Rummad
Ur rummad a vez graet eus traou, tud pe loened a vez a-gevret atav pe da lakaat asambles.
Ur rummad tud a zo ur bagad tud pe ar re o deus ar memes oad (a zo kevatal da remziad). A rummad da rummad (a rumm da rumm a vez kavet ivez) a zo ul lavarenn evit komz euz traou pe kealioù treuzkaset eus kenoadoù da genoadoù a heul.
Ur rummad traoù (kentelioù, da skouer) a zo traou a zo kevreet pe en egor pe en amzer
Ur rummad (elfenn renkadurezh) a zo ger pe gerioù implijet en ur sistem renkadurezh (pe sistem-rummata) evit henchañ Yann-Firboucher a-dreuz troidelloù ar ouiziegezh pe a-dreuz un dastumadeg bennak.