Prosez Nürnberg

Prosezioù Nürnberg (alamaneg : die Nürnberger Prozesse) zo bet un heuliad prosezioù milourel dalc'het gant nerzhioù ar Gevredidi a-enep pennoù bras an Trede Reich a voe barnet evit bezañ bet prientet ha kroget an Eil Brezel-bed kement hag an Holokost ha torfedoù-brezel all.<br>

E kêr Nürnberg, en Alamagn, e voe dalc'het ar prosezioù. An doareoù da gas ar prosez ha da varn a oa bet un troc'h e-keñver al lezennoù etrebroadel klasel hag al lezennoù etrebroadel a-vremañ.

An hini kentañ eus an heuliad prosezioù, an hini brudetañ ivez, "brasañ proseze n Istor", a voe renet gant Norman Birkett, unan eus barnerien ar Rouantelezh-Unanet. Bez' e oa bet prosez pennoù bras an Trede Reich a voe engouestlet en torfedoù-brezel gwashañ dirak al lez-varn milourel etrebroadel International Military Tribunal (IMT).

Dalc'het etre an 20 a viz Du 1945 hag ar 1añ a viz Here 1946, al lez-varn a oa bet kefridiet da varn 24 eus pennoù bras milourel hag armerzhel an Trede Reich. E gwirionez, Martin Bormann a voe barnet hep bezañ war al lec'h, ha Robert Ley a oa en em lazhet ur sizhun a-raok ma voe kroget gant ar prosez meur.

E-touez ar re varnet e vanke Adolf Hitler, Heinrich Himmler ha Joseph Goebbels, an holl re-se a oa en em lazhet er bloaz 1945, c'hwec'h miz a-raok deroù ar prosez. Reinhard Heydrich ne voe ket barnet dre ma oa bet lazhet e 1942.