UNESCO
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
UNESCO (United Nations Educational, Scientific and Cultural Organization, "Aozadur Desavadurel, Skiantel ha Sevenadurel ar Broadoù Unanet, ADSSBU") zo bet krouet d'ar 16 a viz Kerzu 1945 ha diazezet e Pariz. Ur rann eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) eo.
Deiziad krouiñ | 16 Du 1945 |
---|---|
Anv er yezh a orin | United Nations Educational, Scientific and Cultural Organization, Organisation des Nations unies pour l'éducation, la science et la culture |
Anv berr | UNESCO, ONUÉSC |
Deiziad ganedigezh | 16 Du 1945 |
Diellaouet gant | University of Maryland Libraries |
Den e penn an aozadur | Director-General of UNESCO |
Prezidant | Audrey Azoulay |
Daveennoù douaroniel | 48°51′0″N 2°18′22″E |
Ezel eus | Global Citizen Science Partnership, Global Academic Integrity Network |
Aozadur mamm | Aozadur ar Broadoù Unanet |
Isaozadur | UNESCO Chair on Cyberspace and Culture, Scientific Committee on Problems of the Environment, UNESCO Institute for Statistics, Iranian National Commission for UNESCO, Hylean Amazon Institute |
Perc'henn war | The Symbolic Globe, World Heritage Centre |
Gant kevelerezh | United Cities and Local Governments, Wapikoni Mobile, International Civil Aviation Organization |
Sez sokial | Pariz |
Erlec'hiañ a ra | International Committee on Intellectual Cooperation |
Prizioù resevet | Peabody Awards |
Chomlec'h | 7, place de Fontenoy 75007 Paris |
Terms of service URL | https://digital.archives.unesco.org/en |
Operating area | worldwide |
Oberennoù zo en dastumad | National Museum of World Cultures, Stedelijk Museum, Amsab - Instituut voor Sociale Geschiedenis Gent |
Official observer status in organisation | World Intellectual Property Organization, Global Partnership on Artificial Intelligence, International Organization for Migration |
Charter URL | https://unesdoc.unesco.org/ark:/48223/pf0000179478 |
Pal an aozadur eo mirout ar peoc'h ha sikour ar surentez dre obererezhioù war tachennoù lies evel an deskadurezh, ar skiantoù, ha degas reizhadurioù e bed ar sevenadur evit reiñ harp d'an doujañs hollvedel d'ar justis, galloud ar Gwir, ha doujañs da Wirioù Mab-Den ha kement frankiz embannet dre Garta Aozadur ar Broadoù Unanet.
Orin
kemmañDa heul un disentez gant Kevredigezh ar Broadoù e 1921 e voe krouet e 1922 ur Bodad Etrebroadel ar C'henober Speredel staliet e Genève. E 1925 e voe staliet Ensavadur Etrebroadel ar C'henober Speredel e Paris evel skourr pennañ ar Bodad. Abalamour d'an Eil Brezel-bed ne c'hallas mui labourat, setu e voe krouet UNESCO d'ar 16 a viz Du 1945.
Palioù an aozadur
kemmañTermenet eo bet e balioù evel-mañ :
"[...] kemer perzh e mirout ar peoc'h er bed dre lakaat fetisoc'h kenlabour etre ar broadoù en ur blediñ gant an deskadurezh, ar skiant, ar sevenadur hag ar c'hemmenadur evit ma vo doujet evit pep hini hag e pep lec'h hep ma vo graet diforc'hioù e-keñver ar ouenn, ar rev, ar relijion d'ar justis, d'al lezenn, da wirioù an Den ha d'ar frankizoù-diazez a vez anavezet gant Karta ar Broadoù unanet evel perzhioù an holl bobloù".
Obererezh an UNESCO a vez meret o heuliañ 5 program bras : an deskadurezh, ar skiantoù rik ha naturel, ar skiantoù kevredigezhel, ar sevenadur hag an Ditour. Emañ sez an UNESCO e Pariz hag ez eus tremen 50 burev hag ensavadur ouzhpenn er bed a-bezh. 191 riez a zo bet degemeret evel izili (kontet e 2005).
Savet en deus an aozadur-mañ roll ar Glad bedel ennañ un niver bras a vonumantoù, kêrioù, savadurioù ha gweledvaoù renket e meur a rummad.
Krouet en deus e 1992 ar program Memor ar bed evit ma vo doujet d'ar glad teulel ha ma vo miret anezhañ evit mad ar remziadoù da zont ha ma vo lakaet aesoc'h da dizhout gant ar gwerin.
E 1998 en deus disklêriet an ABU e vo an dekved 2001-2010 lakaet evel "Dekved broudañ aergelc'h an difeulster hag ar peoc'h evit bugale ar bed". Fiziet eo bet an aozañ en UNESCO.
-
Skoed ardamez an Unesco
-
Logo an Unesco e saozneg
-
Banniel an UNESCO
-
Logo ar program MAB (Man and the Biosphere)