África de las Heras Gavilán

(Adkaset eus África de las Heras)

África de las Heras Gavilán (Ceuta, 29 a viz Ebrel 1909Moskov, 8 a viz Meurzh 1988) a oa un emsaverez republikan ha komunourez spagnol, hag ur spierez soviedek evit an NKVD. Patria e oa hec'h anv-micher, hag ivez María Luisa de las Heras de Darbat, María de la Sierra, Patricia, Ivonne, María de las Heras, Znoi ha María Pavlovna, hervez ar c'houlz.

He buhez

kemmañ

N'ouzer nemet nebeud a dra anezhi a-raok 1930, pan he c'haver e-touez izili ar PCE.
He zad, Manuel Lasheras Jiménez, a oa ur soudard lazhet en 1930 e Jaca, pa oa o stourm ouzh emsaverien republikan emsavadeg Jaca. Nizez e oa da Julián Francisco Lasheras, alvokad ha maer kêr Ceuta. Kaset e voe da Vadrid d'ur skolaj leanezed, hini ar Sagrado Corazón de Jesús. Da 19 vloaz e timezas d'ar c'habiten Francisco Javier Arbat Gil, a oa e kelc'hiadoù tost da Francisco Franco. Ur mab o doe, Julián, marvet ur pennadig goude ganet.

Pevar bloaz goude edo o kemer perzh en emsavadeg Here 1934 en Asturiez, ma reas anaoudegezh gant ar penn komunour Santiago Carrillo. En 1936 ez eas er Joventuts Socialistes Unificades katalan, ha bloaz goude e voe-hi e penn ur bagad keodedourien armet e Barcelona ha meur a daol a reas ganto dindan guzh.

Dimeziñ a reas da Luis García Lago, ur prizoniad bet implijad bank, troet da emsaver komunour, hag ac'h ae da welout er c'harc'har. Er bloaz-se ez eas da Ceuta da zegemenn hec'h eontr edo e dañjer bras.

En 1937 e krogas da genlabourat gant gwazed eus an NKVD en Spagn — Leonid Eitingon, an Hungarian Ernő Gerő, hag ar Rus Alexander Orlov — ha kaset e voe da Voskov da zeskiñ ar vicher. Krediñ a reer eo gant Caridad Mercader — mamm Ramon Mercader, muntrer Trotski — e voe sachet da vout spierez, rak Caridad a oa e penn ur bagadig efedus, gant he serc'heg, an Ukrainad Pável Sudoplátov.
Goude ar skol-spiañ, setu hi kaset da Norge.

Eus Norge da Vec'hiko

kemmañ

En Norge e oa bet karget da vont e darempred gant trotskourien oberiant ar vro. En em silañ a reas en o zouez, ken e voe kemeret da sekretourez gant Lev Trotsky diwezhatoc'h e Mec'hiko, pa rankas an dispac'her kozh kuitaat Norge. Ne voe ket re ziaes dezhi neuze kas keleier d'an NKVD, ha sikour Ramón Mercader evel-se da aozañ drouklazh Trotski war urzh Jozef Stalin e 1940.

Kuitaat a reas Mec'hiko a-greiz-holl dre ma oa erru Alexander Orlov — bet rener an NKVD en Spagn, war e hent da SUA, goude tec'het eus URSS dre m'en devoa aon rak spurjadegoù Stalin.

Eil brezel-bed

kemmañ

En 1941 e tegouezhas en URSS . Studiañ a reas evit bout klaénvdiourez ha goude skinbellgaserezh. E Mae 1942 e harzlammas en ukraina e koadeg Vínnitsia tost d'al linennoù alaman, gant spagnoled arall, evit gallout klevout ar pellgasadennoù alaman. En 1944 e tistroas da Voskou da labourat evit ar c'h-KGB ha peurzeskiñ ar vicher a spierez.

Brezel yen

kemmañ

Goude an Eil brezel-bed e krogas da labourat gant an aozadur soviedel KGB, ma sine e gemennoù gant an anv Patria.

En 1946 ez eas eus Berlin da Bariz, ha hi anvet María Luisa de las Heras, o reiñ da grediñ e oa tec'het eus Spagn hag eus diktatouriezh ar jeneral Francisco Franco. Kemenerez veur e oa. Eno e reas anaoudegezh gant ar skrivagner urugwaiat Felisberto Hernández, a oa kamarad d'ar barzh gall Jules Supervielle. Anaoudegezh a reas gantañ, hervez a gontas Felisberto d'e verc'h María Isabel Hernández, un den ma oa ar skrivagner o komz e spagnoleg a-enep ar renad soviedek en un ostaleri, ma savas hi da vont da lavarout dezhañ e oa ur blijadur klevout spagnoleg en Pariz. Diwar neuze e voe dallet ar gwaz ganti ha gant ar skeudenn ar vaouez kenedek ha sioul.

Uruguay hag Arc'hantina

kemmañ

En 1948 e timezas da Felisberto Hernández, hag e miz Kerzu, war al lestr gall Kerguélen, ez eas eus Bourdel da Uruguay[1], da chom gantañ en e vro. Moarvat e reas kement-se da gaout ur vroadelezh nevez ha paperoù, hag ober anaoudegezh gant tud uhel hag a deuje da vezañ darempredoù talvoudus.
Dizimeziñ a rejont e 1950, hep d'an ozhac'h gouzout tra eus labour kuzh an hini a oa bet e wreg.

E 1956 ec'h eas da chom da gêr Buenos Aires da labourat gant an den a oa bet anvet e penn ar spierezh e beg Kreisteizamerika (Cono Sur), anvet Giovanni Antonio Bertoni alias Valentino Marchetti, Marko. Er bloaz-se en-eeun ec'h addimezas dezhañ, war urzh pennoù KGB a wele en eured-se un doare da wellaat ha da aesaat labour an daou spier.

Mervel a eure e Moskou d'an 8 a viz Meurzh 1988, beziet e voe e bered ar c'h-KGB, e Kuntsevskoe, e-kichen bez Ramon Mercader ha hini Kim Philby, ar spier komunour saoz.

Medalinier hag enorioù

kemmañ

Evit he labour e KGB e savas betek bout kronal, ha bet eo e penn servijoù politikel en karg eus Europa ha Latinamerika.

Ouzhpenn-se:

ha medalinier all.

Lennegezh

kemmañ
  • (es) Raúl Vallarino, Nombre clave: Patria. Una espía del KGB en Uruguay, Editorial Sudamericana, 2006
  • (es) Raúl Vallarino, Mi nombre es patria, Suma de Letras Editorial, 2008
  • (es) Javier Juárez,Patria. Una española en el KGB, Editorial Debate, 2008

Liammoù diavaez

kemmañ
E spagnoleg (poltredoù eus África de las Heras Gavilán a gaver en holl bennadoù-mañ)

Notennoù

kemmañ
  1. Pennad: Espionaje sovietico en Uruguay el lec'hienn Espacio Latino