NKVD
NKVD | |
---|---|
![]() |
![]() |
Banniel | Skoed-ardamez |
Ditouroù | |
Krouidigezh | 15 a viz Du 1923 |
Padelezh | 15 a viz Du 1923- 19 a viz Meurzh 1946 |
Sujidigezh | Sekretour-meur an URSS |
Doare | Polis-kuzh Strollad-muntrañ |
Ger-stur | Ma n'eus enebour ebet, ret eo e grouiñ, e flatrañ hag e binijennañ (ger-stur nann-ofisiel) |
Lec'h pennañ | Loubianka, Moskov |
Bro | ![]() |
Anvioù all | Skoed ha kleze ar Strollad |
kemmañ ![]() |
An NKVD – en ruseg: НКВД, berradur Народный комиссариат внутренних дел, pe Naródniy komissariat vnútrennikh del, Komiseriezh ar bobl evit an aferioù diabarzh
, a oa ur rann eus gouarnamant an URSS lamm-ouzh-lamm d'ur ministrerezh, hini ar polis politikel hag a rae war-dro an aferioù diabarzh.
Krouet eo bet d'ar 15 a viz Du 1923 diwar ar Gepeou ; e 1934 e voe lonket an OGPU gantañ, ha kannad kreizh ar ministrerezh Stad d'an URSS e voe neuze de facto betek an 19 a viz Meurzh 1946.
Talañ ouzh an torfedoù ha diwall ouzh an urzh boutin e oa kefridioù pennañ an NKVD. Anavezet ez eo dreist-holl dre e obererezhioù mougañ e-pad mare ren Jozeb Stalin.
En NKVD e oa strollet nerzhioù reoliek polis foran an URSS, gant polis an hentoù, ar bomperien, gwarded an harzoù hag an dielloù. Anavezet mat ez eo evit e oberererezh tro-dro d'ar goulag hag evit bezañ bet e-karg bodad-ren diazez ar surentez-stad (GUGB), hendad ar KGB.
An NKVD zo kablus da vezañ pennkaoz da lazhadegoù ramzel e-maez pep justis, da vezañ graet war-dro sistem labour-ret ar c'hampoù-bac'h (goulag), hag ivez da vezañ pennkaoz forbannerezh pobladoù a-bezh ha hini ar Goulaked war-du tiriadoù goullo ar vro.
Karget e oa an NKVD ivez gant diwall an harzoù soviedel ha gant ar spiañ, betek lazhadegoù politikel en estrenvro, levezoniñ ar gouarnamantoù estren ha reiñ harp da selloù Stalin e-touez ar strolladoù komunour er broioù er-maez eus an URSS.
An Eil Brezel-bedAozañ
KommissarbefehlAozañ
An oberiadur-brezel Barbarossa, tagadenn an URSS gant Alamagn an Trede Reich, a yeas muioc'h-mui war-zu ur brezel distruj tud e-serr ur brezel etre daou stad. Plas ar gomiserien politikel ha tud an NKVD a voe lakaet sklaer en degouezh-se dre un urzh anvet Kommissarbefehl hag a gondaone anezho d'ar marv trumm ur wech prizoniet gant an Alamanted. Unan eus rebechoù Prosez Nürnberg e voe.