chom da Varcelona ma tarempredent ar binvideien e deroù an XXvet kantved. Yaouankik e oa pa zimezas da Bablo Mercader, mab d'ur penn-embregerezh, ha pemp bugel o devoe. Fall e troas an darempredoù etre an daou bried, treiñ kein a reas Caridad ouzh ar vourc'hizien, mont a reas da chom da Vro-C'hall gant he bugale, ha daremprediñ an anarkourien da gentañ, ar sokialourien goude, hag ar gomunourien goude c'hoazh. Kemer a reas an armoù a-enep emsavadeg ar soudarded en Barcelona, en em gannañ a reas e talbenn Aragon, ma voe gloazet, ha neuze e rankas distreiñ da Varcelona.
Brud a dapas er PSUC, ma oa ar «Pasionaria catalana». Perzh a gemeras en un droiad propaganda en Mec'hiko ha goude e labouras evit an NKVD en Spagn. He mab Ramón, ezel ivez eus ar PSUC hag ofiser en arme republikan, a voe sachet war-du ar spierezh sovietek e-pad ar brezel — bountet moarvat gant e vamm— ha gourdonet gant e vistri da lazhañ Lev Trotsky, a veve en harlu en Mec'hiko. Caridad, aet da chom da Bariz en 1937, a gemeras perzh en aozadur al lazhadenn, met pa voe tapet he mab Ramon ha bac'het goude dezhañ lazhañ Trotsky, e tizhas-hi tec'hel eus Mec'hiko da vont d'an Unaniezh Sovietek ma voe degemeret gant ar brasañ enorioù. Perzh a gemeras neuze en tabutoù etre ar gomunourien spagnol harluet.
En 1944 e voe aotreet da vont e-maez he bro nevez da glask dieubiñ he mab, met mont a reas enep an divizoù ha beajiñ a reas da Vec'hiko ma klaskas sikour he mab da dec'hel eus ar vac'h. A-benn ar fin ne reas skoazell Caridad Mercader nemet gwashaat buhez Ramon en toull, ma ehanas ar renerien sovietek gant o arnod. Caridad neuze ac'h eas da chom da Bariz, gant ul leve sovietek. A vareadoù ez ae d'an URSS da welout he mibien Luis ha Ramon, pa voe divac'het en Mec'hiko. Mervel a eure Caridad Mercader e Pariz en 1975.
Yaouankiz
kemmañGanet e oa Caridad Mercader en Santiago de Cuba en 1892. He zad, Ramón del Río, a oa genidik eus proviñs Santander, e Spagn. Pa fellas d'an tiegezh distreiñ da Spagn, un nebeud bloavezhioù a-raok Brezel 1898, ez ejont da gêr Barcelona da chom, hag eno e tarempredent an dud uhelañ. Daou vreur da vihanañ he doe Caridad. Diwezhatoc'h e lavaras e oa bet he zad gouarnour Santiago hag ar c'hentañ trevadenner e Kuba da zieubiñ e sklaved, hogen n'eus prouenn ebet a gement-se, nag eus doug he mamm da emsaverien Kuba.
Studiañ a reas e skol gatolik Ar Galon Sakr, e Sarriá (kumun staget ouzh Barcelona e 1921), ha mont da dremen lajadoù, bep an amzer, er skolioù dalc'het gant an urzh relijiel en París ha Londrez. Setu penaos e teskas abred komz galleg ha saozneg. War a seblant e vije bet troet gant ar relijion ur pennad, ma vije bet darbet dezhi mont da leanez.
Seitek vloaz a-boan e oa, d'an 13 a viz Mezheven 1908, pa voe embannet e kazetennoù Barcelona e oa promesa da zimeziñ entre bugale tud uhel pinvidik, Caridad del Río ha Pablo Mercader Marina, seizh vloaz koshoc'h egeti, mab d'ur marc'hadour danvez pinvidik. Danvez he zad-kaer, Narciso Mercader Sacanella, a oa bet krog gant ur wiaderezh e Badalona, ha digoret goude un nebeud re all ouzhpenn en Barcelona. An daou zanvez-pried a oa kustum da varc'hegañ, ha Caridad hec'h-unan a lavaras e oa kroget ar big en he skouarn o welout pegen ampart marc'heger e oa Pablo Mercader.
Gwreg ha mamm
kemmañD'ar 7 a viz Genver 1911, ec'h euredas Caridad da Pablo Mercader, ha pemp bugel o doe. Den hegarat e oa Mercader, eus an tu dehoù, ha broadelour katalan. Hervez e vab Luis e voe ezel eus Estat Catalá. Caridad del Río avat n'ouzer ket pe vennozhioù he devoa pa zimezas.
Caridad «a oa ur grennardez kenedek, kelc'hiek he dremm, plijus he doareoù, kuñv he selloù [...] gwer-glas he lagad hag a oa merk hewelañ he c'horfadurezh». Mont a reas an daou bried da chom d'ar straed Illas i Vidal, en karter tud uhel Sant Gervasi de Cassoles. Kemer a reas ar wreg anv he fried ha diwar neuze e voe anvet Caridad, pe Caritat, Mercader. Pemp bugel o doe: Jorge (ganet e 1911), Ramon (ganet e 1913), Montserrat (ganet e 1914), Pablo (ganet e 1915) ha Luis (ganet e 1923). Un tamm goude ganedigezh Pablo e vanas Jorge klañv gant ar poliomielitis ma voe seizet e zivhar.
Ne droas ket o friedelezh da vat, ha goude ar bloavezhioù kentañ ez eas ken fall an traoù ma pellaas Caridad diouzh he fried ha diouzh metoù ar vourc'hizien a-grenn.
Pablo Mercader, hag a oa un tad mat d'e vugale, a oa douget, hervez e wreg bepred, da oberoù reizhel divoas. Gouez da Luis, er film Asaltar los cielos[1], e vije bet kontet dezhañ gant Caridad e veze kaset gant he gwaz da fouzhlec'hioù da ziskouez dezhi penaos arnodiñ doareoù nevez da c'hoari daou. Rediet e veze ar wreg gant he fried da arvestiñ, dre lagadennoù kuzh e speurennoù ar c'hambreier, ouzh an emgavioù etre gisti ha fouzherien. Diwar gement-se e oa kroget Caridad da vagañ dispriz ouzh he gwaz ha betek ouzh e renkad kevredigezhel.
E deroù ar bloavezhioù 1920, e krogas Caridad, a veve bete neuze hervez doareoù he metoù kevredigezhel, da en em zerc'hel en un doare ha ne glote tamm ebet gant re ar vourc'hizien. Hervez ar c'hazetenner ha skrivagner Gregorio Luri — a gontas pezh en devoa klevet digant Isaac Don Levine[2] — e stagas Caridad da gemer kentelioù liverezh gant al livour valansat Vicente Borrás y Abella, hag en e studio e tarempredas intelektualed ha bohemed. Kregiñ a reas Caridad da gaout doareoù-soñjal disheñvel, ha tamm ha tamm en em gavas e lec'hioù ma veze kemeret morfin — hervez he mab Ramón e voe Caridad dindan yev an opiom e-pad pell amzer, e kuzh ouzh an holl —.
Koulz ar pistolerismo a oa en Barcelona, ha Caridad a zaremprede kelc'hiadoù anarkourien a grogas da ditouriñ an emsaverien diwar-benn embregerezhioù an tiegezh Mercader, ha d'ar poent-se ivez ez eas o stalioù war fallaat.
En 1921 e varvas an ozhac'h meur Mercader, hag ar pennhêr Juan, he breur-kaer, a gemeras ar stur. War washaat ez eas ar stal, ken e tec'has Juan da Arc'hantina. Ar re all eus an tiegezh a oa krog da vevañ-bevaik, ma rankas Pau ha Caridad, hag o bugale da-heul, mont da chom er Barrio Gótico, e karter iliz-veur ar Merced.
Un darempred he doe Caridad gant an aerloman gall Louis Delrieu. En 1919 edo Caridad o tremen ur pennad amzer en un domani d'an tiegezh tost da Alicante, ha Delrieu, a nije war al linenn Latécoère (anvet Aéropostale goude) etre Toloza ha Casablanca, a rankas leuriañ diwar dizh nepell — kement-se a voe lakaet war wel en 2013 gant Gregorio Luri. Karantez a savas etre Louis ha Caridad, serc'heg ha serc'h e voent, goude ma n'ouzer ket resis pegoulz. Da-heul kement-se e fellas d'an tiegezhioù Del Río ha Mercader kemer diarbennoù rust. Un nozvezh, e 1923, e teuas klañvdiourien eus Manicomio de la Nueva Belén, e Sant Gervasi, gant breudeur Caridad, e ti ar wreg amfeal, hag int d'he gwiskañ en ur porpant-kalet, ha d'he c'has ganto. Gwelloc'h e kave an ozhac'h hag he breudeur-hi e vije kavet follez eget he gwelout kaset d'ar vac'h. Tri miz e chomas-hi eno, en digenvez, lakaet da lonkañ louzoù kreñv, strinkadennoù dour yezh ha stroñsoù tredan. Kement-se ne fellas ket dezhi pardoniñ d'he ziegezh, ha diwar neuze e kavas dezhi e oa dizle a-grenn en e geñver. Pa deuas er-maez eus ar c'hlañvdi e reas he soñj kemmañ he buhez ha bevañ distag diouzh an holl liammoù a c'halle kaout gant he ziegezh hag he renkad kevredigezhel.
E Bro-C'hall
kemmañE Toloza
kemmañUn deiz eus 1924 pe 1925 (n'oar ket peursur) e kemeras Caridad he femp bugel da vont da chom da Vro-C'hall gant Delrieu ha da vevañ e kêr Dacs, en Okitania. Eno e vevjont evurus betek 1928, pa fellas da Louis lakaat fin d'o darempred. Neuze ez eas Caridad da Doloza da chom ; ur preti a zalc'has eno. Eno ivez e klaskas en em lazhañ. Pa glevas ar c'heloù e teuas he fried Pau Mercader di da gerc'hat an tri bugel bihanañ, Montserrat, Pablo ha Luis, d'o c'has gantañ da Varcelona ma voent skoliet e skolioù-lojañ relijiel, rak bihan e oa erru an arc'hant gant o zad. Jordi ha Ramon avat a chomas en Toloza, ha lakaet en ur skol-ostizañ, Jordi da vezañ keginer, Ramon da vout mestr-servijer.
E Pariz
kemmañPa voe gwellaet dezhi ez eas Caridad da chom da Bariz, hag eno e teuas da vout ezel eus an SFIO, e kevrenn ar XVvet arondisamant. Honnezh a oa ur gevrenn un tamm muioc'h a-gleiz eget ar strollad, ha renet e oa gant Marceau Pivert. En 1935 e savas Pivert ur rann (courant e luc'haj politikel ar strollad politikel gall) Gauche révolutionnaire e-barzh an SFIO hag a reas un disrann diwezhatoc'h hag a droas war-du an drotskiouriezh. En ur skeudenn eus 1928 (Gregorio Luri an hini a ginnig ar bloavezh-se) ma weler Caridad Mercader o pourmen war ar maez gant tud all eus an SFIO, hag en o zouez ar paotr Pivert hag e verc'h Jacqueline.
Hervez Gorkin eo e 1928 ez eas Caridad en darempred gant ar spierezh sovietek — hervez testeni «un den bet kuzulier sevenadurel er c'hanati sovietek e Pariz. Marteze eo en amzer-se ivez e reas-hi anaoudegezh gant Leonid Eitingon, ofiser eus ar servij-spierezh sovietek, a fretaas anezhi diwezhatoc'h. Gouzout a reer e oa bet Eitingon e Sina, Bro-C'hall, hag Alamagn, entre 1927 ha 1936,o labourat e-kuzh evit an NKVD (anvet OGPU betek 1934) a-raok bezañ kaset da Spagn. Kement-se a lenner e danevell an oberiadur a gaso da lazhidigezh Trotski, a voe skrivet en 1997 gant Lev Voroviev (pe Vorobiov), ur spier rus hag en devoa gallet sellout, er bloavezhioù 1990, ouzh dihelloù Servij Kevredadel ar Surentez (FSB, deuet war-lerc'h da vout KGB). Eitingon a oa bet en Sina, Bro-C'hall hag Alamagn a-raok bout kaset da Spagn[3]
Evit Pável Sudoplátov ne veneg, en e levr embannet er bloavezhioù 1990 diwar-benn e oberoù en NKVD, Special Tasks, nemet distro Eitingon eus Sina, e deroù ar bloavezhioù 1930, ha lavarout a ra e voe kaset d'ar SUA, ha pa zistroas d'an Unvaniezh Sovietek en devoe ur garg a rener en NKVD.Patrom:Harvnp Ne vern penaos, e deroù ar bloavezhioù 1930, e oa tostaet d'ar PCF. Hervez Levine e servije Caridad da voest-lizheroù d'an Trede Etrevroadel ha marteze ivez d'an NKVD[4]. Skrivañ a ra ivez e plije da Garidad kontañ d'he c'hamaraded tostañ penaos en em zalc'he Maurice Thorez —pennsekretour ar PCF—, Jacques Duclos ha renerien all ar strollad, er gwele ganti[5]. War-dro ar mare-se, marteze en 1930, e tec'has he merc'h Montserrat eus he skol-lojañ en Barcelona da vont da Vro-C'hall da chom gant he mamm. Emezelañ a reas Caridad er PCF hag anaoudegezh a reas gant André Marty : sekretourez e voe gantañ goude, e-pad Brezel Spagn.
En 1931, pa voe diskaret ar roue Alfonso XIII hag embannet an Eil Republik spagnol, e tistroas Ramon da Varcelona ma kavas labour el leti Ritz. En amzer-se dija e oa emsaver komunour abaoe meur a vloaz — evel a gontas d'e vreur Luis diwezhatoc'h, en 1935, pa zistroas o mamm da Spagn. Evit e vreur Jorge hag e c'hoar Montserrat a chomas e bro-C'hall gant o mamm, tra ma kontas ar breur all, Luis, pa oa er skol-lojañ en Barcelona, adal e bemp bloaz betek e unnek vloaz, ne welas e vamm Caridad nemet ur wech, ha hi gant Ramón; Jorge ne zistroas ket da Spagn, ha Luis ne adwelas e vamm nemet pa 'z eas da Vro-C'hall en 1937.
Bec'h he doe Caridad gant ar polis gall, a verzas outi chom en Pariz, ma'z eas neuze da chom da-gichen Bourdel. En 1935 e voe bac'het, ha hervez a gontas Luis, e voe bazhataet kement gant ar boliserien ma kollas ar gweled e-pad ur pemzektez. Goude e voe skarzhet eus ar vro. E Mezheven 1935 e voe bac'het Ramón e Spagn ivez evel emsaver komunour.
Distro da Varcelona : perzh e Brezel Spagn
kemmañPa voe skarzhet Caridad eus Bro-C'hall ez eas da chom da Varcelona, ha lakaat a reas hec'hanv er PCC (Partido Comunista de Cataluña), ur skourr bihanik d'ar PCE ma oa he mab Ramon o stourm. Perzh a gemeras neuze en argerzh unvaniñ ar strolladoù micherourien gatalan a roas lec'h d'ar Partit Socialista Unificat de Catalunya (PSUC)
En amzer-se, eme Luis, a veve neuze gant e dad, ne wele e vamm Caridad nemet ral a wech.
NKVD
kemmañSur eo e voe tutaet gant an NKVD e deroù 1937. Hervez a voe kontet gant Luis Mercader, un tamm goude distroet eus México, er goañvezh 1937 (ne lavar ket Luis resisoc'h), ez eas gant e vamm da welout Ramón en talbenn Madrid. Un hir a gaoz a voe etre Ramón ha Caridad, eme Luis, da gendrec'hiñ Ramón da vont ivez en NKVD. Mizioù goude, en Ebrel, sklaer an traoù da Luis : «...me enteré de que mi madre estaba relacionada con los soviéticos (los llamábamos así). Después comprendí que mi hermano Ramón estaba relacionado con ellos» ( Kompren a ris e oa ma mamm en darempred gant ar Soviedoù (evel-se e laremp anezhe) Goude e komprenis e oa ma breur Ramon e darempred ganto). Dre hanterouriezh Caridad Mercader e voe tutaet komunourien all gant an NKVD, evel África de las Heras, pe Carmen Brufau, mignonez da Caridad.
Da c'houzout piv a voe he c'huzulier-stummer er spierezh sovietek e kinniger peurvuiaén daou anv: Erno Gerö ha Leonid Eitingon. Gerö, lesanvet Pedro, a oa ur c'homunour hungarat hag a oa en Barcelona evel dileuriad Etrebroadel ar Gomunourien er PSUC — abaoe 1932 e oa bet er PCC— ha penn dileuridi an NKVD en Katalonia e oa. Hervez Luis, Gerö a oa tost d'e diegezh, que «pudo haber sido [...] eslabón entre los soviéticos y mi familia en esos años». Caridad le tenía «mucho aprecio».
Mec'hiko
kemmañEn Meurzh 1939, Sudoplátov, rener rann an oberadiurioù arbennik, a voe roet urzh dezhañ gant Stalin da en em zizober da vat eus Trotsky. Edo Eitingon o paouez erruout e Moskou, ha dezhañ e voe, war urzh Sudoplátov, da aozañ an oberiadur Utka (Houad). Ne voe ket peuraozet ar raktres a-raok Gouhere ha ne voe ket aprouet gant Stalin a-raok deroù Eost. An oberiadur Pato a oa anezhañ un heuliad taolioù-esa kaset da benn gant komunourien spagnol ha mec'hikan enfredet e-pad brezel Spagn.
Unan eus an taolioù-se a voe aozet gant ar murlivour mec'hikan David Siqueiros, hag ar mennad e oa lazhañ ar politikour repuet. Un taol all a voe aozet gant Caridad ha Ramon Mercader.
Pariz
kemmañEn miz Du 1945 e kuitaas Caridad Mec'hiko hag aotre he doe da vont da chom da Bariz gant he zremen-hent kuban hag ul leve eus ar gouarnamant soviedek betek he marv. Ur ranndi he doa tost d'ar Volz-Enor, en niverenn 25 er straed Rennquin.
En Pariz ivez e oa he bugale Jorge ha Montserrat, hag o daremprediñ a rae ingal (ur poltred zo eus Caridad o reiñ ar podig-chut da Jean, mab da Montserrat, en 1963.
Goude Dispac'h Kuba e voe anvet ar soner Harold Gramatges da gannad e Bro-C'hall hag implij a reas Caridad Mercader d'ober war-dro darempredoù diavaez kannati Cuba en Pariz. Eno e labouras entre 1960 ha 1967. Aozañ a rae abadennoù, degemer tud brudet, Gallaoued pe tud a vroioù all, evel ma kontas Gramatges e-unan en 1978.
Lenn a reer, el levr Vidas para leerlas, eñvorennoù ar skrivagner kuban Guillermo Cabrera Infante, a voe kaset en 1962 da Vrusel evel kuzulier sevenadurel e kanati Kuba, ur meneg anezhi : hervez an oberour e oa un tamm «kozhiadezh sec'h ha displijus » hag he devoa kemeret lec'h «ur gaer a vaouez eus La Habana » a oa ouzh an degemer en he raok. Hervez Cabrera Infante, e lavare Gramatges anezhi e oa «Cachita» — lesanv roet dadud eus Santiago de Cuba— ur vaouez hag a oa «brasoc'h stalinourez eget Stalin».
En amzerioù-se e kenlaboure Luis Goytisolo gant ar Revolución Cubana, hag anaoudegezh a reas gant Caridad Mercader e kanati Pariz a-raok beajiñ da Guba da vare enkadenn ar misiloù. Hervez Goytisolo eo Martha Frayde, dileuriadez Cuba en Unesco entre 1962 ha 1965, a ziskulias dezhañ piv e oa plac'h an degemer er c'hanati, hag e c'houlennas digantañ mont da gemenn kement-se da vinistr an Aferioù Diavaez, Raúl Roa. Ha Roa, pa glevas, eme Goytisolo, a reas da Caridad distreiñ da Guba.
Levrlennadur
kemmañ(ca)
kemmañ- Jaume Cañameras, (1990). Conversa amb Bartolí. Biblioteca Serra d'Or. L'Abadia de Montserrat. ISBN 8478261826.
- Albert Royo Campo, (Mezheven 2013). L'espionatge soviètic (1917-1945): una forma de control social. Skol-veur Lleida.
- Martín Ramos, José Luís (2010). «Pere Ardiaca, 1936-1949». Pere Ardiaca. Materials per a una biografia . Debarris. ISBN 978-84-937314-4-1.
- Consejo Insular de Ibiza y Formentera (2006). «Palerm Vich, Joan Antoni». Enciclopèdia d'Eivissa i Formentera IX. ISBN 978-84-88018-16-8.
(en)
kemmañ- Pierre Broué; Emile Témime, (2008). The Revolution and the Civil War in Spain. Chicago: Haymarket Books. ISBN 978-1-931859-51-6.
- Georgi Dimitrov, (2003). Banac, Ivo, ed. The Diary of Georgi Dimitrov, 1933-1949. Yale University Press. ISBN 0300133855.
- Isaac Don Levine, (1959). The mind of an assassin. London : Weidenfeld and Nicolson. ISBN 9780709028109.
- Lisa Margaret Lines, (2011). Milicianas: Women in Combat in the Spanish Civil War. Lexington Books. ISBN 9780739164945.
- Pavel Sudoplatov; Anatoly Sudoplatov, (1994). Special Tasks. The Memoirs of an Unwanted Witness — A Soviet Spymaster. Little, Brown and Company. ISBN 0-316-77352-2.
- Mary-Kay Wilmers, (2012). The Eitingons: A Twentieth Century Story. Verso Books. ISBN 1844679004.
- Richardson, William Harrison (1988). Mexico Through Russian Eyes, 1806-1940. University of Pittsburgh Press. ISBN 0822977125.
(es)
kemmañ- Jean-René Aymes, (2003). Francia en España, España en Francia: la historia en la relación cultural hispano-francesa (siglos XIX-XX). Universidad de Salamanca. p. 280. ISBN 9788478006786.*Guillermo Cabrera Infante, (1998). Vidas para contarlas. Alfaguara. ISBN 84-204-8369-9.
- Bradu, Fabienne (Kerzu 1997). «Bartolomeu Costa-Amic». Vuelta (México, D.F.) 21 (253): 41-45. ISSN 0185-1586.
- Cámara de Diputados del Congreso de los Estados Unidos Mexicanos (17 de noviembre de 1936). Diario de los debates de la Cámara de Diputados del Congreso de los Estados Unidos Mexicanos. Legislatura XXXVI - Año III - Período Ordinario (15). México D.F.
- Cárdenas, Lázaro (2003). Apuntes: una selección. UNAM. ISBN 9703207839.
- Cedillo, Juan Alberto (2013). Los nazis en México. Random House Mondadori. ISBN 9786073119559.
- Encinas Moral, Ángel Luis (2008). Fuentes históricas para el estudio de la emigración española a la URSS (1937-2007). Madrid: Exterior XXI. ISBN 978-84-612-6429-2.
- Gall, Olivia (1991). Trotsky en México. Era. ISBN 9684113358.
- Garmabella, José Ramón (2007). El grito de Trotsky. Barcelona: Debate. ISBN 978-84-8306-696-6.
- Gorkin, Julián (2001). «Los asesinos de Trotsky». Contra el estalinismo. Laertes. ISBN 84-7584-468-5.
- Hernández Sánchez (2015). Los años de plomo: La reconstrucción del PCE bajo el primer franquismo (1939-1953) (Edición Kindle). Crítica. ISBN 9788498928297.
- Juárez, Javier (2008). Patria: una española en el KGB. Barcelona: Random House Mondadori. ISBN 978-84-8306-763-5.
- Mercader, Luis; Sánchez, Germán (1990). Ramón Mercader, mi hermano. Cincuenta años después. Madrid: Espasa-Calpe. ISBN 84-239-2228-6.
- Pàmies, Teresa (1975). Cuando éramos capitanes (eil embannadur). Barcelona: DOPESA. ISBN 84-7235-195-5.
- Ruiz-Funes Montesinos, Concepción; Tuñón, Enriqueta (1982). «Llegada». Palabras del exilio 2. Final y comienzo: el Sinaia. Instituto Nacional de Antropología e Historia.
- Tagüeña, Manuel (1973). Testimonio de dos guerras. México D.F.: Oasis.
(fr)
kemmañ- Jacquelin, André (1945). Espagne et liberté: le second Munich. Éditions de Kérénac.
- Kergoat, Jacques (1994). Marceau Pivert: socialiste de gauche. Editions de l'Atelier. ISBN 2708230964
Liammoù diavaez
kemmañ- Caridad Mercader en 1944, a-raok kuitaat an URSS (tennet eus Ramón Mercader, mi hermano. Cincuenta años después, pajenn 117).
Notennoù
kemmañ- ↑ Asaltar los cielos, film-kelaouiñ gant José Luis López-Linares ha Javier Rioyo, en 1996, diwar-benn lazhidigezh Trotski.
- ↑ Isaac Don Levine (1892-1981) a oa ur skrivagner stadunanat a orin rus hag a embannas The Mind of an Assassin en 1959 diwar-benn lazhidigezh Trotski. Bloaz goude e voe embannet e spagnoleg e Mec'hiko «La mente de un asesino».Hervez Levine e oa savet e levr diwar testenioù «antiguos compañeros de militancia de los Mercader, refugiados y exiliados catalanes, todos los cuales prefieren permanecer en el anonimato» (emsaverien gozh ha kamaraded d'ar Vercaded, repuidi ha harluidi, hag a gav gwell chom dizanav)
- ↑ Mary Key-Wilmers, en he levr diwar-benn izili eus an tiegezh Eitingon, embannet en 2012, ne ro ditour ebet ebet diwar-benn Eitingon entre e vonet kuit eus Istamboul (pan eas da Sina) en 1931 hag e zonedigezh en Spagn en 1936.
- ↑ Hervez Isaac Don Levine, The Mind of an Assassin, 1959, pajenn 110. Levine a lavare diazezañ e soñj war geleier en devoa bet digant un den bet e karg uhel er PCE, anavezet gant Caridad p'edo en Unvanezh sovietek.
- ↑ Hervez Mary Key-Wilmers e oa Levine «ar gwashañ sebezour eus istorourien ar Brezel Yen